Sex, Lies and Videotape

Ur wech echu Sex, Lies and Videotape em eus merzet e oa deuet ar film er-maez e 1988. Ken kozh ha me eo neuze. Souezhet on bet un tamm, rak daoust din gwelet e oa “kozh” e vefen bet techet da lârat deroù 90 pe un dra evelse (ya un diforc’h spontus bras hañ.). Ma!
Sex, Lies and Videotape a zo kentañ film Steven Soderbergh. Haha, brav e oa ar vuhez araok The Girlfriend Experience
Ne oa ket kalz arc’hant evit sevel ar film-se, anat eo, met brav e oa an disoc’h. Ann ha John a zo ur c’houblad o vevañ ur vuhez sioulik (enoeüs a lâro tud zo) er Stadoù-Unanet. John a gav e beadra e gwele Cynthia, c’hoar yaouankoc’h Ann. Pep tra a gendalc’hfe evel boaz, geveier hag all ma na teufe ket en istor Graham, gwellañ mignon John pa oant el lise.
Fentus eo gwelet ur film a gomz diwar-benn rev ordin met na ziskouez netra pe dost. N’eo ket sot a-benn ar fin ^^
En tu-hont d’ar rev ez eus eveljust ar gaou a zo pouezus-tre. Fentus eo ivez, peogwir ez eo kentoc’h displijus an tudennoù. John a zo euzhus anat, Ann a zo un tamm lu war dachenn ar rev memestra hag he c’hoar a zo groz (dreist-holl er penn-kentañ). Graham a zo plijus a-walc’h met digempouez eo memestra! Daoust da bep tra e vez heuliet istorioù an tudennoù zo gant aked.  N’en deus ket koshaet fall evidon-me ha ‘m eus aon ez komz eus temoù a zo hag a vo bepred ha da viken kaoz eus outo! Ral eo memestra soñjal pell warlerc’h “ah ya, delezeget e oa da gaout ur priz”, rak kompren a ran mat e vefe bet roet ur priz e Cannes da James Spader a c’hoari Graham.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: