Happy-Go-Lucky

Adalek munutennoù kentañ Happy-Go-Lucky e felle din lazhañ an dudenn bennañ.
Dic’houzañvus eo. Ur spont. Ordin o komz, oc’h “huanadiñ-c’hoarzhin” e fin he frazennoù, evel ur grennardez diot dirak ur paotr.
AAAAAAAHHHHHH!!!
Chomet on betek ar fin memestra, met n’on ket deuet a-benn da gavout an disterañ tra dedennus e buhez Poppy, a seblant evurus evel m’emañ gant he labour skolaerez, mont da riboulat gant he mignonezed er pub ha deskiñ bleniañ gant ur c’helenner iskis. Laosk ac’hanomp trankil neuze!
(Da betra servij ober ur film evelse? N’eus istor ebet, pal ebet ha n’eo ket plijus da sellet. Na gomprenan ket.)

Advertisements

2 Respont to “Happy-Go-Lucky”

  1. stefancarpentier Says:

    Happy go lucky… pep tra zo en titl. Laouen ar plac’h, ar voull ganti. Laouenidigezh diouzh an druilh. Marteze e oa o soñj lakaat ar drist ha dichañs da vont d’en em lazhañ ? pe da huanadiñ gant ar c’hoant kaout ur vuhez laouen evelti hihihihihi ?

  2. Ne soñje ket din e vefe trist ar film met n’eo ket un abeg evit bezañ ken torr-revr!!
    Met marteze emañ ar gwir ganit : gwarizius on ><
    hihihihi bouhouhou T-T

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: