Dielloù evit Even, 2012

In Treatment – eil bloavezh

Posted in Stiradoù, webstiradoù ha skinwel with tags , , on Even 26, 2012 by geekezig

Un tammig aon em boa rak eil bloavezh In Treatment peogwir e ouien ne vefe ket gwelet memes “klañvidi” ken. Adalek ar meurzh kentañ avat em eus soñjet “aha, kudenn ebet”.
Emañ Paul o vevañ e New York bremañ. Ur prosez a vez graet dezhañ gant familh Alex hag abalamour da se e kav Mia, ur plac’h en deus anavezet 20 vloaz zo. E-touez e glanvidi nevez ez eus April, ur plac’h yaouank gant krign-bev ha na fell ket dezhi kaout sikour, ur bugel na fell ket dezhañ kompren emañ e dud o tispartiañ, ur rener embregerezh trubuilhet gant ar fed vefe e verc’h en Afrika… Kenderc’hel a ra Paul da vont da welet Gina e fin ar sizhun ivez. N’eus ket kalz kaoz eus e familh ha santet e vez kalz e digenvez hag e boan. N’eo ket cheñchet ar stumm, abadennoù un hanter-eur “evel e gwir”. Kavout a ran Paul kalz deneloc’h er bloavezh-mañ, prest da emezelañ e buhez e glañvidi zoken (pa wel n’eo ket gouest April d’ober war he zro da skouer), pe kentoc’h ne oan ket dedennet tamm ebet gant istorioù Laura/e wreg warlene. Marteze n’eus ket kement a draoù o c’hoarvezout en e vuhez personel (ha c’hoazh) met kregiñ a ra da welet e sioù ha da glask gwellaat. Plijus eo.
A-fed klañvidi em eus kavet kalz kempouesoc’h eget warlene. Ne oa ket ur Sophie kalz dedennusoc’h eget ar re all. An holl o doa perzhioù plijus ha peadra da zegas da b/Paul, ha deomp. N’ouzon ket re penaos e vo ar bloaz warlerc’h met kendrec’het on bet gant an eil, anat.

Notre Dame – 1 : Le jour des fous

Posted in Levrioù bannoù-treset on Even 26, 2012 by geekezig

A-wechoù e ran ar fazi mantrus dibab un dra bennak abalamour d’e golo. Anzavit e oa peadra, gant Notre Dame, brav eston eo! Pezh a zo, ne oa ket ur fazi e gwirionez ^^
Anavezout a ran istor Le Bossu de Notre-Dame eveljust, daoust ma n’am eus ket lennet al levr. N’em eus ket gwelet film bevaat Disney kennebeut, soñj ‘m eus eus kanaouennoù zo an arvest en doa graet berzh spontus lakaomp.
Ma, ne oan ket dilaouen o lenn an istor-se neuze. Kontet eo gant sell Pierre Gringoire a zo o kontañ un istor d’e verc’h vihan. Echuiñ a ra al levrenn goude ma vefe bet savetaet Esmeralda gant Phoebus, p’eo bet taget gant Quasimodo e kreiz an noz. War a seblant e vo div levrenn all, teir en holl neuze. Ma, kontet eo en un doare plijus-tre, efedus, ne chomer ket da dortal na netra. Fent a zo ha brav eston eo an tresañ ivez e-barzh! Aha!
Ul levr a-feson e pep keñver, evit a re a zo dedennet gant (adlenn?) an istor (pe a fell dezho sellet ouzh tresadennoù brav ivez).

Kyle’s Final Fantasy

Posted in Levrioù bannoù-treset on Even 25, 2012 by geekezig

Dedennet a-walc’h e oan o lenn Kyle’s Final Fantasy a seblante bezañ ur manhwa fentus gant un aergelc’h c’hoari-rol. Dipitet e voen buan a-walc’h ivez…
Splujañ a reer en istor hep kompren mat pep tra, n’eus liamm na ster ebet etre an traoù. Ne vezer ket tapet gant un istor na netra. An tresadennoù a zo klasel-kenañ, n’eus netra ispisial ha dreist-holl, n’eo ket fentus. Evit ur manhwa fent eo tristik memestra. Poan bras ‘m eus bet oc’h echuiñ al levrenn-mañ. N’on ket bet kendrec’het tamm ebet hag evidon n’eus tamm talvoudegezh ebet da lenn ar manhwa-mañ. Eh!

Alibi 4

Posted in Kelaouennoù on Even 24, 2012 by geekezig

Abaoe ur pennadig n’em boa ket lennet Alibi. Ret ‘vo din adtapout ma dale e-kerzh an hañv!! Ma, en ur c’hortoz em eus dibabet lenn an niverenn diwar-benn ar “sekredoù stad”…
Adalek lizhiri al lennerien em eus soñjet “ah kaoc’h, an niverenn 3 n’em eus ket lennet!” rak un dave a oa d’ur pennad diwar-benn ar romantoù polis “rannvro”. Poltredoù berr ha pennadoù diwar-benn traoù bet c’hoarvezet. Ur pennad-kaoz a zo gant Eva Joly diwar-benn he levr Les yeux de Lira. Un toullad traoù a zo kinniget da c’houde, levrioù dreist-holl met ivez ar stirad saoz The Hour da skouer.
Dedennus-tre eo an teuliad, gant poltred Bob Woodward, ar c’helaouenner en doa diskuliet ar Watergate, traoù diwar-benn afer Karachi, marv ar ministr Boulin da vare Valéry Giscard d’Estaing pe c’hoazh abadenn Rendez-vous avec X a vez skignet war France Inter, ar romantoù spierezh ha poltred Fabian Escalante, bet e penn servijoù kuzh Kuba. Warlerc’h ez eus ur pennad-kaoz gant Laurence Block, skrivagner amerikan ha poltred Martine Barret, a zo e penn ur servij enklask prevez (Duluc Détective e Pariz), ur sell un tamm gwiroc’h war ur vicher a ijiner er filmoù…
Un istor spontus a zo goude, hini ul liesvuntrer euzhus e Kanada. Er bloavezhioù 90 eo tremenet ar muntroù-se. Kostez Vancouver e steuzie merc’hed (gisti, indianezed), dre ma na oant ket merc’hed pouezus ne oa enklask ebet na netra. Mignon unan anezho a zo nec’het bras hag a sav ul lec’hienn internet evit komz diwar-benn-se. Er bloavezh 2000 e klask ar bolitikourien lakaat an traoù da vont war-raok peogwir labour Wayne Leng (en deus savet al lec’hienn) a grog da ober un tamm trouz. Ur poliser kanadian bet o studial er Stadoù-Unanet ha “geographic profiler” (e deorienn a zo e c’haller adkavout ur muntrer dre c’houzout eus pelec’h e teu an dud lazhet, pelec’h e vez adkavet ar c’horfoù hag all). Buan awalc’h e soñj en ul liesvuntrer met graet a vez goap outañ, ne vez ket selaouet. Eus e du Wayne Leng a vez galvet gant un den… E vignonez a ya da dorchañ e ti un den, en un ti-feurm ha gwelet he deus paperoù merc’hed e-barzh ur sac’h leun a wad. Mont a ra d’ar polis met lâret e vez dezhañ n’eo ket posupl mont e ti an dud evelse, dreist-holl ne fell ket d’an dud testeniañ. Divizout a ra Wayne mont da welet e-unan. Kavout a ra un ti-feurm eveljust met ivez ul lec’h iskis, un doare predti-tavarn e lec’h ma teu an Hell’s Angels diouzh an noz. Daou vloaz warlerc’h ez aio ar polis betek an ti-feurm (e 2002 neuze) ha kavet o vo ganto pennoù merc’hed e-barzh ur skornerez… Perc’hen an ti-feurm William Pickton a lâr d’ar polis e vefent bet kap da c’hortoz hag evelse en defe tizhet 70 plac’h! Ul lodenn all eus an istor spontus-se… Korfoù ar merc’hed a servije da voueta ar morc’h (al lodennoù fallañ) met ivez d’ober saosiz a veze roet d’an amezeien. Barnet eo bet William Pickton ha kenderc’hel a ra skiantourien ar polis da glask roudoù ar merc’hed war tachenn an ti-feurm…
Anzav a ran n’em boa ket klevet komz diwar-benn an istor-se hag er metro e oan o lenn, d’ur mare zo e oan prest da rechetiñ kazi!
Poltred Olivier Marchal a zo goude peogwir e oa e film Les Lyonnais o tont er-maez. Ur pennadig diwar-benn Philippe Bilger a zo ivez, bet alvokad ha bremañ e skriv ur blog o kontañ e sell war ar politikerezh, ar justis hag all.
Evel boaz ez eus poltred ur gêr ivez, Christchurch eo ar wech-mañ, eil kêr brasañ Zeland-Nevez hag a zo lec’h torfedoù harozed Paul Cleave. Reiñ a ra c’hoant a-walc’h mont da veajiñ du-hont daoust d’ar c’hrennoù-douar bras a zo bet ingal nevez zo. Ur pennad spontus all a zo war-lerc’h diwar-benn ar vugale a vez skrapet e Mali, implijet e vez o organoù evit ober dourennoù sañset hud… Ec’h! Un toullad skeudennoù eus Las Vegas a zo goude, o tiskouez un tu tristik eus ar gêr (kasinooù dilezet goude m’o defe graet freuz-stal hag all).
Goude ez eus ur pennad-kaoz gant Anthony Horowitz en deus skrivet ur romant nevez gant Sherlock Holmes! Displegañ a ra penaos en deus labouret hag all, dedennus. Warlerc’h e krog al lodennoù barnadennoù berr diwar-benn levrioù, filmoù hag all, peadra da gavout ur bern mennozhioù a bep seurt!
Echuiñ a ra ar gelaouenn gant ul lodenn “shopping” (traoù cheuc’h digredus ordin), ur pennad dedennus diwar-benn ar “didrouzer” a vez lakaet war ar pistolennoù. Ur pennadig diwar-benn ar c’hirri a vez gant ar brezidanted a zo ivez araok un danevellig gant Carlos Salem, awenet gant ur skeudenn.

Ma part du gâteau

Posted in Filmoù on Even 23, 2012 by geekezig

Ma part du gâteau a zo heverk eus ur sinema gall a gred bezañ modern-kenañ ha n’eo ket tamm ebet. France a zo o paouez koll he labour en un embregerezh vras e Dunkerque. Stourm a ra an implijidi met n’eus ket kalz a spi evito. Goude bezañ klasket en em lazhañ e tiviz mont da Bariz evel plac’h torchañ. Implijet e vez gant un trader pinvidik-mor cheuc’h. Kregiñ a ra jentilik an traoù, dreist-holl pa erru mab Stéphane er jeu hag e c’houlenn sikour digant France evit ober war e dro. Ma. Pretty Woman pe istortioù evelse (n’on ket eus memes bed met pep hini a zesk traoù d’eben/egile)… Leun a glichedoù ouzhpenn (ya, moarvat eo an holl tradourien doare James Bond a gas ar merc’hed da Venezia hag a brof dezho dilhad cheuc’h… hag eveljust un trader n’hall ket bezañ un tad a diegezh : “ah berk, n’hallan ket chom ma unan gant ma mab!”). Er fin tout eo gwelloc’h c’hoazh, peogwir e tizolo France eo bet diskaret an embregerezh e lec’h ma laboure abaoe 20 vloaz gant Stéphane ha mignoned dezhañ evit c’hoari, hag e tiviz neuze pinijenañ anezhañ. Gwelet en deus Cédric Klapisch Louise-Michel met ne servij da netra ober-se er pemp munutenn diwezhañ… Dreist-holl evit diskouez pegen leun a genskoazell a vez etre France hag he mignoned ha pegen e-unan emañ Stéphane daoust d’e arc’hant.
N’ouzon ket ma n’eo ket bet skrivet ar senario gant bugale Cédric Klapisch kentoc’h…

Crazy Stupid Love

Posted in Filmoù on Even 20, 2012 by geekezig

Gwerzhet e oa bet Crazy Stupid Love evel ur gomedienn romantel disheñvel-tre diouzh ar re all. Lârat a ran deoc’h diouzthu : klasel kenañ eo. Met galloud a ra mont en-dro memestra! Me ‘zo deuet a-benn da gaout plijadur gant ar film-mañ. Kregiñ a ra an traoù gant disparti ur c’houblad. Mont a ra ar gwaz da vevañ e-unan neuze. Tizhet e vo un toullad tud gant an afer-se : mab ar c’houblad eveljust, ar plac’h yaouank a ziwall anezhañ, ur paotr merc’hetaer daonet a vo hegaset gantañ hag all. Eveljust e kinnig hemañ dezhañ bezañ un doare coach, deskiñ dezhañ gwiskañ dilhad brav hag all. Un toulladig traoù dic’hortoz a vo er fin (droch-pout a soñjo tud zo), chom a ra jentil ar farsadennoù (n’int ket groz), romantel kea. Netra dreist-ordinal anat deoc’h met ma fell deoc’h ur film evit mousc’hoarzhin, skañv ha jentil (da skouer da sellet gant bugale) n’eo ket fall!

L’autre fille

Posted in Levrioù with tags , , on Even 19, 2012 by geekezig

Kuzuliet e oa bet al levr-mañ e-kerzh abadennoù Nedeleg Extra Life (abadenn “talk show” sizhuniek ar c’hoarioù video war chadenn Nolife) anvet Xmas Life a guzulie ur bern traoù hervez temoù : bannoù-treset, manga hag all. An abadenn diwar-benn al levrioù a oa bet kalz diwar-benn levrioù skiant-faltazi, moliac’h ha faltazi dre vras met meneget e oa bet levrioù klaseloc’h, en o-zouez L’autre fille.
Annie Ernaux a skriv ul lizher d’he c’hoar a zo marvet araok na c’hanfe. An doare santad “n’eo ket an hini mat a zo marvet” a seblant bezañ en he familh hep na vefe lâret sklaer dezhi petra ‘zo c’hoarvezet.
Un tamm evel Lettre au père (en deus awenet an dastumad les affranchis war a seblant) Kafka em eus bet ar santad un tamm displijus n’em boa ket da lenn ar skrid-se. Ne oa ket skrivet evidon ha re bersonel eo.
Skrivet eo brav ha fromus eo an istor, frazennoù pe darvoudoù zo a zo kreñv hag a c’haller ijinañ e familhoù zo… met laoskel a raen un doare moger a vire ouzhin da gavout plijus penn-da-benn ar skrid.

%d bloggers like this: