The Hunger Games : Catching Fire

Ya, n’on ket bet gouest da c’hortoz pell araok lenn heuliad The Hunger Games… N’em eus ket c’hoant da gontañ re, kregiñ a ra an eil dres warlerc’h al levr kentañ. Kregiñ a ra dousik an traoù gant ur veaj e Panem, ha kustumiñ d’ur vuhez nevez gant arc’hant hag ur bern amzer vak. Emsavadurioù a grog ivez war a seblant, met ne vez ket kelaouet an dud diwar-benn-se…
Emañ ivez an holl o prientiñ embannadur nevez ar c’hoarioù, rak, bep 25 vloaz e vez lakaet e plas c’hoarioù brasoc’h anvet Quarter Quell. Ma, perak ket. Anzav a ran (tud zo a raio goap moarvat) ne oan ket o c’hortoz e c’hoarvezfe an traoù evelse, souezhet mik on bet (evit ar re o defe c’hoant da c’houzout: Me soñje din o defe Katniss ha Peeta da lakaat unan da embregiñ, ha n’eo ket distreiñ da c’hoari…). Ret eo d’ar re a gemer perzh mont diouzhtu d’ar gêrbenn. Ur c’hoari a vo neuze, war un enezenn iskis (Lost, pelec’h out?).
Disheñvel mat eo ar c’hoarioù, abalamour ne vo ket heuliet un dudenn hec’h unan met ur strollad tud, gant ar santad “d’ur mare bennak e vo ret din lazhañ ar re all evit gounit”. Ar fin a zo un tammig stlabezek a gav din, met ar frazenn-glozañ a zo ur frazenn a lak al lenner d’ober “HAÑ PETRA???” hag eveljust n’emañ ket an trede levr ganin hag e oan en soñj chom a-sav un tammig evit lenn traoù all. 😦
Plijusoc’h em eus kavet an tudennoù (Katniss dreist holl), dedennus-tre ar c’hoarioù, dreist-holl ar prantad prientiñ ha souezhet on bet gant an doare ma troe an istor. Hir eo un tamm, dreist-holl er penn-kentañ ha n’em eus tamm mennozh ebet eus petra c’hoarvezo el levr diwezhañ!! N’on ket bet ken tapet eget el levr kentañ marteze, met plijus-tre eo bet da lenn, anat.

Ur respont to “The Hunger Games : Catching Fire”

  1. […] Hunger Games. Daoust da bep tra e felle din gwelet an eil film, peogwir ez eus traoù a blij din en eil romant ha dreist-holl peogwir e ouien e oa ur sevener disheñvel e karg. Ma, da zigentañ, ar frammer […]

Ober un evezhiadenn

This site uses Akismet to reduce spam. Learn how your comment data is processed.