Nous, Asnastasia R. 1 – Villa Ipatiev

Anastasia a zo unan eus ma filmoù bevaat karetañ abaoe ar mare ma oa deuet er-maez er sinema. Eveljust em eus komprenet pell ‘zo ne oa ket gwir ar pezh a oa kontet en istor met anzav a ran e vezan dedennet bepred ma welan traoù diwar-benn an dudenn-se. Dre ret e oa ret din lenn Villa Ipatiev neuze, levrenn gentañ (diwar 3) ur rummad bannoù-treset diwar-benn Anastasia Romanov.
Kregiñ a ra an traoù p’emañ bac’het ar familh Romanov e ti an ijinour Ipatiev e miz Gouere 1918. N’eo ket ur mare gwall sioul evit familh an tsar… Buhan a-walc’h e vo drouklazhet ar familh. Ur paotr yaouank a gar Anastasia a verz emañ hi o koll gwad, marteze n’eo ket marv! Kas a ra anezhi da di un intañvez evit saveteiñ anezhi. Ar paotr-se n’eo ket sklaer penn-da-benn : sikour a ra an arme ruz evel den ordinal met un ezel eus ar arme wenn eo e gwirionez….
Ma. Kalzig traoù a dremen aze memestra peogwir emañ dija Anastasia hec’h unan penn adalek kreiz al levr. N’eo ket savet fall an istor na netra, moarvat ez eus traoù gwirheñvel a-walc’h. Poan spontus em eus bet gant neuz an tudennoù avat, a zo gwall heñvel holl (ober an diforc’h etre Anastasia hag he c’hoarezed na oa ket anat!) ha start e oa din kompren pep tra abalamour da-se. Koulskoude n’eo ket vil an tresadennoù, klasel int met kentoc’h deuet mat…
Iskis…

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: