Dielloù evit Even 10, 2012

Enigma 1

Posted in Levrioù bannoù-treset on Even 10, 2012 by geekezig

Ur manga nevez eo Enigma. Dioustu eo diskouezet ez eus ur galloud iskis gant an haroz, Sumio. A-wechoù e van kousket en un doare trumm ha e skriv traoù. Traoù a zo o vont da c’hoarvezout, traoù spontus dre vras. Klask a ra sikour an dud meneget en e hunvreoù. (Demain à la une, hey!) Un “dream diary” a zo gantañ evit heuliañ pep tra (Death Note, hey!). Un deiz bennak, goude m’he defe e vamm lâret un dra kevrinus dezhañ, e rank sikour ur plac’h a steuzio kuit en ur bignerez. Siwazh e fazi hag e tifoup kuit e vamm… Goude-se e tihuno en e skol e kreiz an noz, gant ur strollad 6 den. Bac’het int. Ret eo dezho kemer perzh en ur c’hoari a bado tri devezh. Gerioù kuzh a vo ret dezho kavout a-drugarez d’o galloudoù. Ma teuont a-benn da vont kuit e c’hoarvezo un het o deus, met dañjerioù a zo er skol, un doare “skeud” iskis da skouer…
Ma, un doare meskaj iskis a lak da soñjal en ur bern traoù (Gantz, Battle Royale, Saw, L’école emportée, ar c’hoari 999 ha me oar me) eo Enigma. (Moarvat e lak an diverrañ ac’hanoc’h da soñjal en ur bern traoù all) Tamm-ha-tamm e vo dizoloet galloudoù tudennoù zo (daou el levrenn-mañ), un dudenn a zo treuzwisket neuze iskis, unan all a chom e-pad pell hepto hag a seblant cheñchet pa teu en-dro… C’hwi wel ar rekipe. N’eo ket gwadek na netra (evit ar mare) hag eveljust na gomprener seurt (Perak emaint aze? Piv eo Enigma? Petra fell dezhañ?) met plijus eo da lenn hag anzav a ran e vin laouen o c’houzout petra c’hoarvez goude. An tresañ n’eo ket digemenpenn, na dreistordinal kennebeut, gwelloc’h ha gwasoc’h a zo. Enigma n’eo ket dibar tamm ebet met efedus evit ar mare. Da welet ma c’hall chom evelse en tu-hont d’an digoradur…

Advertisements

A.D. La Nouvelle-Orléans après le déluge

Posted in Levrioù bannoù-treset on Even 10, 2012 by geekezig

Ne oan ket bet dedennet tamm ebet gant A.D. p’am boa gwelet al levr. Ur genseurtez din a lâras din koulskoude pegen mat e oa. Ne oa ket kendrec’hus ar pezh ar gêrioù met santout a raen e oa lufrus he sell. Ma, perak ket? Da gentañ em eus kavet iskis an tresadennoù ha dreist-holl an dibab livioù (du ha roz, du ha gwer, du ha melen…). An tu gwan eo, anat. Ur wech aet en tu-hont da-se hon eus tro da lenn istorioù fromus ha spontus tud bet o chom e Orleans-Nevez e-kerzh korventenn Katrina. A bep seurt tud, eus karterioù disheñvel, o deus bevet an traoù e doare disheñvel. Reoù a zo aet kuit, reoù all a zo chomet, reoù a zo bet er superdome (e lec’h m’eo bet laosket ur bern tud o-unan hep dour na netra), reoù a zo distroet ha kavet ho zi beuzet gant an dour-beuz a zo bet goude… Josh Neufeld a zo bet o sikour tud gant ar Groaz-Ruz, setu e oa kizidig d’an darvoud dija. Testenioù tud gwir o deus servijet dezhañ da sevel A.D. Santet e vez mat. Fromus ha spontus eo neuze. Kalz kreñvoc’h eget tout ar pezh am eus gallet lenn pe gwelet diwar-benn an darvoud-se eo. Istor paotr e gomics a zo bet war-var lakaat ac’hanon da leñvañ, peseurt santad ho pefe c’hwi ma chomfe ul levr hepken ganeoc’h (a-ziwar un dastumad a-feson) ?
Ul labour sirius ha doujus en deus savet Josh Neufeld ha kuzuliañ a ran A.D. d’an holl, dispar eo, daoust d’an tresadennoù iskis.

%d bloggers like this: