Dielloù evit Eost, 2012

Blue Estate 2

Posted in Levrioù bannoù-treset on Eost 28, 2012 by geekezig

Un tammig sklaeroc’h e teu an traoù da vezañ e eil levrenn Blue Estate. N’eo ket aet war-raok an tresañ avat. Tud touellet, tud o klask warlerc’h arc’hant, tud o klask lazhañ reoù all… Bepred memes aergelc’h dramm, trafikoù, mafia hag all hag ouzhpenn-se ez eus suspens er fin! Aaaaah!!

Advertisements

Blue Estate 1

Posted in Levrioù bannoù-treset on Eost 27, 2012 by geekezig

Blue Estate a zo ul levr bannoù-treset amerikan, savet gant arzourien a-orin rusian ma ‘m eus komprenet mat. Tremen a ra an istor e Los Angeles, e bedig-bed Hollywood, gant dramm ha traoù amsklaer a-vil-vern. Ul levrenn digoradur eo avat ha n’em eus ket komprenet pep tra. Anaoudegezh a vo graet gant meur a dudenn : mab ur flik a zo enklasker prevez, ur sevenour filmoù hag e wreg Rachel, breur Rachel hag e vignonez a labour en un davarn gant merc’hed gwisket skañv, tud ar mafia rusian a glask “gwalc’hiñ” o arc’hant bet a drugarez d’an dramm hag all. Un tammig re a draoù neuze.
An tresadennoù a glot gant an aergelc’h (al livioù a zo dispar) met dizingal (hag a-benn ar fin vil a-walc’h) int memestra.
Dipitet on bet neuze, en eil levrenn em boa amprestet asambles neuze e lennin da welet penaos e tro an traoù met na guzulfen ket ar rummad-mañ evit ar mare, traoù heñvel, bravoc’h ha kontet gwelloc’h a zo bet dija, anat deoc’h.

Cerise 1 : L’avis des bêtes

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags on Eost 26, 2012 by geekezig

Un toullad levrioù evit ar vugale ‘m eus tapet el levraoueg an deiz all peogwir e oa ma nizezet er gêr. En o-zouez levrenn gentañ Cerise, savet gant Laurel. C’hwi oar dija e plij din a-walc’h ar pezh a ra an dresourez-se. Ar wech-mañ he deus savet un levr evit ar vugale (an istorioù hag an tresadennoù) awenet gant he merc’h (anvet Cerise e gwirionez). Heuliet e vo neuze ar plac’hig, a zo gouest da gaozeal gant al loened. Klask a raio sikour ur bern pa vo he mamm hag he mignon oc’h ober farsadennoù droch dezhi. Da zigentañ em eus spi ez eo bet gwashaet ar farsadennoù evit ma vefe fentus al levr, rak ma rank ar plac’hig bevañ seurt traoù ingal e tle bezañ skuizhus eviti! Mod all ez eo plijus-tre, fentus ha leun a livioù. Dispar evit ar vugale d’am soñj! (Ma nizez unnek vloaz he deus kavet berr met fentus-tre, daoust ma oa un tamm droch a-wechoù.) ^^ Klotañ a ra dres gant ar pezh a ijinen ha c’hoarzhet em eus mat.

5 Ronin

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , on Eost 25, 2012 by geekezig

5 Ronin a zo ur raktres un tammig drol : ijinañ penaos e vefe bet istor tudennoù heverk eus Marvel e-pad mare Edo e Japan. Wolwerine, Hulk, Deadpool ha daou all a zo e-barzh neuze. Ur chabistr a zo evit pep hini anezho gant un treser disheñvel bep tro. Tudennoù zo a vez gwelet e-barzh chabistr egile pe eben ivez.
N’eo ket fall ar mennozh met anzav a ran n’on ket barrek a-walc’h war tudennoù Marvel evit bezañ meiziet pep tra. Berr-berr eo an istorioù ha traoù samourai-ed klasel int : enor, dizenor, dial hag all. Un aergelc’h plijus met un tammig ordin ar memes tra. An tresadennoù a zo teñval-kenañ ha n’o deus ket plijet din dre ret, daoust ma klotont mat gant ar pezh a vez kontet.

The Mystic Archives of Dantalian

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , on Eost 23, 2012 by geekezig

Ur manga “levrioù-diaoulek” eo The Mystic Archives of Dantalian, ur manga gotek ma fell deoc’h. Mab-bihan un dastumer levrioù a rank ober war-dro e levraoueg ur wech aet an den kozh da anaon. Dizzloiñ a ra ur plac’hig iskis a oa o vevañ gantañ. Ne vez ket displeget pep tra el levrenn gentañ met komprenet e vez e reont war-dro enklaskoù liammet da levrioù iskis. N’on ket bet dedennet kement-se gant ar chabistroù kentañ. Un tamm dedennusoc’h eo ar fin, pa groger da welet traoù bet tremenet ur wech marv an den kozh.
D’am meno ez eus gwelloc’h evel manga gotek, kenkoulz e-keñver tresadennoù hag istor.

Jane Eyre

Posted in Filmoù with tags on Eost 20, 2012 by geekezig

Lennerien a-gozh o deus soñj marteze eus ur prantad e lec’h ma sellen alies eus filmoù diazezet war oberennoù Jane Austen. Charlotte Brontë em eus bet c’hoant da enoriñ ar wech-mañ ^^
N’anavezen ket tamm ebet istor Jane Eyre. Un istor klasel a-walc’h e bed istorioù ar merc’hed desket e bro Saoz. Emzivadez eo Jane, degemeret e vez gant he moereb met ne tremen ket mat an traoù. Kaset e vez en ur skol strizh spontus. Ur wech erru deuet e ya da gelennerez brevez e maner Thornfield. Du-hont e raio anaoudegezh gant mestr an dachenn un den rust hag iskis un tamm, pezh na viro ket outo da gaout un darempred kreñv.
Kregiñ a ra ar film gant un darvoud spontus, emañ Jane o tec’hout. Degemeret e vez gant ur pastor yaouank. Tamm-ha-tamm e vo gwelet hec’h istor.
Gweledvaoù brav eston ha goulou kaer-kenañ a zo er film. Hir ‘m eus kavet ma amzer un tamm memestra ha poan ‘m eus bet o kompren mat pezh a felle d’an tudennoù ha perak e tivizont traoù zo. Perak e tec’h kuit Jane ha goude-se perak e nac’h mont da bell-vro evel ma felle dezhi araok? Displijus a-walc’h eo an tudennoù dre vras ha n’em eus ket kavet fromus an darvoudoù (daoust d’ar violoñs un tamm pounner a oa a-wechoù…).

Nolife Story

Posted in Levrioù with tags , on Eost 19, 2012 by geekezig

skeudenn diwar lec’hienn Omaké books

Pemp bloaz eo chadenn Nolife (abaoe an deiz kentañ a viz Even 2012) hag un doare burzhud eo memestra. Florent Gorges, troour, istorour Nintendo ha “buhezskriver” (?) en deus bet c’hoant sevel ul levr o kontañ istor ar chadenn betek neuze.

Da zigentañ e vez kavet el levr poltredoù Sébastien Ruchet hag Alexandre Pilot, peseurt doare bugale e oant ha penaos int erruet betek sevel Nolife.
Kontet e vo ivez penaos eo bet ganet ar mennozh, penaos eo bet prientet an teuliadoù hag all evit tud n’o doa ket bet labouret evelse araok, klask un anv hag all. Goude-se e vo ret dezho diskuliañ ar raktres evit kenlabourat gant tud all. Bloavezhioù 2006-2007 a vo start un tamm peogwir e c’hortozont paperoù a-benn kregiñ da skignañ. Ur bern abadennoù a zo prest, lonket an arc’hant dija padal n’eo ket krog ar chadenn da skignañ zoken!
Ur wech lañset an traoù d’an 1 a viz Even 2007 e vo ret d’ar skipailh talañ ouzh kudennoù teknel, un degemer a-wechoù un tamm yen, kalz evezhiadennoù digalonekaus. Poltredoù bihan an dud oc’h erruout tamm-ha-tamm (a-vicher war traoù resis-tre pe get) a zo el levr araok chom a-sav un tammig evit displegañ an abadennoù vras a vez kavet war ar chadenn.
Goude-se e kroger en-dro gant istor ar chadenn ha gant mareoù start adarre : penaos eo bet savetaet ar chadenn gant arc’hant Ankama (ur strollad bras a-walc’h, a embann c’hoarioù video, bannoù-treset, fiñv-tresadennoù hag all). E 2008 e oa-se. Evit chom sklaer gant ar sellerien ez eus bet savet un abadenn o lârat e oa marv ar chadenn, araok displegañ e oa bet savetaet gant un embregerezh diavaez. Ur prantad benniget e-lec’h ma c’hallo an daou rener goprañ tud nevez. Ur bloaz e pado, rak, e keit-se, daoust dezho klask un diskoulm evit gounit arc’hant drezo o-unan ne teuont ket a-benn. E miz Gouere 2009 e lâr Ankama dezho ne vo ket posupl sikour ken. Ret eo dezho kemer un diviz bras neuze. Buan a-walc’h e soñjont en ur chadenn paeus araok kavout diskoulm Nolife Online, un doare koumanant evit gwelet dielloù ar chadenn war ar rouedad. Ar pezh a zo, e miz Kerzu 2009, daoust d’un niver dereat a goumanantoù n’eus ket arc’hant a-walc’h ken evit ma chomfe an holl da labourat, goulennet e vez digant ar re o deus labour e-lec’h mont kuit… Ur prantad start spontus evit an holl. Evit skañvaat un tamm ar skrid e kinnig Florent Gorges ur prantadig “karantez” o tisplegañ penaos o deus kavet tud zo er skipailh ur c’haredig a-drugarez d’ar chadenn!
2010 a vo tristik neuze, betek ma vefe disklêriet e vo tu da vuzuliañ deglev ar chadennoù ADSL gant Médiamétrie. Peadra a-benn ar fin, da c’houzout ma vez sellet ar chadenn e gwirionez! Hag ez eo! Ret eo dezho gortoz miz Meurzh 2011 evit kaout disoc’hoù klok da ginnig d’ur meradur bruderezh, France Télévisions Publicité ha setu neuze evit ar wech kentañ bruderezh ofisiel (n’eo ket emglevioù/sponsor gant mignoned evel ma oa bet a-wechoù araok) skignet war ar chadenn d’an 2 a viz Mae 2011! Ur c’heloù dispar evit an holl. Tamm-ha-tamm e vez merzet ez eo sirius ar chadenn, ar “boxoù” a c’houlenn diganto kaout o chadenn ha n’eo ket ar c’hontrol ken. Sederoc’h eo an traoù e 2011-2012 neuze ha lidet e vo deiz-ha-bloaz ar chadenn war an ton bras (gant un abadenn filmet e miz Mae 2012) e miz Even. Daoust da se n’eo ket simpl pep tra ha ret eo da re a fell dezho sikour ar chadenn koumanantiñ pe chomet koumanantet. Setu penaos emañ an traoù hirie an deiz araok distro-skol ar chadennoù tele e miz Gwengolo a-zeu.
Evit echuiñ e ro meur a ezel eus ar skipailh o sell war ar chadenn araok un daol-grenn gant pemp den pouezusañ ar strollad.

Plijus-tre eo da lenn, daoust d’ar re a anavez ar chadenn gouzout traoù zo dija abalamour da abadennoù evel Debug mode pe nozvezhioù deiz-ha-bloaz ar chadenn e lec’h ma oa bet komzet eus seurt traoù dija. Komprenet vez gwelloc’h peseurt tud int ha pegen kalonek int bet evit kas ar raktres da benn (ha gant piv int bet skoazellet hag all). Daou pe dri fazi ‘m eus kavet, met n’eo ket souezhus. Ur stil simpl-tre a zo gant Florent Gorges, ar pezh n’eo ket displijus evit ul levr a-seurt-se met a zo iskis da vareoù zo (gant troiennoù fentus met n’int ket dre ret brav). Traoù zo a zo dic’hizet dija, dreist-holl ar pezh a sell ouzh Davy Mourier hag e raktresoù diavaez (paouezet etretan) met moullet e oa bet al levr dija ha n’eo ket grevus evit al lenner (ret eo derc’hel soñj eo bet skrivet araok miz Gouere 2012 ha setu tout). Brav eo ar vaketenn, ar golo plastek, ar skeudennoù a-vil-vern el levr. N’on ket bet kalonek a-walc’h evit gortoz ha distreiñ kant gwech war ar stand evit ma vefe sinet ma levr e Japan Expo met laouen on dija gant ar merk-pajenn a zo e-barzh (na cheuc’h!) hag an doare kartenn da zastum am eus bet. Evidon-me ez eo anat ne oa ket tu da sevel seurt levr araok ar prantad seder a zo abaoe tamm-pe-damm ur bloaz hag un doare brav ez eo da lidañ pemp bloaz ar chadenn ha d’ober un tamm kil-sell war ar raktres ha petra eo deuet da vezañ.
Ul lennadenn a ro c’hoant da sevel raktresoù sot-nay, krediñ e hunvreoù a seblant dibosupl hag a zegas doujañs evit tud hag ur chadenn dibar er c’hwec’hkorn.

%d bloggers like this: