Occupation

C’hwitet em boa war ar stirad-berr-mañ pa oa tremenet war Arte un toullad mizioù zo. Deuet on a-benn da dapout an DVD avat.
Dedennet e oan gant Occupation, dija, peogwir on dedennet gant ar filmoù a gomz diwar-benn brezel Irak dre vras, hag ivez (dreist-holl) peogwir e oa gwelet gant sell soudarded saoz.
Berr-tre eo ar stirad evel ma lavaren : div rann 1e20 a zo. War ur prantad hir e tremen an traoù. Kregiñ a ra an traoù e 2003 ma ‘m eus soñj mat, buan-tre e tistro ar baotred da Vanchester. Du-hont e verzont pegen disheñvel int eus ar re all. An “haroz”, Mike, savetaet gantañ ur plac’hig a zo prest da zistreiñ da Irak evit kavout Aliyah, ar vezegez en deus sikouret anezhañ e Basora e lec’h ma oant. Danny a gav gwall drist ar vuhez e Bro Saoz ha ne chom ket da dortal pa ginnig dezhañ Lester, ur soudard a-vor amerikan a oa ganto e Basora, kemer perzh en un embregerezh “surentez” en Irak.
Ur paotr all a vo heuliet ivez, “Hibbs”. Hegaset gant e c’hoar na gompren ket pegen start eo bet an traoù evitañ e tistro da Irak evit kemer perzh e raktres Danny. Da gentañ e tremeno mat an traoù evito, ober a refont war-dro surentez an ospitalioù a zo o vezañ savet en-dro hag all. Hibbs a zeu da vezañ mignon bras gant Yunis a labour evel jubennour evito.
Tamm-ha-tamm e vo startoc’h an traoù, Mike a zizolo he deus Aliyah ur gwaz ha ne fell ket dezhi ober chare, distreiñ a ra da Vanchester ha klask bezañ un tad a familh a-feson. Yunis a vo lazhet gant polis dizalc’h Irak (ha dreist-holl gant poliserien resis, bet embreget gant Hibbs), aze e krog an traoù da vont a-dreuz penn-da-benn. Danny a drafik ar paperachoù, traoù skoemp a-walc’h a aoz evit gounit kevratoù… Echuiñ a raio fall-tre an traoù gant mab Mike o tont da vezañ soudard ha merzout buan n’en defe ket dleet mont war roudoù e dad…
A bep seurt istorioù a vez heuliet neuze hag a bep seurt selloù. Tudenn Hibbs am eus kavet kendrec’hus kenañ. Plijus eo ar stirad, disheñvel un tamm eus ar sell “amerikan” a vez alies. Evel ma lavar Mike d’ur mare zo eo anat ez eus ur bern paotred kollet o vont da soudard, heñvel neuze eus ar baotred irakian a gav ur pal o waskañ ar merc’hed hag o stourm ouzh soudarded ar c’hornog a zo en o bro.
Un tammig hegaset on bet gant an dibaboù kamera/livioù. Dargemmoù spontus ez eus da vareoù zo (poanius kazi), talennoù a-dost ha zoumoù feuls un tamm. Evel-just e komprenan an tu “teulfilm” hag all, ha ne vir ket da vezañ kaset gant red an istor hag emdroadur an tudennoù met gwelloc’h e vefe bet din un doare da filmañ “propoc’h”. Ma! N’em eus ket kalz a rebechoù all d’ober forzh penaos ^^

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: