Life With Murder

Un teulfilm souezhus eo Life With Murder. An istor a gont a zo souezhus kentoc’h, rak n’eo ket re souezhus ar film e-unan.
E miz Genver 1998 eo bet muntret Jennifer, plac’h yaouank laouen a 18 vloaz. Kavet e vez gant he zud, lazhet eo bet en ti, tennet warni meur a-wech.
Badaouet int gant-se eveljust. Spontusoc’h c’hoazh e tro an traoù pa ziskouez ar poliserien bezañ kendrec’het eo bet lazhet gant he breur, Mason.
Savet eo ar film evit lakaat ar seller un tammig e memes saviad hag ar familh, e keñver kronologiezh. Da gentañ an doare ma kont Mason un istor iskis, gant paotred a vefe deuet en ti hag all. Tamm-ha-tamm e lâr Mason traoù, d’ar polis, d’e gward en toull-bac’h, d’e dud. Dibosupl eo kompren petra ‘zo c’hoarvezet resis e penn ar paotr.
Ar c’houblad a vez klevet, c’hoarezed an tad, Brian ivez. Gwelet e vez pep tra dre sell ar familh, peogwir o deus divizet chom feal d’o familh ha kenderc’hel da zaremprediñ Mason. Kalonek spontus eo an dud-se.
Simpl awalc’h eo ar film a ginnig just dont en-dro war un darvoud bet. Savet mat evit ma vefe sachet evezh ar seller ha peadra a zo da brederiañ, war petra ‘zo c’hoarvezet resis eus un tu met dreist-holl penaos e rafemp ni evit tallañ ouzh ur saviad ken divoutin ha direizh…

Advertisements

Ur respont to “Life With Murder”

  1. […] a seblant e fell din sellet ouzh ur bern filmoù a vir da gaout c’hoant bugale (Life With Murder da skouer)… Kalz kaoz a oa bet eus We Need to Talk About Kevin warlene met re lezirek e oan […]

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: