La liste de mes envies

Un tammig ispisial e vo bepred La liste de mes envies evidon peogwir ez eo al levr kentañ ‘m eus lennet gant ma lenner levrioù niverel. Teir skouerenn niverel a zo gant levraouegoù Roazhon hag unan anezho a oa ganin! (a zo c’hoazh peogwir n’em eus ket dieubet anezhi c’hoazh…) Kavout a ran dedennus-tre an doare-se, dreist-holl evit levrioù nevez hag a ra kalz berzh, evelse ez eus tu da lenn anezho daoust d’al listennoù gortoz hag araok ma vefe sioulaet an traoù evel ma ran alies. Ma! Evel arnod e c’hallan lârat deoc’h em eus lennet digudenn e-kerzh ur veaj tren etre Roazhon ha Pariz, skañv-tre eo al lenner ha ne oa kudenn ebet daoust d’ar chenchamantoù goulou (heol/tremen en ur riboul…) ha n’on ket bet skuizhet. Kavout a ran eo un diskoulm mat-tre evit seurt beajoù!
Ma, ma komzfen eus al levr bremañ? ^^
Jocelyne a zo o telc’hel ur stal vihan, gwerzhañ a ra boutonoù ha peadra da wriaat hag all. Ur blog a zo ganti ivez evit komz eus an traoù-se. Ur vuhez sioul-tre he deus, he bugale a zo erru bras, he gwaz en deus ul labour dereat evit en ur pezh stal koavenn-skornet, o chom e Arras emaint.
Un deiz bennak e vez broudet da c’hoari d’ur c’hoari arc’hant gant mignonezed. Ha he an hini a c’hounezo ouzhpenn 18 milion euro. Poan he deus o krediñ ha soñjal a ra dezhi e kollo pep tra ma cheñch buhez, evurus eo ha ne fell ket dezhi lakaat-se en arvar.
Ne gontan ket pep tra evit ar re n’ho defe ket klevet komz (lâret eo bet din ar pezh a c’hoarveze araok ma lennfen, n’en deus ket-se mirout ouzhin da gavout mat al levr met ne oan ket souezhet na netra) met c’hoarvezout a raio un touell bras hag a cheñcho pep tra eviti evel m’he doa raktreset en ur stumm…
Brav eo al levr peogwir e lak da brederiañ war ar pezh a zo pouezus er vuhez, an darempredoù familh, ar vuhez en ur “gêr vihan”… Simpl ha berr eo met ur prantad plijus em eus tremenet gant Jocelyne hag he frederiadennoù… N’eo nag ur levr trist nag ul levr evurus met ul levr diwar-benn ar vuhez evel m’emañ. Un tamm fent a zo er fin tout gant kemennoù a bep seurt bet laosket dezhi war he blog, lakaat a reont da vousc’hoarzhin met ne zegasont ket kalz a dra.
Setu ul levr a guzulian deoc’h evit ur veaj en tren pe un abardevezh hañv (ma fell deoc’h lenn seurt istorioù eveljust!)…

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: