Dielloù evit Even, 2012

Les fabriques de la mort 1 – Le journal de Jonathan Harvester

Posted in Levrioù bannoù-treset on Even 19, 2012 by geekezig

Jonathan Harvester a zo ur saoz ispisialour war ar gwad. E 2002 e tremen an traoù, mont a ra da Japan a-benn ober ur pennad-kaoz gant ur skiantour-meur. Erruet du-hont e vez degemeret mat met buan e kav un tamm iskis an traoù er skol-veur brevez e-lec’h m’emañ…
Klevet a ra kalz komz eus taolioù-arnod bet graet gant Japaniz e Mandchouri met ne vez ket laosket d’ober e enklask.
Dedennus a-walc’h eo an istor, dreist-holl er fin pa santer ez eus ur c’hevrin bras. An tresadennoù n’o deus ket plijet din avat, re digempenn evidon. E gwirionez em eus bet ar santimant e oa skipailh Maruta 454 o klask sevel un dra “aesoc’h” evit tizhout muioc’h a dud… (n’eo ket tamm ebet memes skipailh met iskis eo pegen heñvel e kavan an tresañ)
Un tamm souezhet on bet o welet Winona Ryder en istor, gant an anv Mina ouzhpenn… ^^
Emaon o paouez lenn ur pennad a zispleg pegen speredek eo Les fabriques de la mort peogwir e komz diwar-benn un dra wir en ur veskañ ivez daveoù da Dracula (pezh a zispleg ar pezh a lâren diwar-benn Mina) n’em eus ket soñjet en-se tamm ebet! :/
Ma, komprenet ho peus, dedennet on bet un tamm gant an istor ha dreist-holl ar fin kevrinus met n’on ket bet kendrec’het gant ar peurrest. Gwelet e vo…

Advertisements

3 souhaits – 2 : La cité aux mille colonnes

Posted in Levrioù bannoù-treset on Even 18, 2012 by geekezig


Souezhet brav e oan bet gant levrenn gentañ 3 souhaits. Laouen e oan o welet an eil neuze. Siwazh n’em boa ket soñj mat eus ar pezh a oa c’hoarvezet ha n’eus netra evit lakaat da soñj. Un tamm kollet e oan neuze, gant an tudennoù hag all. Ma, poan eo d’an haroz ober war-dro eil het e vestr, kaset e vez war-lerc’h mestr ar golemed. Dizoloiñ a raio ur bern traoù e-kerzh an dra-se, ha pegen bras eo e galloudoù. Echuiñ a raio an istor el levrenn a-zeu.
Dipitet on bet gant an istor peogwir em eus bet poan o kompren pep tra, met moarvat evit ar re o deus lennet an hini kentañ just araok e vo plijus. Brav eo an tresadennoù bepred avat!

Motherfucker 1

Posted in Levrioù bannoù-treset on Even 16, 2012 by geekezig

Fin a-walc’h eo an doare m’eo savet Motherfucker : adalek an “ten point plan” e vez gwelet amañ pemp darvoudig a ziskouez ar pezh a vev tud du ha perak e c’houlenn ar Black Panthers traoù resis evit stourm outo. Heuliet e vez Vermont, un ezel eus ar Black Panthers. Bevañ a ra e ti e dad, enep komunour ha techet da blegañ d’ar re wenn, gant e verc’h a vez kaset en ur skol mesket. O chom emaint e Detroit, fin ar bloavezhioù 60 eo. Labour, lojañ, deskadurezh… A bep seurt temoù a vez gwelet. Aes-tre eo da gompren ha da veizañ met n’eo ket kennebeut ul levr a ziskouezfe ar Black Panthers evel ur strollad disi (er fin e vez kaset da sutal ur paotr gwenn, mignon da Vermont peogwir he deus e c’hoar darempredoù gant paotred gwenn gouennelour da skouer). Ul levr simpl ha dedennus-kenañ neuze. Brav eo an tresadennoù met tristik un tamm abalamour n’eus liv ebet (ya ya, kompren a ran an dibab hañ n’on ket sod met gwelloc’h e vefe bet din un tamm muioc’h a vuhez gant livioù!). Un eil levrenn a vo eveljust evit ar pemp poent a chom.

Rhythm Thief & les mystères de Paris

Posted in C'hoarioù video on Even 13, 2012 by geekezig

Ur c’hoari un tamm ispisial eo Rhythm Thief et les mystères de Paris. Raphaël eo an haroz, ur parizian a 13 vloaz o vevañ e-unan. Diouzh an noz e teu da vezañ “Fantôme R.”, ul laer barrek da zañsal ha da dremen e-biou gwarded ar mirdioù!
Buan a-walc’h e ra anaoudegezh gant Marie, ur plac’h a son violoñs hag ivez gant ur bagad marc’heien iskis… Peseurt kevrin a zo aze, liammet gant teñzorioù Loeiz XIV ha Napoleon? Setu ar pezh a vo ret deomp dizoloiñ.
Blaz Layton a zo un tammig gant an enklask, mont a reer war-raok e straedoù Pariz un tamm e memes stumm eget el lec’hioù gweladennet gant an gentleman, traoùigoù a zo da gavout er gartenn (arc’hant, notennoù, pladennoù…). Kartenn-post penn-da-benn eo Pariz ar c’hoari : gweladennet e vo al Louvre, an Arc de triomphe ha me oar me hag e pep lec’h ez eus bannieloù tri-liv! (n’eo ket pavezet ar straedoù gant bara-korneg met kazi). Un aergelc’h fentus a-walc’h neuze na glot gant bed gwirion ebet.Luziadelloù bihan a zo ur wech an amzer, simpl kenañ int met ur c’hoari lusk eo dreist-holl. An emgannoù pe traoù da ober a zo c’hoarioù bihan lusk. Redek, skeiñ, kuzhat… o klotañ gant al lusk! Meur a stumm c’hoari a zo (pouezañ war ar skramm hervez al liv, pouezañ war A hag ar groaz, hijañ ar benveg war an tu dehou pe kleiz…) setu n’eo ket arabadus met n’int ket anat ouzhpenn! Meur a wech em eus ranket adkregiñ reoù zo ha pa teuen a-benn brav e c’hwitenn un dra just araok ar fin, o tistruj ar c’hombo… Gant ur c’hwitadenn e tremener eus A da C da skouer… 😦Kempouez eo an traoù, estreget c’hoarioù lusk a zo, amzer da zistanañ un tamm. C’hoarioù zo a zo diret ivez, pa c’hoarvez traoù n’int ket a-bouez er straedoù da skouer (reoù all a zo rediet eveljust evit lakaat an istor da vont war-raok).
Brav eo ar filmoù, troet hag eilmouezhet e galleg penn-da-benn eo. Domaj eo e vefe vil a-walc’h ar c’hoari e-unan, evel ma vefe bet prientet evit an DS kentoc’h eget an 3DS. Ne vir ket da gaout plijadur hañ!Traoù bihan a zo tro-dro, kavout sonioù a bep seurt a-benn sevel ur benveg sonerezh iskis pe kavout notennoù evit adsevel un skrid-sonerezh. An arc’hant (medalennoù pa lârin mat) a vez kavet a servij da brenañ ar filmoù a-benn sellet outo hep kaout da adober pep tra. Pinvidik a-walc’h eo ar c’hoari neuze!
Siwazh n’em eus ket gallet gwelet penaos e yae ar streetpass en-dro [E Japan Expo em eus gallet dizoloiñ! Pourmennet e vez dre straedoù Pariz ha kejet gant un dudenn a lâr “n’ouzon ket m’on fan diouit pe eus “den bet kejet”” hag evit gouzout eo ret dont a-benn d’ober ur skor gwelloc’h eget an den bet kejet. Ar pezh a zo n’eus ket tu da c’houzout war peseurt tamm e vo an “emgann” (estreget ma anavezer dre eñvor petra eo R45…)! Simpl met fentus.], ‘m eus aon e vefe liammet da dasparzhañ ar c’hoari a zo nul penn-da-benn : n’eus chadenn stalioù c’hoarioù-video ebet a werzhfe ar c’hoari! Rediet on bet me da brenañ dre ar rouedad ha kêr a-walc’h e oa ouzhpenn… Iskis evit ur c’hoari bet troet e galleg evelse.
Savet eo bet ar c’hoari gant ar mennozh sevel ur rummad ouzhpenn rak chom a ra digor a-walc’h an istor er fin. Ur mennozh mat a zo : ur wech echu gant an istor ez eus tu da genderc’hel gant memes fichennaoueg a-benn echuiñ an traoùigoù ouzhpenn, pezh a zo mat hep kaout da adkregiñ tra ebet. Aon am boa un tamm! Ur wech kavet an holl notennoù kuzh pe adaozet ur benveg mojennel e vez distanket c’hoarioùigoù nevez. An hini diwezhañ a vez distanket en ur dizhout an notenn A da bep c’hoari lusk! ‘M eus aon ne vin ket kalonek a-walc’h evit adober an holl n’on ket deuet mat a-benn… !

Ur c’hoari brav ha plijus eo avat ha ma vez un eil e klaskin c’hoari gantañ ivez d’am soñj!

Légendes – Les enchantés

Posted in Levrioù bannoù-treset on Even 11, 2012 by geekezig

Merzet ho peus bremañ e plije din awalc’h an istorioù diazezet war kontadennoù o tistummañ/adkempenn anezho hag all. Dre ret on bet dedennet gant Légendes : les enchantés (klok eo en ul levrenn war a seblant, daoust d’an titl a lak da soñjal en ur rummad).
Brav-kenañ eo tresadennoù Nick Percival, ur saoz a ra bannoù-treset met ivez tresadennoù evit levrioù Lovecraft ha kemer perzh e c’hoarioù-video hag all. Ur blaz Warhammer a zo gant ar pezh a ra, pe skiant-faltazi a stumm-se. Siwazh, n’on ket deuet a-benn da gavout dedennus-tre bed ar c’hontadennoù a zo aze daoust d’ur mennozh mat : lakaet int holl en arvar gant un sorserez a den dezho o galloudoù ha lazhet e vez reoù zo neuze padal n’int ket sañset da vervel. En ur bed un tamm post-apokaliptek emaint pe dreist-greanterel marteze, pep tra a seblant saotret, teñval ha lous… Gwelet ar rit?
E gwirionez n’eo ket re fall an istor met al lusk an hini ne ya ket tamm ebet. Bep div bajennad e cheñcher lec’h/tudennoù. Ne gomprener ket mat pal ar re drouk, n’on eus ket amzer da gavout dedennus ar re jentil (pa gomprener eus piv ‘zo kaoz), mont a ra re vuan. Un tamm evel ma klaskfe un den a ra taolennoù sevel un istor a-benn ar fin, hag en defe re a aon bezañ torr-penn ha hir… Iskis-tre eo ar santad. War a seblant en deus graet berzh hañ, rak ur raktres film a zo. Heñvel eo ouzh ar film a-benn ar fin, marteze n’eo ket fall ar mennozh, gwelet e vo!

In The Name Of…

Posted in Levrioù bannoù-treset on Even 11, 2012 by geekezig

Ur wech ouzhpenn e voe kuzuliet din al levr-mañ gant ma c’henseurtez hag ar wech-mañ e roe c’hoant penn-da-benn, n’on ket chomet da dortal evit lenn In The Name Of… Kregiñ a ra mat an istor : E 2015 e tremen an traoù. Obama a zo bet dilennet en-dro e 2012 ha marv eo ar pab Benead XVI e 2014. Ar pab nevez a zo Nelson Iañ, ar pab du kentañ, eus Nijeria emañ o tont. Setu un tamm evit poltred ar bed.
Emañ ar pab o tont da Houston, Texas evit ul lid bras ha daoust da holl servijoù ar polis amerikan (FBI en o-zouez) e vez tennet war ar pab. Goulennet e vez digant Morgan Jackson, un implijad eus an FBI, du katolik met ivez gant kudennoù alkoolegezh, dont d’ober war-dro an enklask. Kavet ez eus bet tri den gant un arm en iliz Lakewood e-lec’h m’eo c’hoarvezet an traoù met n’eus netra fetis evit tamall anezho.
E-keñver tresañ ez eo un tammig re deñval evidon, “linennoù” a-vil-vern (a-wechoù eo plijus ha brav ar stil-se met aze ne gavan ket), reut eo neuzioù an tudennoù, anat eo en deus Will Argunas implijet skeudennoù aktourien evel skouer, Laurence Fishburne evel haroz, Ryan Gosling e-touez an tri den tamallet ha zoken J.K Simons (ar paotr a c’hoari Schillinger, an arian e-barzh Oz) evit un dudenn a zo heñvel spontus ouzh Schillinger just a-walc’h… N’on ket kendrec’het…
Ma, plijadur ‘m eus bet o lenn an istor memes-tra daoust ma n’en deus ket plijet an diskoulm din (na tamm ebet ar fin, n’on ket sur da vezañ komprenet) un tammig re “teorienn an irienn” evidon…

Enigma 1

Posted in Levrioù bannoù-treset on Even 10, 2012 by geekezig

Ur manga nevez eo Enigma. Dioustu eo diskouezet ez eus ur galloud iskis gant an haroz, Sumio. A-wechoù e van kousket en un doare trumm ha e skriv traoù. Traoù a zo o vont da c’hoarvezout, traoù spontus dre vras. Klask a ra sikour an dud meneget en e hunvreoù. (Demain à la une, hey!) Un “dream diary” a zo gantañ evit heuliañ pep tra (Death Note, hey!). Un deiz bennak, goude m’he defe e vamm lâret un dra kevrinus dezhañ, e rank sikour ur plac’h a steuzio kuit en ur bignerez. Siwazh e fazi hag e tifoup kuit e vamm… Goude-se e tihuno en e skol e kreiz an noz, gant ur strollad 6 den. Bac’het int. Ret eo dezho kemer perzh en ur c’hoari a bado tri devezh. Gerioù kuzh a vo ret dezho kavout a-drugarez d’o galloudoù. Ma teuont a-benn da vont kuit e c’hoarvezo un het o deus, met dañjerioù a zo er skol, un doare “skeud” iskis da skouer…
Ma, un doare meskaj iskis a lak da soñjal en ur bern traoù (Gantz, Battle Royale, Saw, L’école emportée, ar c’hoari 999 ha me oar me) eo Enigma. (Moarvat e lak an diverrañ ac’hanoc’h da soñjal en ur bern traoù all) Tamm-ha-tamm e vo dizoloet galloudoù tudennoù zo (daou el levrenn-mañ), un dudenn a zo treuzwisket neuze iskis, unan all a chom e-pad pell hepto hag a seblant cheñchet pa teu en-dro… C’hwi wel ar rekipe. N’eo ket gwadek na netra (evit ar mare) hag eveljust na gomprener seurt (Perak emaint aze? Piv eo Enigma? Petra fell dezhañ?) met plijus eo da lenn hag anzav a ran e vin laouen o c’houzout petra c’hoarvez goude. An tresañ n’eo ket digemenpenn, na dreistordinal kennebeut, gwelloc’h ha gwasoc’h a zo. Enigma n’eo ket dibar tamm ebet met efedus evit ar mare. Da welet ma c’hall chom evelse en tu-hont d’an digoradur…

%d bloggers like this: