Dielloù evit Gouere, 2012

Bowling

Posted in Filmoù on Gouere 31, 2012 by geekezig

Abaoe pellik em boa klevet komz diouzh Bowling pa oa ar film a vezañ savet hag all. Souezhus e oa gwelet ur film o komz eus stourm ospital Karaez ken prim goude an degouezh…
Da gentañ tout, anzavomp diouzhtu sioù Bowling. Ur gomedienn glasel-kenañ eo, ha klichedoù a zo enni, anat deoc’h. Ur toullad prantadoù a seblant savet evit kaout tammoù c’hoarzhadennoù hepken (istor ar bleniañ da skouer) ha n’eo ket atav soutil na fentus-tre zoken. Da vareoù zo e seblant bezañ sketchoù hep re a liamm etrezo na netra.
Ma, da c’houde ez eus farsadennoù a ya mat en-dro eveljust. Me gav eo deuet brav ar film peogwir ez eo chomet skañv ha dudius en ur gontañ en un doare heñvel a-walc’h ar pezh a zo bet c’hoarvezet e Karaez tro-dro d’an ospital. Souezhet brav on bet gant an aktourien (Mathilde Seigner a zo gouzañvus kazi!). Evel boaz e seurt filmoù ez eus ivez traoùigoù fromus evel istor Firmine hag he gwaz, pe neuze Mathilde hag he mamm (mennozh mat-tre). Un toullad bommoù brezhoneg a zo met n’int ket “iskis” (mab Mathilde o prientiñ e arnodenn vrezhonek, pe c’hoazh implijidi an ospital o tiskouez pegen dilaouen int d’o rener). Klevet em boa lârat ivez e oa spontuuuus an anvioù er film, ijinañ a raen Maelwenn-ed, Azenor-ed ha me-oar-me. Estreget Erwan ha Gwenn n’eus ket kalz anvioù brezhonek, ha forzh peseurt breizhad a gavo-se kentoc’h ordinal neuze…
Ma! Bowling n’eo ket fin evel ur Full Monty bennak (pe forzh peseurt komedienn-sokial saoz eus ar stumm-se) met n’eo ket kennebeut un doare Bienvenue chez les Ch’tis o tiskouez an holl glichedoù a vez kontet bepred diwar-benn breizhiz. ‘M eus aon ne vo ket dalc’het soñj spontus eus ar film-se met tu zo da saludiñ ar raktres hag an disoc’h dereat ha dudius m’ez eo.

Gate 2 & 3

Posted in Levrioù bannoù-treset on Gouere 25, 2012 by geekezig

Kenderc’hel a ra Gate en un doare klasel. Ar baotred a glask mestroniañ o galloudoù, ur bern tud a zo dedennet gante hag a glask lakaat anezho da vont a-du gante. Dizoloiñ a reont ez eus c’hoarvezet un dra 30 vloaz zo, digoret an nor etre ar bedoù hag all. En trede levrenn e vez graet anaoudegezh gant Jakko, a zo kablus da bep tra hirie an deiz, gant c’hoant gwelet en-dro unan a zo marvet 30 vloaz zo just a-walc’h. Kompren a ra Akira ez eo ret dezho diwall, e gempouez hag e vestroni a zo an hini pouezusañ moarvat. Start eo bet din kompren pep tra, dreist-holl e pad an emgannoù met dedennus ‘m eus kavet emdroadur an traoù en trede levrenn hag abegoù Jakko.

Comment j’ai arrêté de CONsommer : Journal d’une année de lutte contre l’enfer marchand

Posted in Levrioù with tags , on Gouere 25, 2012 by geekezig

Etre bannoù-treset, c’hoaroù video lusk ha The Hunger Games em eus bet c’hoant da lenn un dra sirius (spi ‘m eus e vo un toullad lennerien evit lârat “oooh, met lennet ‘toa traoù sirius all!”) Erruet eo al levr el levraoueg an deiz all ha, marteze on bet tizhet (piv na vefe ket un tammig?) pe em eus ezhomm da brederiañ war an dodenn n’ouzon ket, met c’hoant m’ eus da lenn al levr. (Spi ‘m eus n’eo ket abalamour d’an titl un tamm groz memestra, a seblant bezañ un dra marketing hepken…)
Goude bezañ displegan AN darvoud en deus bountet ar skrivagner da glask cheñch e doare da veveziñ e vo simpl-tre patrom al levr : ur miz, ur sujed. Da skouer miz Genver lakaat e plas un daolenn evit notenniñ ar produoù, da brenañ traoù a servijo hepken, pe a vo implijet kalz da vihanañ. Miz Meurzh dizoloiñ en dro an trokerezh ha me oar me. Miz Kerzu penaos beveziñ nebeutoc’h da vare Nedeleg h.a.
Skrivet eo en un doare simpl-tre, plijus-tre da lenn. Fent a zo, santet e vez ez eus traoù a zo bet gwashaet sur a-walc’h met bon, mont a ra en-dro. E fin pep miz ez eus un diverrañ eus an traoù a zo bet prenet pe get (hervez an daolenn bet savet e miz Genver), ar boued bet skoet hag all, tamm-ha-tamm hervez ar boazioù nevez. Traoù simpl-kenañ a reont a-benn ar fin : klask implijout ar boued doare boestoù-mir pe skornet a vez o ruzañ hep na vefent debret james hag all.
Alies em eus soñjet e oa aes ober kemend-all, met d’am soñj ne oan ket ken gwas eget ar familh-se a seblante bezañ bevezherien daonet memestra. Meur a-wech ivez em eus soñjet “ya, met ur blijadur eo ivez prenañ traoù”
Merzet em eus da skouer e oan techet d’ober ar pezh a ziskrivont : skarzhañ dilhad na lakan ket evit prenañ reoù all. Pe neuze skarzhañ dilhad ur wech em eus prenet reoù nevez. Daoust din kavout mat ar mennozh “mirout an traoù a servij hepken” (lakaomp 7 re loeroù, 7 bragoù bihan, 7 t-shirt un dra bennak evelse) anzavomp eo start! Ur blijadur eo ivez kaout dilhad, zoken reoù na lakomp ket bemdez. Peseurt t-shirtoù a virfen me da skouer, peogwir ez eo ma fec’hed dilhadel karetañ? ^^ (t-shirtoù stiradoù, c’hoarioù video hag all. Un doare dastumad eo en ur stumm)
D’am meno, an dra bouezusañ a zo gouzout skeiñ (pe kentoc’h, reiñ/lakaat da adaozañ) ha n’eo ket laoskel da dreinañ an traoù e-barzh armelioù, estajerennoù, er c’hav pe er c’hrignol. An dra startañ eo ivez.
N’on ket a-du tamm ebet gant kaout kartenn ebet. Dija em boa bet tro da brederiañ diwar-benn-se peogwir em eus ur mignon gant ur gartenn evit tennañ arc’hant hepken ha n’hall ket paeañ. Moarvat eo aesoc’h chom hep bezañ temptet hag e vezer rediet da fetisaat ar brenadenn (mont da dennañ arc’hant laosk, leuniañ ur chekenn) met tu ‘zo da vezañ un tamm suj d’ar re all ivez, ret eo goulenn digant mignoned evit gourc’hemenn dre ar rouedad hag all… N’on ket kendrec’het tamm ebet gant an dra-se.
Goude-se ez eus traoù un tammig re e-barzh taol-arnod ar familh : paouez a reont da zegas profoù pa vezont pedet pe da vont d’ar predti/sinema peogwir e koust arc’hant. Meur a wech ez eus tud tro-dro dezho a ziskouez pegen lu eo peogwir en em lakaont a-gostez dija hag ar pezh na vez ket degaset ganto e-kerzh ur pred da skouer (ur voutailhad win pe me oar) a vo degaset gant un den all pe prenet gant ar re a bed, bevezet e vo met gant tud all.
Memestra eo pa tivizont chom ur sizhunvezh hep prenañ netra, rediet int da veveziñ muioc’h eget kustum ur wech echu an taol-arnod ha mont da c’houlenn sikour digant amezeien evit kaout paper privezioù da skouer…
Seurt traoù a gavan diboell. Divizout eus ur budjed resis evit Nedeleg (100€ profoù, 100€ boued) ha lakaat o vab da gemer perzh a gavan kalz finoc’h da skouer. Ma setu un tamm an traoù a vez kavet el levr neuze.
A-benn ar fin estreget traoù poellek evel ober e goñtoù, klask prenañ traoù lec’hel, eskemm/dresañ e plas skeiñ ha prenañ traoù nevez hag all, ne vez ket desket kalz tra el levr. Ha kalzig traoù a seblant lu pe kontrol d’ar c’hoant diazez zoken. N’em eus ket kollet ma amzer o lenn, met ‘m eus aon ne cheñchin netra d’am doare da veveziñ :/

Scarlet 1 : L’indignée

Posted in Levrioù bannoù-treset on Gouere 22, 2012 by geekezig

Ur c’homic-book un tammig iskis eo Scarlet. Kregiñ a ra feulz an traoù, emañ Scarlet o lazhañ ur poliser. Er chabistr kentañ e vo o komz war-eeun ganeomp lennerien evit displegañ penaos eo erruet aze (klasel a-walc’h, e filmoù dreist-holl, met efedus bepred). E Portland emañ Scarlet o vevañ, ur grennardez evel ar reoù all eo… Un deiz emañ o straniñ gant mignoned hag e vo daou boliser o tont, o klas war-lerc’h dramm met pa c’houlennont displegadennoù ne vez ket respontet dezho. Scarlet hag he amourouz Gabriel a dec’h kuit met adtapet e vezont gant ar poliser taerañ, a lazho Gabriel hag a c’hloazo Scarlet. Ur wech dihunet, teir sizhun goude e tivizo Scarlet diskuilhañ doareoù ar polis a vac’h tud n’o deus graet netra a-benn kuzhat o sioù dezho o-unan…
Goude bezañ lazhet ar poliser kablus e fello dezhi diskouez d’ar bed a-bezh he stourm, ha dont ar raio a-benn.
Setu neuze an istor, istor ur plac’h ordinal a fell dezhi cheñch an traoù en ur gevredigezh lous. Lusket mat ha plijus eo da lenn, gant fent ha prederiadennoù memestra.
An tresañ a zo ispisial un tamm, diazezet war skeudennoù, pe gant an neuz-se d’an nebeutañ. Da vareoù zo eo brav-tre an traoù ha da reoù  all (kalz) nebeutoc’h…

Li Wei

Posted in Levrioù with tags , on Gouere 22, 2012 by geekezig

Ne lennan ket alies levrioù a vez gwerzhet evit diskouezadegoù n’on ket bet o welet. Met golo al levr diwar-benn Li Wei en deus roet c’hoant din da zizoloiñ an arzour-se. N’anavezen ket anezhañ nag e oberenn. N’em boa ket klevet komz eus an diskouezadeg a zo e Park Villette zoken.
Ma! Ur skeudenner eo Li Wei, hag un aozer taolioù-kaer. Er bloavezhioù 1990 e veve en East Village hag e sikoure arzourien all evit o staliadurioù ha taolioù-kaer. Adalek ar bloavezhioù 2000 en deus kroget d’ober traoù e-unan ha dreist-holl da skeudenniñ ar pezh a rae ha da labourat ar skeudennoù zo gant Photoshop.
E gorf dezhañ a implij evit e oberennoù, ha korfoù tud all ivez. Alies e implij endro kêr ivez, tourioù uhel, ha me oar me.
Dedennus eo ar skrid, savet gant Larys Frogier, daoust ma n’em eus ket komprenet pep tra, peogwir n’anavezan ket mat an arz a-vremañ ha n’anavezan ket kennebeut an arz sinat (ar pezh a vez meneget el levr, anat deoc’h). Ar memes santad eget pa lennen skridoù teorikel diwar-benn ar sinema er skol-veur, n’hallan ket kompren pep tra met ar pezh a gomprenan a zo dedennus kenañ hag a ro c’hoant gouzout hiroc’h. Rediet eo da implijout Photoshop rak n’hall ket ober e daolioù-kaer hep sikour givri pe dafar surentez, peogwir e vez ar c’horfoù e stummoù dibosupl, o kouezhañ hag all. Ar santad a vez o sellet ouzh ar skeudennoù a zo kreñv avat.
Un toullad skeudennoù a zo e fin al levr, plijet on bet gant Au-delà de la gravité 6, Rubans d’amour, L’Amour en haut lieu 1, 29 étages pour la liberté, Lumière au sommet
Eveljust e rank bezañ bravoc’h gwelet anezho bras, en diavaez evel m’emaint diskouezet e Pariz er mare-mañ.

Secret Service – Maison de Ayakashi 2

Posted in Levrioù bannoù-treset on Gouere 21, 2012 by geekezig

Eil levrenn Secret Service a gont penaos e tremen an traoù er skol evit Ririchiyo hag ar re all. Goude-se ec’h erruo ur paotr torr-penn a zo sañset he danvez gwaz ha komprenet e vo neuze penaos e oar Miketsukami kement a draoù diwar he fenn.
N’eo ket ket displijus met skañv un tamm peogwir eo diazezet dreist-holl diwar-benn santimantoù ha n’eo ket kement diwar-benn ar yokai hag all. Ne oan ket o c’hortoz e trofe evelse, met n’eo ket bet displijus da lenn.

28 jours plus tard 5 : Au bout du chemin

Posted in Levrioù bannoù-treset on Gouere 21, 2012 by geekezig

Echu eo gant rummad bannoù-treset 28 jours plus tard! En ur serriñ al levr em eus bet ar santad “aaaah, setu perak em eus gouzanvet pemp levrenn gant tresadennoù euzhus!” Ha oar memes tro ez on dipitet. Buan-ha-buan e vez diskoulmet afer ar c’habiten Stiles ha setu Clint ha Selena kaset da Londrez gant soudarded. Aze e vez kavet an traoù evel er film 28 weeks later. Gwelet e vo neuze petra vev Selena e-kerzh darvoudoù an eil film. Ur flashback eus an devezh e-lec’h m’eo kroget an traoù e Londrez eviti a vo ivez. Ma, n’eo ket mennozhioù fall hañ. Met direnket on gant an tu happy ending ha gant an nebeut a blas a seblant darvoudoù 28 days later kaout (estreget ar pezh a zo c’hoarvezet er maner marteze), Selena a seblant bezañ aet dreist da dout-se dija.
Bon, memestra em eus kavet e oa dedennusoc’h eget ar re all, abalamour e vez a-benn ar fin al liamm etre an daou film (pe kentoc’h penaos he deus Selena bevet an eil film). Mod all…
N’em eus ket keuz da vezañ lennet ar rummad, met ne servij ket da galz tra ha me lâr deoc’h. Al live hollek a zo ken izel e-keñver hini ar filmoù… Aliañ a ran d’an holl chom gant ar filmoù neuze, a zo mat-kenañ.

%d bloggers like this: