Dielloù evit Even 24, 2012

Alibi 4

Posted in Kelaouennoù on Even 24, 2012 by geekezig

Abaoe ur pennadig n’em boa ket lennet Alibi. Ret ‘vo din adtapout ma dale e-kerzh an hañv!! Ma, en ur c’hortoz em eus dibabet lenn an niverenn diwar-benn ar “sekredoù stad”…
Adalek lizhiri al lennerien em eus soñjet “ah kaoc’h, an niverenn 3 n’em eus ket lennet!” rak un dave a oa d’ur pennad diwar-benn ar romantoù polis “rannvro”. Poltredoù berr ha pennadoù diwar-benn traoù bet c’hoarvezet. Ur pennad-kaoz a zo gant Eva Joly diwar-benn he levr Les yeux de Lira. Un toullad traoù a zo kinniget da c’houde, levrioù dreist-holl met ivez ar stirad saoz The Hour da skouer.
Dedennus-tre eo an teuliad, gant poltred Bob Woodward, ar c’helaouenner en doa diskuliet ar Watergate, traoù diwar-benn afer Karachi, marv ar ministr Boulin da vare Valéry Giscard d’Estaing pe c’hoazh abadenn Rendez-vous avec X a vez skignet war France Inter, ar romantoù spierezh ha poltred Fabian Escalante, bet e penn servijoù kuzh Kuba. Warlerc’h ez eus ur pennad-kaoz gant Laurence Block, skrivagner amerikan ha poltred Martine Barret, a zo e penn ur servij enklask prevez (Duluc Détective e Pariz), ur sell un tamm gwiroc’h war ur vicher a ijiner er filmoù…
Un istor spontus a zo goude, hini ul liesvuntrer euzhus e Kanada. Er bloavezhioù 90 eo tremenet ar muntroù-se. Kostez Vancouver e steuzie merc’hed (gisti, indianezed), dre ma na oant ket merc’hed pouezus ne oa enklask ebet na netra. Mignon unan anezho a zo nec’het bras hag a sav ul lec’hienn internet evit komz diwar-benn-se. Er bloavezh 2000 e klask ar bolitikourien lakaat an traoù da vont war-raok peogwir labour Wayne Leng (en deus savet al lec’hienn) a grog da ober un tamm trouz. Ur poliser kanadian bet o studial er Stadoù-Unanet ha “geographic profiler” (e deorienn a zo e c’haller adkavout ur muntrer dre c’houzout eus pelec’h e teu an dud lazhet, pelec’h e vez adkavet ar c’horfoù hag all). Buan awalc’h e soñj en ul liesvuntrer met graet a vez goap outañ, ne vez ket selaouet. Eus e du Wayne Leng a vez galvet gant un den… E vignonez a ya da dorchañ e ti un den, en un ti-feurm ha gwelet he deus paperoù merc’hed e-barzh ur sac’h leun a wad. Mont a ra d’ar polis met lâret e vez dezhañ n’eo ket posupl mont e ti an dud evelse, dreist-holl ne fell ket d’an dud testeniañ. Divizout a ra Wayne mont da welet e-unan. Kavout a ra un ti-feurm eveljust met ivez ul lec’h iskis, un doare predti-tavarn e lec’h ma teu an Hell’s Angels diouzh an noz. Daou vloaz warlerc’h ez aio ar polis betek an ti-feurm (e 2002 neuze) ha kavet o vo ganto pennoù merc’hed e-barzh ur skornerez… Perc’hen an ti-feurm William Pickton a lâr d’ar polis e vefent bet kap da c’hortoz hag evelse en defe tizhet 70 plac’h! Ul lodenn all eus an istor spontus-se… Korfoù ar merc’hed a servije da voueta ar morc’h (al lodennoù fallañ) met ivez d’ober saosiz a veze roet d’an amezeien. Barnet eo bet William Pickton ha kenderc’hel a ra skiantourien ar polis da glask roudoù ar merc’hed war tachenn an ti-feurm…
Anzav a ran n’em boa ket klevet komz diwar-benn an istor-se hag er metro e oan o lenn, d’ur mare zo e oan prest da rechetiñ kazi!
Poltred Olivier Marchal a zo goude peogwir e oa e film Les Lyonnais o tont er-maez. Ur pennadig diwar-benn Philippe Bilger a zo ivez, bet alvokad ha bremañ e skriv ur blog o kontañ e sell war ar politikerezh, ar justis hag all.
Evel boaz ez eus poltred ur gêr ivez, Christchurch eo ar wech-mañ, eil kêr brasañ Zeland-Nevez hag a zo lec’h torfedoù harozed Paul Cleave. Reiñ a ra c’hoant a-walc’h mont da veajiñ du-hont daoust d’ar c’hrennoù-douar bras a zo bet ingal nevez zo. Ur pennad spontus all a zo war-lerc’h diwar-benn ar vugale a vez skrapet e Mali, implijet e vez o organoù evit ober dourennoù sañset hud… Ec’h! Un toullad skeudennoù eus Las Vegas a zo goude, o tiskouez un tu tristik eus ar gêr (kasinooù dilezet goude m’o defe graet freuz-stal hag all).
Goude ez eus ur pennad-kaoz gant Anthony Horowitz en deus skrivet ur romant nevez gant Sherlock Holmes! Displegañ a ra penaos en deus labouret hag all, dedennus. Warlerc’h e krog al lodennoù barnadennoù berr diwar-benn levrioù, filmoù hag all, peadra da gavout ur bern mennozhioù a bep seurt!
Echuiñ a ra ar gelaouenn gant ul lodenn “shopping” (traoù cheuc’h digredus ordin), ur pennad dedennus diwar-benn ar “didrouzer” a vez lakaet war ar pistolennoù. Ur pennadig diwar-benn ar c’hirri a vez gant ar brezidanted a zo ivez araok un danevellig gant Carlos Salem, awenet gant ur skeudenn.