Le Scarabée d’Or d’Edgar Allan Poe

N’em eus ket bet tro da lenn bannoù-treset rummad Ex-Libris Delcourt, a ginnig azasadennoù romantoù klasel. Pa ‘m eus gwelet Edgar Allan Poe ez on bet dedennet avat… N’on ket ur fan na netra (n’em eus lennet oberenn ebet skrivet gantañ, gant ar vezh!) met e ved a gavan hoalus a-walc’h a-benn ar fin.
Ma! Le Scarabée d’Or n’anavezen ket kennebeut. Istor un den a gav ur c’hwil eo. ^^ O vevañ war un enezenn dristig emañ, ha buan e vez sorc’hennet gant ar c’hwil. Pe kentoc’h gant un dresadenn en deus graet eus ar c’hwil ha pegen heñvel eus ur c’hlopenn e seblant bezañ… E gwirionez en deus kavet ur parch bet laosket gant mor-laeron, anat! Hanter sod e seblanto bezañ betek ma lakfe e pleustr ar pezh en deus divinet a-drugarez d’ar parch.
Me soñje din e vefe spontusoc’h an istor a-benn ar fin ^^ Plijus a-walc’h eo memestra.
An tresadennoù ‘m eus kavet iskis da zigentañ, abalamour da danvezioù. An traezh a seblante din ken brav hag e-barzh Aladdin (“Qui donc vient troubler mon repos?” Marteze eo un dave, peogwir e vez digoret ar vougev gant ur c’hwil aour, c’hic’hic’hi) pe G.I. Joe :/ Ha jenet e oan gant ar moged hag ar flamennoù a seblante fetis spontus. Ma estreget an traoùigoù-se n’eo ket displijus, klasel.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: