Another

Skignet eo bet an anime Another e “simulcast” war chadenn Nolife. Da lârat eo e oa nevez skignet (un toullad devezhioù araok, amzer da lakaat istitloù) e Bro Japan! Muioc’h mui e vez graet-se gant ar chadenn, un doare moarvat da virout an dud da bellgargañ hag all… Ha da ginnig traoù nevez-flamm ouzhpenn!
Abaoe pell n’em boa ket sellet ouzh un anime e gwirionez (merzet ho poa sur a-walc’h) ha dedennet on bet gant an tu “kevrinus/spont” a oa gant Another. Ya ya rak, skignet e veze diouzh an noz, difennet dindan 16 vloaz marplij!
Ma.
Kregiñ a ra an traoù en ur gêriadennig e Bro Japan. Ur paotr yaouank a oa o vevañ e Tokyo a erru aze, e-lec’h m’eo bet e vamm o chom hag e lec’h m’emañ e dud kozh o chom. E trede klas emañ. Ne vez ket degemeret fall er skolaj met ur santad drol a zo er c’hlasad, evel ma vefe ispisial an trede klas 3. Gwelet a ra ingal ur plac’h yaouank hec’h unan, Mei. Kompren a ra tamm-ha-tamm ez eo satanazet ar c’hlas…
Ne gontan ket kalz hiroc’h peogwir ez eo pal an istor kaout disfiz, klask kompren hag all. En trede rann e oa o kregiñ da gavout un tamm hir ma amzer, bepred memes kemennoù a-berzh an dud tro-dro da g/Koichi met mann ebet o tremen, ahaha, tapet on bet, e fin ar rann-se e c’hoarvez un dra euzhus ha goude-se ne baouezo ket (araok ar fin). Gwadek-tre eo (komprenet ‘m eus perak e oa difennet dindan 16 d’ar mare-se) met ne vez ket gwelet kalz tra koulskoude, komprenet hag ijinet a vez kentoc’h… Lusket eo mat ha c’hoant hon eus gouzout hiroc’h bepred war kevrin ar c’hlasad 3-3…
Dipitet on bet gant an diskoulm avat 😦 hag a-benn ar fin e oan spontet a-walc’h o welet n’on oa bet tro da anavezout nemet 4 pe 5 skolajiad war ar c’hlasad 20, poan hon oa da vezañ fromet da vareoù zo neuze. N’eo ket gwall dra eveljust met traouigoù a lak Another e-touez an traoù a zo plijus da sellet met n’int ket dreistordinal.

Advertisements

Ur respont to “Another”

  1. […] On The Slope a zo bet kinniget e simulcast gant Dybex ha Nolife (evel Another), disul eo bet skignet ar rann ziwezhañ. Ma fellfe deoc’h e sellet e vez kavet evit netra […]

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: