Dielloù evit Even 3, 2012

Locke & Key 3 : La couronne des ombres

Posted in Levrioù bannoù-treset on Even 3, 2012 by geekezig

Abalamour e oan bet dipitet un tammig bihan gant an eil levrenn n’em eus ket lammat war trede hini Locke & Key. Un toullad alc’hwezioù ouzhpenn a vez dizoloet, ha ne vo ket aes bepred tallañ ouzh ar pezh a zispak en ur implijout anezho. Kinsey a gav mignoned nevez ha santet e vez ne vo ket dre ret re hir levezon Lucas warni, gwell-a-se. Emañ ivez mamm ar vugale o tiskouez dezho pegen gwan eo… Ne c’hoarvez ket dre ret traoù a lak an istor da vont spontus war-raok met an darempred familh ha darempredoù an daou henañ gant tud an diavaez a vez heuliet mat. Echuiñ eveljust en un doare kevrinus, ne c’hortozin ket pell evit lenn ar pevare ‘m eus aon!!

Advertisements

Bienvenue à Hoxford

Posted in Levrioù bannoù-treset on Even 3, 2012 by geekezig

Ben Templesmith a zo kentoc’h paotr ar sunerien-gwad emezañ er pennad-digeriñ a zo e levr Bienvenue à Hoxford. Heuliet e vo Ray Delgado, un den troet da sod goude ur vuhez start. En toullbac’h emañ met dre m’eo techet da dantañ an holl e vo kaset d’un toullbac’h ispisial, Hoxford. Ul lec’h prevez rusian eo a ra war-dro ar prizonidi ispisial…
E gwirionez eo renet Hoxford gant tud-bleiz. Tremenet e vefe mat pep tra evito ma na vefe ket erruet Jessica, mezeg Ray, da glask sikour anezhañ…
Ur stil ispisial kenañ a zo gant tresadennoù Ben Templesmith met anzav a ran e klot mat a-walc’h al livioù teñval, un tammig louz gant aergelc’h an toullbac’h. Daoust d’an istor da vezañ simpl a-walc’h ne vezer na enaouet na netra. A-benn ar fin eo bet awenet gant an dud-bleiz!

%d bloggers like this: