Teen Spirit, les ados à Hollywood

Un teulfilm bet savet e 2009 eo Teen Spirit met adskignet eo bet ar sizhun-mañ war Arte (tu ‘zo deoc’h e welet c’hoazh war Arte+7 d’am soñj).
Ganet abalamour ma yae ar re yaouank d’ar sinemaoù muioc’h eget o zud, an teen movie a zo un doare film amerikan penn-da-benn. Dedennus eo an deorienn a zo gant tud zo er film : diskouez a ra an teen movie penaos dont da vezañ un den bras, en teen movie kentañ Rebel Without A Cause e oa ret mont a-enep d’e dud. En teen movie brasañ da c’houde, American Graffiti, e oa ret mont a-enep d’ar re yaouank all. Leun a spi hag a c’hoant bezañ disheñvel eo ar filmoù-se.
Er bloavezhioù 80 e teu an teen-movie da vezañ ur rann a zegas ur bern arc’hant, da Universal da skouer ha d’ar mare-se ivez e zispak ur bern sevenerien a-drugarez d’an doare filmoù-se, John Hughes en o-zouez eveljust. Goude-se er bloavezhioù 90 ez eus bet kalz a slasher doare I Know What You Did Last Summer ha bremañ ez eo kentoc’h traoù doare Superbad.
Un daolennig eus an teen-movie a ginnig neuze Teen Spirit, gant bommoù-bruderezh (a-orin) ha komzoù sevenerien pe senariourien ar filmoù-se. Simpl hag efedus evel ma vez an doare teulfilmoù-se. Ha dreist-holl e ro c’hoant gwelet filmoù “klasel” doare The Breakfast Club ha traoù evelse…  Poent din adtapout ma dale war a seblant! ^^

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: