L’affinité des traces

Edith a zo ur plac’h yaouank na oar ket re petra fell dezhi. Un dra a oar avat : ne fell ket dezhi dimeziñ gant ar paotr yaouank bet dibabet gant he familh. Kinniget e vez dezhi ul labour sekretourez ha mont a ra kuit da labourat evit an arme, e gouelec’h ar Sahara. Brezel Aljeria eo c’hoazh…
Ur romant a ginnig gwelet un tamm petra veze graet evel arnodoù gant an arme gall er Sahara ha dreist-holl petra eo doare buhez ar pobladoù touareg. Dedennus eo met n’on ket deuet a-benn da vezañ tapet penn-da-benn, abalamour da dudenn Edith moarvat, a ra dibaboù bras divent evelse, digudenn… Ma.
Ouzhpenn-se e gave din e vefe barzhonieloc’h ar skrid, n’ouzon ket perak (a-wechoù ec’h ijiner traoù drol memestra!), ur rakvarn bennak. Hag eeün awalc’h eo a-benn ar fin. N’em eus ket keuz da vezañ dizoloet al levr-mañ met n’em eus ket e gavet dreistordinal, pell alese.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: