Bowling

Abaoe pellik em boa klevet komz diouzh Bowling pa oa ar film a vezañ savet hag all. Souezhus e oa gwelet ur film o komz eus stourm ospital Karaez ken prim goude an degouezh…
Da gentañ tout, anzavomp diouzhtu sioù Bowling. Ur gomedienn glasel-kenañ eo, ha klichedoù a zo enni, anat deoc’h. Ur toullad prantadoù a seblant savet evit kaout tammoù c’hoarzhadennoù hepken (istor ar bleniañ da skouer) ha n’eo ket atav soutil na fentus-tre zoken. Da vareoù zo e seblant bezañ sketchoù hep re a liamm etrezo na netra.
Ma, da c’houde ez eus farsadennoù a ya mat en-dro eveljust. Me gav eo deuet brav ar film peogwir ez eo chomet skañv ha dudius en ur gontañ en un doare heñvel a-walc’h ar pezh a zo bet c’hoarvezet e Karaez tro-dro d’an ospital. Souezhet brav on bet gant an aktourien (Mathilde Seigner a zo gouzañvus kazi!). Evel boaz e seurt filmoù ez eus ivez traoùigoù fromus evel istor Firmine hag he gwaz, pe neuze Mathilde hag he mamm (mennozh mat-tre). Un toullad bommoù brezhoneg a zo met n’int ket “iskis” (mab Mathilde o prientiñ e arnodenn vrezhonek, pe c’hoazh implijidi an ospital o tiskouez pegen dilaouen int d’o rener). Klevet em boa lârat ivez e oa spontuuuus an anvioù er film, ijinañ a raen Maelwenn-ed, Azenor-ed ha me-oar-me. Estreget Erwan ha Gwenn n’eus ket kalz anvioù brezhonek, ha forzh peseurt breizhad a gavo-se kentoc’h ordinal neuze…
Ma! Bowling n’eo ket fin evel ur Full Monty bennak (pe forzh peseurt komedienn-sokial saoz eus ar stumm-se) met n’eo ket kennebeut un doare Bienvenue chez les Ch’tis o tiskouez an holl glichedoù a vez kontet bepred diwar-benn breizhiz. ‘M eus aon ne vo ket dalc’het soñj spontus eus ar film-se met tu zo da saludiñ ar raktres hag an disoc’h dereat ha dudius m’ez eo.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: