The Lincoln Lawyer

The Lincoln Lawyer a zo e-touez ar filmoù prosez evelse, a rofe din c’hoant distreiñ em frantad suj da Ace Attorneyn’hallan ket kouskat araok 3 eur beure (dre vras o venel gant an NDS digor ha n’eo ket “a-youl vat”).
Tuoù mat (?) all a zo d’ar film. Diazezet war ur romant gant Michael Connelly (evit ar re o defe c’hoant da c’houzout) e kont istor un alvokad, kentoc’h techet da brofitañ eus ar sistem evit sikour gwerzherien dramm pe tud all a vefe prest da baeañ evit chom hep mont en toull.
Un deiz bennak e c’houlenn ur paotr yaouank, pinvidik mor sikour digantañ ha setu eñ tapet en ur sapre afer…
Buan a-walc’h e komprener n’eo ket sklaer ar paotr (sañset ne vo den souezhet ebet gant-se) met ur gwir emgann a sav etrezo evit gouzout piv a dapo piv hag e peseurt doare.
Evit prouiñ ez eo kablus eus traoù grevusoc’h c’hoazh e vo rediet an alvokad da brouiñ n’eo ket kablus eo prosez kentañ. Da vareoù zo e soñjen “met penaos e c’hall kenderc’hel da labourat?” eveljust ne oan ket bet fin awalc’h evit kompren pep tra…
N’eo ket dreistordinal an istor, na souezhus a-benn ar fin, met savet eo en un doare lañsus-tre (an tammoù prosez da skouer!) a ro c’hoant gouzout hiroc’h ha penaos e troio an traoù. Ur film efedus neuze! (Evit bezañ drouk, lakaomp n’on ket bet kendrec’het gant ar sonerezh rap a zo ingal)

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: