Dielloù evit Mae, 2012

Inlandsis 1

Posted in Levrioù bannoù-treset on Mae 30, 2012 by geekezig

Emañ ur strollad o vont betek kreizik-kreiz ar skornegi. Un doare kevrin bennak a zo moarvat ha klask a reont kaout titouroù digant ur plac’h kozh. Ar pezh na ouzont ket eo istor al lec’h, istor an doueed a zo aze…
Leun a vojennoù eo Inlandsis eveljust ha n’eo ket fall an istor, dedennet on bet gant istor an doueed-se met displijet on bet gant an tresadennoù ha poan em eus bet o vezañ tapet en istor e gwirionez.

Friday Night Lights – bloavezh 5

Posted in Stiradoù, webstiradoù ha skinwel with tags , , on Mae 28, 2012 by geekezig

Kregiñ a a ra mat ar bloavezh melldroad evit tu reter kêr Dillon. Julie ha Landry a ya kuit d’ar skol-veur, hag all… Met buan e teuio a bep seurt kudennoù. Labour Tami ‘zo start, ur santad iskis a zo er familh Riggins…
Un tammig drol eo pempvet bloavezh Friday Night Lights abalamour ne seblant ket ken dedennus ar prantadoù melldroad : nebeut a-walc’h a zo anezho ha tremen a reont buan, n’eus ket kalz souezhadennoù na nec’hamant, re aes e seblant bezañ an traoù evit skipailh al Lions.
Ma, mod all ez eus ur bern traoù all o tremen ha n’eo ket fall hañ! E gwirionez eo sklaer e oa ar bloavezh diwezhañ hag ur santad c’hwerv a zo a-hed ar bloavezh neuze. An div rann ziwezhañ a zo brav-tre avat, un doare dispar da gimiadiñ gant tudennoù Dillon… 😥

1001 Nuits de Neige

Posted in Levrioù bannoù-treset on Mae 28, 2012 by geekezig

1001 Nuits de Neige a zo ul levrenn ispisial eus Fables. Tu ‘zo d’he lenn hep anavezout ar rummad peogwir e kinnig istorioù an tudennoù araok krouidigezh Fableville. Gwenn-Erc’h a zo karget da vont da welet penn-bras mojennoù broioù ar Reter a-benn ma ouifent ez eus eus an Impalaeriezh hag all. Siwazh ne dremen ket dres evel ma felle dezhi ha bac’het e vez. Un deiz bennak e vez kaset da welet ar sultan a gont dezhi e timez bep noz hag e lazh e wreg diouzh ar beure. Komprenet ho peus, e raio Gwenn-Erc’h evel Sheherazade evit chom bev, kontañ istorioù dezhañ bep noz…
Tro hon o neuze da ijinañ peseurt darempred spontus a oa gant Gwenn-Erc’h hag ar seizh korr, hag he heured gant ar Priñs met ivez petra ‘zo c’hoarvezet gant familh Ambrose, perak eo bet dilennet ar Roue Cole da vaer Fableville, penaos eo bet savetaet ar sorserez a oa bet laosket da varv gant Hansel ha Gretel hag all.
Bep tro e cheñch an treser. Dizingal eo eveljust hag istorioù zo a zo kalz dedennusoc’h eget reoù all. Un dastumad plijus eo memestra, daoust ma n’eus ket traoù dic’hortoz-mik diwar-benn an tudennoù.
Ur mennozh plijus eo evit adkavout tudennoù Fables (en ur c’hortoz e vefe prenet an dastumad boaz gant al levraoueg da skouer…) pe evit ar re a fellfe dizoloiñ spered ar rummad araok mont e-barzh un dastumad hir.

Friday Night Lights – bloavezh 4

Posted in Stiradoù, webstiradoù ha skinwel with tags , , on Mae 22, 2012 by geekezig

Setu neuze kêriadenn Dillon “dispartiet”, gant ar redi da vont da lise ar reter evit reoù yaouank zo, hervez o chomlec’h. Coach Taylor a rank ivez ober gant un dachenn melldroad nul, ul lise e-lec’h ez eus kalz nebeutoc’h a arc’hant ha karantez ispisial ebet evit ur skipailh n’eus ket bet diouti abaoe pell. Aet eo un darn vras eus an tudennoù kuit (d’ar skol-veur) hag ar paourkaezh re a chom e Dillon a zo en ur saviad displijus a-walc’h.
Fentus eo pegen barrek eo senariourien ar stirad evit lakaat da dremen ar cheñchamant-se. Ur bern tudennoù nevez a zo eveljust ha ne seblantont ket bezañ un “asez-Smash”, “asez-Tyra” ha me oar-me. Buan-tre e vezer dedennet gante ha gant tu reter ar gêriadenn (tu ar c’hornog a zeu kazi da vezañ “an enebour” zoken…). Kudennoù nevez a vez gwelet ivez : pegen start eo kavout labour evit ar re a zo bet tapet gant ar polis ha kuitaat ar metou maez lezenn, met ivez an dramm (e bed ar sport e oa bet gwelet met pas en diavaez), pegen gwelet fall eo an diforc’hañ en Texas…
A bep seurt neuze. N’eo ket gwall fentus ar bloavezh melldroad (nag ar bloavezh dre vras a-benn ar fin…), fromus spontus eo bepred!

Muze n° 62 (Genver/C’hwevrer/Meurzh 2011)

Posted in Kelaouennoù on Mae 20, 2012 by geekezig

Iskis a-walc’h eo lenn ur gelaouenn bet embannet ur bloaz zo met dedennus eo memestra niverenn 62 Muze. Ar golo a gavan brav ur wech ouzhpenn. Kaoz a zo da gentañ eus diskouezadeg Eugénie Grandet par Louise Bourgeois a seblante brav ha dedennus peogwir e kave Louise Bourgeois e oa heñvel he buhez eus hini tudenn Balzac.
Ur pennad-kaoz a zo da c’houde gant Zabou Breitman diwar-benn he film No et moi, he doare da labourat evel sevenourez hag ur pennad ledanoc’h diwar-benn an aktourezed c’hall a zeu da vezañ sevenourezed (Julie Delpy, Maïwenn hag all).
Ur pennad-kaoz gant Christian Lacroix a zo ivez evit komz eus e labour evit goloioù levrioù (romantoù “klasel” embannet gant Le livre de poche) hag e zarempred gant al lennegezh. Un teuliad bras a zo diwar-benn Arc’hentina a ginnig un toullad arzourien a-vremañ (sonerien, krouerien dilhad…) hag en o-zouez ar skeudenner Marcos Lopez. Komzet a vez ivez kalzig eus an tango, petra eo ha penaos e vez modernaet hirie an deiz. Ur sell war istor ar vro en XXvet kantved a zo ivez, Perón, plasenn Mae hag ur poltred brasig eus Eva Perón. Kaoz a zo ivez eus Mafalda, harozez bepred, eus skeudennoù Alessandra Sanguinetti (dedennus peogwir he deus heuliet memes tud e-korf kalzig bloavezhioù) hag eus ar sevenourez Lucía Cedrón. Un danevell gant Elsa Osorio, Les lettres de Juan, a zo da lenn hag ur pennad-kaoz ganti ha zo araok un toullad mennozhioù traoù da lenn, DVDoù ha poltred ar skrivagnerez Laura Alcoba evit echuiñ.
Un teuliad all a zo diwar-benn ar skinwel, an doare m’eo levezonet ar skinwel gall gant lennegezh diazez, peogwir ez eo bet azasaet levrioù Proust evit ar skinwel. Sell ar sevenourez Nina Companeez hon eus tro da lenn, ur pennad-kaoz gant Dominique Blanc a c’hoari e-barzh A la recherche du temps perdu. Ur c’hillsell a vez kinniget war ar raktresoù azasadennoù sinema ha skinwel eus oberenn Proust ha pegen start pe c’hwitet int bet a-wechoù. Un doare “hit-parade” eus ar skrivagnerien a vez azasaet ar muiañ o oberennoù er skinwel : Balzac, Maupassant, Hugo pe c’hoazh Simenon. Pennadoù-kaoz berr gant daou broduer skinwel a labour ingal war raktresoù evelse a zo da c’houde. Poltred Josée Dayan a zo warlerc’h (kenitervez spontus Eva Joly?!) he deus sevenet Le Comte de Monte-Cristo ha Les Misérables gant Gérard Depardieu da skouer. Poltred Jean-Daniel Verhaeghe a zo ivez, sevener ivez. Evit echuiñ ez eus ur pennad-kaoz gant Emmanuel Carrère, skrivagner met ivez senariour a labour ingal war senariooù azasadennoù lennegel (oberennoùVargas pe Simenon dreist-holl) araok un dibab DVDoù azasadennoù skinwel a-feson.
An teuliad all a zo diwar-benn ar mennozh “sakr”. Kregiñ a ra gant ur pennad-kaoz gant Catherine Clément, prederourez ha romantourez. N’em eus ket komprenet pep tra met dedennus e oa ^^ Da c’houde ez a an teuliad kentoc’h war zu ar “sonerezh sakr”. Petra eo, sell ur sonaouzourez Edith Canat de Chizy ha poltred iliz Sant-Merri e Pariz, a zegemer arzourien, c’hoariva…
Goude-se ez eus kaoz eus an arzourien a implij skeudennoù klasel ar relijion (madone h.a.) kentoc’h sakr/sacrilège neuze. Ur pennad-kaoz gant an arzourez ORLAN a oa war-lerc’h, labourat a ra kalz war ar c’horf. Poltred Teresa a Avila e-pad an Inkizision hag hini Etty Hillesum, yuzhevez he deus skrivet un deizlevr ha dreist-holl bet “skoazellerez sokial” e kamp bac’h Westerbork, divizet he deus mont gant he familh da Auschwitz p’int bet kaset du-hont! An danevell Les Temples du Saint-Esprit skrivet gant Flannery O’Connor (embannet da gentañ e 1954) a oa evit echuiñ an teuliad, araok he foltred hag un dibab levrioù ha DVD.
Ur pennad-kaoz gant Viviane Harry, embannerez a zo goude, taol-arnod Jean-Loup Chiflet a skriv diwar-benn ar gerioù en un doare un tamm ispisial, evel ma vefe tudennoù ur rentañ-kont polis.
Echuiñ a ra an niverenn gant skridoù bet kaset gant lennerezed, evel boaz!

Captain Swing et les pirates éléctriques de Cindery Island 1

Posted in Levrioù bannoù-treset on Mae 17, 2012 by geekezig

E 1830 e Londrez e tremen an istor-mañ. Reuz a zo etre ar polis (diarm) ha milisoù o labourat evit pennoù-bras. Un nozvezh bennak e vez taget daou boliser gant un den iskis, ul lestr a nij en deus, un arm a den boledoù-klogorennoù. Ne oa ket tredan c’hoazh hag eñ a seblant gouzout petra eo, Captain Swing eo e anv.
Unan eus an daou a vo lazhet an noz-se. Evit n’em veñjiñ e ya egile war lestr Captain Swing ha kregiñ da gompren n’eo ket dre ret un den drouk…
Un tu steampunk a zo d’ar rummad nevez-mañ eveljust met n’on ket deuet a-benn da vezañ dedennet/kendrec’het. Mont a ra un tammig re vuan an traoù ha n’on eus ket amzer da gavout plijus an tudennoù. An tresadennoù n’int ket dispar ouzhpenn (re deñval al livioù ha… vil)… Dipitus un tamm.

Conductor 1

Posted in Levrioù bannoù-treset on Mae 15, 2012 by geekezig

Ur manga o tremen e metoù sonerien a-vicher eo Conductor. Heuliet e vez da gentañ Naomi, a son gant ar fleüt. Nec’het eo peogwir e ra ur gwallhunvre ingal gant un den iskis e-barzh… Da c’houde e vo heuliet ur paotr, galvet trumm da gemer plas al laz-mestr. Div dudenn bouezus all a zo : ur c’houblad o vont da zimeziñ, ar plac’h a son violoñs hag ar paotr piano.
Met un afer all a vo ivez : e-kichen ranndi Naomi e vo adkavet eskern un den marv pell ‘zo. Galvet e vo ar polis eveljust met moarvat eo liammet an afer-se gant ar strollad bihan sonerien ha darvoudoù c’hoarvezet ganto un toullad bloavezhioù zo…
Ne vez ket c’hoazh komprenet pep tra el levrenn-zigeriñ-mañ met anzav a ran on dedennet gant ar metou hag an aergelc’h, c’hoant ‘m eus da c’houzout hiroc’h!

%d bloggers like this: