Dielloù evit Even 2, 2012

Retreat

Posted in Filmoù on Even 2, 2012 by geekezig

Bez ez eus filmoù evelse ur wech an amzer : simpl, hep kalz a arc’hant hag efedus meurbed. Evidon-me emañ Retreat en o-zouez. Tremen a ra pep tra war un enezenn, en ti hepken kazi ha ne vez ket gwelet ouzhpenn pemp den.
Setu penaos e krog an istor : Martin ha Kate a zo ur c’houblad saozon ordinal. Marvet eo o bugel nevez-c’hanet ha poan o deus un tamm da gomz abaoe, divizout a reont distreiñ war un enezennig e-lec’h ma oant bet e 2002. Goude un toullad devezhioù n’eus tredan ebet ken en ti ha ne teont ket a-benn da dizhout perc’henn an ti, ur soudard gloazet a gavont ha hemañ a gont dezho ez eus ur c’hleñved-red spontus hag e rankont chom bac’het en ti.
Kompren a rit mat aergelc’h ar film : paranoia a bep tu, n’ouzer ket re petra krediñ, bac’het an holl asambles en desped dezho hag all. Mont a ra mat-tre en-dro. E-pad ul lodenn vat e oan kendrec’het gant un dra bennak araok na c’hoarvezfe un dra dic’hortoz, meur a wech e c’hoarvez an dra-se e lodenn ziwezhañ ar film, met bepred e seblant fin, kavet mat. Soñjet em eus meur a wech e Monsters, The Disapperance of Alice Creed ha The Mist, ar pezh a zo kentoc’h sin vat memestra. Ur wech ouzhpenn e weler pegen nec’hus e c’hall Jamie Bell bezañ. N’eus ket ezhomm kalz arc’hant evit sevel un dra efedus, anat deoc’h. Brav-tre eo an ti hag ar gweledva ouzhpenn (un ti e Bro Gembre eo). Kentañ film ar sevener eo, en deus skrivet an istor. Frammer e oa araok ha moarvat en deus-se sikouret anezhañ da c’houzout peseurt lusk reiñ d’e film. Dispar eo ar c’hlozadur ouzhpenn, trumm ur wech ouzhpenn met logik betek penn.

Advertisements

Sur les traces de Nintendo

Posted in Stiradoù, webstiradoù ha skinwel with tags , on Even 2, 2012 by geekezig

skeudenn diwar lec’hienn omakébooks

Un teulfilm berr eo Sur les traces de Nintendo, 20 munutenn e pad. Kinnig a ra deomp ur bourmenadenn e straedoù Kyoto a-benn gwelet lec’hioù pouezus evit an embregerezh japanat. Brav ha sioul eo, leun a istorioùigoù (perak e krogas an embregerezh d’ober kartoù giz kornog, perak ez eo Fox McCloud ul louarn hag all). Tud ‘zo a gavo goulo moarvat met me ‘m eus kavet brav ha roet en deus din c’hoant da lenn levrioù Florent Gorges (a vez heuliet er film) diwar-benn istor Nintendo a-benn gouzout hiroc’h diwar-benn tout-se. Un doare plijus da vont e darempred gant labour an den-se d’am meno.
Ouzhpenn-se e vez dizoloet un tamm ur gêr, ur mare (kaoz kalz a zo eus penn-kentañ an embregerezh, kalzig araok an eil brezel bed neuze) ha traoù na ouzer ket dre ret diwar-benn Japan, da skouer an diforc’h etre un templ (boudaeg) hag ur santual (shinto)! ^^
Eh oh, teodoù fall, n’emaon ket o reiñ mel d’ar film peogwir eo bet skignet gant chadenn Nolife, e komz diwar-benn Nintendo hag ez eo bet skignet devezh ma deiz-ha-bloaz… Pfff! 😉
Evit ar re a fellfe dezho gwelet ar film en-dro : marteze e vo adskignet e-kerzh an hañv, n’ouzon ket, pe mod all eo ret deoc’h koumanantiñ da Nolife Online 😀

De rouille et d’os

Posted in Filmoù on Even 2, 2012 by geekezig

N’on ket sod gant filmoù Audiard met dre vras e vezan dedennet un tammig memestra. Soñj ‘m eus bezañ soñjet “ahaha, ur seurt Intouchables sirius eo” en ur welet film-bruderezh De rouille et d’os, met un draig a oa memestra.
Ha setu me neuze o vont da welet ar film. Marie a zo ur plac’h koant a labour en ur park dudi gant loened-mor, delfined hag all, en ur voest noz e ra anaoudegezh gant Ali a sikour anezhi. Netra ispisial betek ma c’hoarvezfe ur gwallzarvoud ganti hag e fellfe dezhi kaout darempred en-dro gantañ. Gwir eo e oa bet jentil ganti an noz-se. Un den displijus eo Ali koulskoude, feulz, na ra ket war-dro e vab, na breder ket tamm ebet hag a vez levezonet gant a bep seurt tud. Ma. Un doare mignoniez a sav etrezo memestra hag a sikour ar plac’h da vont dreist he nam.
Gwall vuan e kustum ar plac’h d’he saviad nevez hervezon, met ma, lakaomp. Un dra hegasus a zo gant ar film : n’eus tamm from ebet, zoken pa tistro Marie da welet an ork (moarvat an tamm a zo sañset da vezañ kreñv). Poan spontus ‘m eus bet o krediñ e nam Marion Cotillard, gouest e oan da santout al loeroù gwer a oa ganti (ha kavet ‘m eus ur skeudenn a ziskouez dres ar pezh a santen), biskoazh ne vez santet anezhi digempouezet, iskis eo. N’eus tamm souezhadenn ebet er film, kazi ordin e huanaden abalamour e c’hoarveze dres an dra a soñjen “spi ‘m eus ne vo ket-se” (ar pep gwellañ tout a zo al lodenn er c’hoad gant Ali hag e vab moarvat)… ha koulskoude ez eus kant tra a seblant faos (Marie o tont da vezañ ur seurt super maout e metoù an emgannoù maez-lezenn… ya ya). Un happy-ending sukr ha mel evit echuiñ, me gav e fazi ar film evit pep tra. Hir ‘m eus kavet ma amzer, goulo ha divlaz…

Daddy

Posted in Levrioù bannoù-treset on Even 2, 2012 by geekezig

Jezuz a zo kaset en-dro gant e dad war an Douar. Dal eo hag ur seurt korr droch a sikour anezhañ, Hitler an hini eo. Evit bezañ pardonnet gant e dad e rank diskouez da vab-den piv eo ha moarvat bezañ merzhet en-dro. Ne fell ket dezhañ ha neuze e tiviz sikour bugale. Kalz goulennoù en deus da sevel ouzh e dad met ne respont ket…
Iskis-kenañ eo Daddy, evel m’ho peus komprenet. Jezuz a zo tev ha drammet met ar preder diwar-benn ar feiz hag ar relijion a zo dedennus-tre. N’on na bamet na heuget rak an tresadennoù, met poan ‘m eus o kompren perak ez eus tresadennoù “doare bugale” war pep pajenn kazi. Daoust da donkad kriz ar vugale bezañ AN dra a from Jezuz, em eus kavet-se a re. Ur souezhadenn dedennus ha netra all.

%d bloggers like this: