Six mois, dix ans et un jour

Romant kentañ ar skrivagner eo Six mois, dix ans et un jour. Istor David eo, ur paotr 40 vloaz o vevañ e Berlin. Troer a-vicher eo diwar ar galleg, treiñ a ra romantoù “ti-gar” dreist-holl. Un darempred hir en deus bet gant Katrin, met n’en deus ket padet. Divlaz eo e vuhez estreget pa teu e vignon Fredrick d’e welet pe pa sell ouzh an dud o vont d’an ostaleri a zo e-tal e ranndi. Ijinañ a ra buhezioù d’an dud. Ur plac’h a wel evelse un nozvezh, ijinañ a ra eo E.
Heuliet e vo neuze David hag Elena, ur plac’h eus Svenden deuet da adkavout Benjamin, ur paotr he doa karet dek vloaz araok, e Pariz.
N’eo ket displijus da lenn ha prantadoù brav-tre a zo el levr met siwazh eo un tammig re diwar-benn an amzer dremenet, ar pezh a zo c’hoarvezet fall, ar familh, psikologiezh kea. Marteze ne oa ket ar mare mat evidon da lenn seurt levr met kavet em eus un tamm klemm-klemm ha hir a-benn ar fin. Daoust d’an traoù tremen e Berlin ha diskouez ar gêr en un doare plijus a-walc’h… Ma! N’on ket sur e heuliin oberennoù a-zeu ar skrivagner, gwelet e vo…

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: