The Hunger Games

Setu, gwelet ‘m eus The Hunger Games ar film. Ma. Laouen on da vezañ lennet al levr da gentañ rak traoù zo o deus displijet din hag o defe displijet din hep anavezout an istor en a-raok.
Tost a-walc’h eus ar romant eo (diforc’hioùigoù a zo, diwar-benn ar bravig da skouer, met lakaomp n’int ket grevus), setu n’on ket bet displijet gant-se. Plijus eo tudennoù Katniss, Peeta, Haymitch ha Cenna, daoust ma na vez ket amzer da anavezout anezho kement eveljust.
Un toullad sioù a vir ouzhin da gavout mat ar film avat : e-pad an hanter kentañ (araok na krogfe ar c’hoari) ez eus un tech spontus, ober selloù a-gil war traoù hon eus gwelet lakaomp dek munut araok. Marteze eo plijus evit an dud taget gant Alzheimer, met evit ar re all ez eo ober goap, un doare da zezrevelliñ nul eo. An efedoù ispisial a zo mezhus ivez, n’eus mare ebet e-lec’h ma seblant gwir an tan pe al loened er c’hoari. Start neuze santout un dañjer bennak.
Tammoù fromus a zo memestra hag un tammig bihan fent (kalz nebeutoc’h eget el levr koulskoude).
Dipitet on bet gant an tu kitsch a zo d’an traoù, eveljust ec’h ijinen dilhad un tamm droch ha livioù e-leizh hag all, met aze e ya re bell. An district 12 a seblant bezañ ur c’hamp bac’h (n’eo ket pell alese met memestra e kave din e vefe un doare ene gant al lec’h ha gant an dud), hag ar peurrest a seblant faos bepred pe dost.
Aze n’eo ket ur si met n’en deus ket plijet din an dibab : diskouez kement al labour tro-dro d’ar c’hoarioù. Gwelloc’h e vefe bet din gwelet penaos e oa ar sellerien, met an doare labourva frammañ a seblant bezañ ul lec’h evit klask lazhañ Katniss un tamm… N’ijinen ket-se tamm ebet (peogwir n’eus ket meneg eus an tu-se el levr). Un toullad traoù a ziskouez ar pezh a vo en eil film met n’eo ket degaset dre ret en un doare dispar (goude marv Rue da skouer).
Etre daou on neuze, plijus eo ar film memestra, fromet on bet ha c’hoarzhet em eus met n’on ket bet kaset evel ma oan bet gant al levr abalamour da zibaboù teknel/kontañ n’o deus ket plijet din tamm ebet. Un azasadenn vat eo met n’eo ket ur film mat (padal e c’hallfe bezañ, an aktourien a zo mat-tre ivez da skouer). Domaj eo.

Advertisements

3 Respont to “The Hunger Games”

  1. […] Un tamm torr-penn ha re aes an dibab-se d’am meno. Evel-just e lak da soñjal e The Hunger Games ha kalzig traoù heñvel a zo, anat deoc’h. Met disheñvel a-walc’h eo an tudennoù hag […]

  2. […] e oan bet gant film kentañ The Hunger Games. Daoust da bep tra e felle din gwelet an eil film, peogwir ez eus traoù a blij din en eil romant […]

  3. […] em boa gant Hunger Games ne oa ket dre ret fall gwelet an eil film en desped d’an hini kentañ. Displijet e oa […]

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: