Top Chef 2012

Evel bep bloaz em eus sellet ouzh Top Chef.
Ar wech-mañ em eus klasket ober ur pennadig diwar pep abadenn, met un tamm pounner e vo marteze… Deoc’h da lârat din ^^

14 den a oa en abadenn gentañ ha kroget o deus gant “emgannoù” daou-ha-daou. Un doare un tamm taer da gregiñ an traoù! Siwazh eo bet skarzhet diouzhtu ar plac’h yaouank a gaven dedennus, deuet eus bed ar skol klasel (kroget studioù lennegezh ganti goude ar bak) ha cheñchet hent evit labourat en ur predti bio.
Un den eus abadenn M6 Un diner presque parfait a oa adarre en abadenn (evel daou vloaz zo) ar wech-mañ e oa Ruben, ur paotr 18 vloaz gounezet gantañ “emgann ar rannvroioù daou-ha-daou” hag am boa kavet kentoc’h hegasus d’ar mare-se.

12 den a chome neuze en eil abadenn a grogas gant un emgann (c’hoazh!) gant Fanny ha Pierre-Sang, bet betek fin ar genstrivadeg warlene. 6 a voe kinniget dezho adober ur meuz n’o deus ket gwelet (met touchet, klevet, tañvaet) hag ar pevar all a rankas adlabourat meuzioù eured koubladoù. E fin an eil abadenn e voe un dra spontus ne oa c’hoarvezet biskoazh en abadenn, unan bennak o tilezel ar c’hoari! Wouh!

En trede abadenn, gant 11 kenstriver neuze (dibabet o deus mirout ar paotr skarzhet goude dilez egile) a oa skignet tro-dro da ouel Valantin e oa ret dezho prientiñ ur pred evit un den a garont (mamm/tad pe gwreg/gwaz dre vras). An hini a c’houneze en doa ouzhpenn ur pred en ur palas hag un nozvezh du-hont. Ar re all avat, zoken m’eo tremenet mat an arnodenn hag eo bet kavet mat pep asiedad, o deus ranket kenstrivañ en ur sirk, evel ur gwir emgann gladiatourien ^^ Roet e veze dezho traoù da ober (ur plad legumaj nemetken hep skeiñ an disterañ tra, un alumenn velen en dibarzh, gwenn en diavaez gant un û “e doare spilhennoù” (? “en filets” e oa ar ger, hini ebet na ouie petra oa!!) war c’horre, ur plad gant kig hep implijout holen met blaz holennet memestra gantañ, ober ur wastelenn “koadeg du” hep poazhañ ar wastelenn) bep tro e c’houneze unan e oa dibabet evit ar sizhun o tont hag echu gant ar genstrivadeg spontus. Ur wech tremenet ar pevar tra-se e chome 6 den : daou-ha-daou e oa ret dezho sevel un digor-pred hag ur plad kreiz gant memes legumaj met disheñvel mik an daou. Bez e oa onion, betaravez hag ach. Ar strollad gant ach en deus gounezet setu e ranke ar pevar a chome sevel un dibenn-pred gant ach, ha skarzhet unan anezho da c’houde!

Er pevare abadenn e oa ret dezho aozañ ur bento evit bugale, gant spered ar c’hyaraben (“character bento”), klask kontañ un dra bennak, implijout livaj evit krouiñ ur bed. Pemp hepken a zo bet tañvaet gant ar vugale, dibabet gante dre o neuz, ha votet o deus evit an daou a oa gwelloc’h dezho a fed blaz. Da c’houde eo bet divizet gant Cyril Lignac pe hini a oa gwelloc’h dezhañ e-touez an daou-se. An hini en deus gounezet a oa dibabet diouzhtu evit chom met ret e oa dezhañ kemer perzh en arnodenn a oa war-lerc’h a-benn krouiñ skipailhoù kempouez.
Daou skipailh tri n’eus ranket prientiñ ur plad gant pesked ha legumaj hag un dibenn-pred “religieuse” evit seurezed ur gouent. Arabat e oa dezho komz etrezo e-kerzh an teir eurvezh o doa evit prientiñ an traoù. Fentus-tre e oa da sellet, eus un tu peogwir e veze santet pegen hegaset ‘oa an dud hep ar gwir da gomz hag eus un tu all peogwir e oa fentus merc’hed ar gouent. Dibleg eo bet an disoc’h met merzet eo bet pegen brav e oa labour Ruben war an dibenn-pred. (Unan eus prantadoù gwellañ abadennoù ar bloaz-mañ eo bet evidon-me)
Ar pevar all a ranke labourat daou-ha-daou evit ober ur saladenn frouezh hag un “île flottante”, notennet e oant gant ar chef Michalak, patiser gwellañ ar bed sañset. Teir eurvezh o doa evit labourat met buan-tre eo bet ret dezho echuiñ ar saladenn frouezh en un hanter-eur, ar pezh ne oa ket bet jedet tamm ebet gant ur skipailh a oa krog da lakaat traoù da boazhat hag all. Goude-se e chome an eil dibenn-pred neuze hag ivez un draig all : pep hini, evitañ e unan a ranke ober ur meuz, gant neuz diavaez un dibenn-pred met a vefe ur plad sal. Ur spered un tamm drol a oa a-hed an arnodenn neuze, gant ar santad “ret eo labourat evit ar skipailh met e ken kas eo ret din ober un dra dispar evit ma saveteiñ ha flastrañ ma c’heneil”… Menozioù dedennus-tre a zo bet ha traoù brav eston.
Evit an tri den war-var da vont kuit e oa ret dezho labourat ar fourmaj a-benn sevel ur meuz. Merzet ‘m eus ne oa ket bet goulennet alies digant perzhidi Top Chef labourat tro-dro d’ar fourmaj ha daou diwar tri na blije ket-se dezho zoken! gant ar vezh! Traoù zo a seblante lipous kaer avat !

En abadenn warlerc’h e oa ret dezho prientiñ ur plad da gas evit tud n’o deus ket kalz a amzer evit debriñ da greisteiz, un dra yen neuze hag aes da zreusdougen. 9 tra diazez a oa (pesked ha kig) ha n’halle den implijout memes tra hag e geneil. Traoù ‘zo a oa tort un tamm… Da c’houde o deus kaset o fladoù da gomedianed Scènes de Ménage. Daou goublad a oa o tañva, dibabet o deus pep hini ur meuz a blije dezho kalz. Cyril Lignac en deus dibabet an hini gwellañ ha setu un den kalifiet dre ret.
Goude-se e oa pemp keginer o labourat asambles : unan anezho a oa ar chef (dezhañ da ijinañ ar meuz ha da ren an traoù) hag ar pevar all o keginat. Er fin en deus ranket e-unan dibab an hini a glote an nebeutañ gant ar pezh a felle dezhañ. Ur riskl a oa ivez evitañ : ma na veze ket dibabet memes plad “gwann” gant ar chefed e oa eñ ivez mui an hini “gwann” da vont d’an arnodenn adtapout. Souezhet-mik on bet gant an disoc’h, peogwir eo bet divizet gant ar chefed diskar ar c’heginer ha n’eo ket ar chef (a zo sañset da ziwall d’ar pezh a vez kazet d’an arval, memestra…), votet o deus evit memes hini neuze. Kavet ‘m eus-se start, dreist-holl e oa bet gloazet ar paotr e-pad an arnodenn ha kendalc’het gantañ… Ma.
Ar pevar all o deus ranket labourat daou-ha-daou evit kinnig ur pred klok doare ar pezh a vez kavet e pretioù klasel a vez war an hentoù. Ur bagad tud war voto a oa o tebriñ. Pep skipailh a ranke kinnig un asiedad legumaj kriz hag ur skañvadell chokolad. Ar plad kreiz a oa pe brizhilli gant patatez eus un tu pe lapin gant moutard eus an tu all.
Tri faotr a oa war-nes mont kuit, dipitet on bet gant an disoc’h ar wech-mañ, peogwir ez eo bet (evidon) heuliad anat ar pezh a oa c’hoarvezet e kerzh arnodenn ar “chef” o ren ur skipailhad. Tristik un tamm e oan 😦

C’hwec’hvet abadenn : pedet eo bet labourerien-douar L’amour est dans le pré, un toullad mat e oant ha pep hini en doa degaset ur produ eus e atant. Ret e oa d’ar geginerien implijout an holl draoù bet degaset ganto! Pep labourer-douar a vote evit e meuz karetañ ha Cyrille en deus gounezet ar gwir da genderc’hel dre ret ar genstrivadeg. Da c’houde e voe lakaet pevar keginer da grediñ e oant o vont da zistanañ en ur vont da sellout ouzh abadenn Jamel hag e gomedy club. E kerzh an abadenn e c’houlenn ar farser diganto prientiñ ur c’houskous evit 10 a dud. Setu neuze ur skipailh paotred a-enep d’ur skipailh merc’hed.
Kalz startoc’h e oa an arnodenn evit ar re all : skipailhoù daou-ha-daou ivez a renke kinnig un digor-pred, ur meuz hag un dibenn-pred rediet, hini ur predti cheuc’h. E gwirionez e oa ur pech, notennet e oant war ar pezh a oant gouest da gas evit respont da c’houlennoù dic’hortoz an arvalien : un digor-pred hep boued mor evit ur plac’h dougerez, un digor-pred gant caviar evit ur paotr eus an jet-set, ar memes meuz met didruz evit ur plac’h hag ur “c’hafé gourmand” evit unan all e fin ar pred. Start eo bet an traoù hag anat e oa n’o doa ket tout memes doare da welet an traoù…
Tri faotr a oa war-var da vont kuit er fin, ha ret e oa dezho labourat gant pesked plat.

Er seizhvet abadenn eo bet ret d’ar 7 keginer a chom keginat chorizo. Iskis e oa an traoù peogwir e kroge daou da geginat, ret e oa da bep hini dibab daou all goude un hanteur eur, ha zibabe daou all goude un hanteur eur. Dre ret e oa unan a chome hep keginat neuze. Chefed eus Bro Euskadi a zibabe peseurt strollad tri flad a oa gwelloc’h dezho, hag e-touez an tri-se, an hini gwellañ a oa dibabet gant Cyril Lignac. An hini a c’houneze a oa sur da genderc’hel gant ar c’hoari.
Ar c’hwech keginer all a oa kaset da Amiens a-benn prientiñ boued da ginnig da dud deuet da selaou un abadenn sonerezh. Traoù aes da zebriñ neuze ha diazezet war produoù heverk eus an Norzh : fourmaj Maroilles, fav-gwenn Soissons), silienn-dour-dous mogedet ha koñfitur laezh (Naon ho peus hañ bremañ?! :p). Daou skipailh tri e oa. E-kreiz an traoù ez eo bet goulennet da bep hini ober ur “welsh” eus un tu hag ur “galopin” eus an tu all, an hini gwanañ a golle, zoken ma c’houneze ar skipailh. Etre an dra-se hag ar pezh a oa c’hoarvezet en arnodenn gentañ ‘m eus kavet gwall start an traoù ar sizhun-mañ! Pevar den o doa da dremen an arnodenn war-lerc’h : dre skipailhoù daou e oa ret dezho prientiñ ar pladoù a felle d’an arzourien a oa o kanañ. Tri o doa da brientiñ : scampi gant koavenn, kig houad gant mel ha spisoù, eog poazhet-tre gant kaol-fleur.
Ar skipailh en deus kollet a n’em gannas en ur ginnig un dibenn-pred diazezet war ar frouezh.

Eizhvet abadenn! Kroget en deus an traoù gant ur meuz yen da brientiñ evit sportourien : c’hoarierien tennis a-vicher a oa o krogata. Pep hini en doa da geginat tanavennoù pesked pe kig. Ret e oa dezho prientiñ an darn brasañ er gegin, kas pep tra ganto hag echuiñ e Bercy e lec’h ma oa ar c’hrogadoù. Tañvaet eo bet ar meuzioù gant un toullad c’hoarien gall ha dibabet unan da gemer perzh dre ret ar sizhun o tont.
Dre ma chom 6 keginer e oa ar mare mat evit “brezel ar predtioù”, dre skipailhoù daou. Pep skipailh en doa 2500€ evit ober pep tra (prenañ arrebeuri, asiedoù, kinkladurioù ha boued) ha daou devezh evit en ober. An den en deus gounezet an arnodenn araok a zibabe peseurt predti evit e skipailh ha pere evit ar re all. A-benn ar fin eo bet fairplay a-walc’h an traoù ha pep hini en deus bet ur predti ha blije dezhañ hag ur c’heginer bet skarzhet araok da sikour.
Un dra hegasus a oa avat : unan eus ar skipailhoù na vefe ket dibabet gant ar jury evit kemer perzh en arnodenn zoken! Dre neuz diavaez ar predti (dre ar prenestr ha gant ar roll-meuzioù) o deus an dibab tud (barnerien-predtioù a-vicher) reiñ o chañs da daou bredti hepken. Bam! Daou geginer en arvar diouzhtu (hag ur bern boued kollet?? Kroget o doa da brientiñ pep tra evit chom hep koll amzer goude…). An daou skipailh all o deus degemeret 16 kouviad neuze. N’eo ket tremenet fall dre vras, met ur skipailh en deus gounezet mik an arnodenn. 4 den a oa en arvar e fin an abadenn neuze ha ret dezho keginat ûoù gant tri stumm disheñvel d’an nebeutañ (e-keñver danvez dreist-holl).

Emañ ar fin  o tostaat en navvet abadenn! Pemp keginer a chome hepken. Un heuliad arnodennoù a zo bet, an hini a c’houneze a chome evit ar sizhun war-lerc’h. An arnodenn gentañ a voe aozañ ur pred klok evit pesketerien e Cherbourg, gant pesked. An dibenn-pred zoken. An eil arnodenn a voe ispisial un tamm : ret e oa da bep hini kinnig ur meuz diazezet war penn al leue evit bezañ skeudennet.  Ar chef Yannick Alléno a zibabe an div skeudenn wellañ evit tañva ar meuzioù-se. Ar meuz gwellañ a c’houneze ar gwir da vezañ embannet en e gelaouenn, Yam.
An tri c’heginer a chome a ranke mont e ti tud ordinal da geginat un daoliad voued evit 20 amezeg, un arnodenn glasel er c’hoari, hini gouel an amezeien. An daou o doa gounezet an traoù araok a zibabe e peseurt ranndi e ranke pep hini labourat.
Er fin e voe an daou diwezhañ  o kinnig ur meuz kig morc’h ha skarzhet unan.

Erru mare an hanterc’hourfenn. Teir arnodenn e voe ha bep tro e oa tu da unan bezañ dibabet diouzhtu evit mont er gourfenn. Kregiñ a rae gant ar chef Etchebest a ginnige e rafe ar geginerien ur meuz e stumm arnodenn “Meilleur ouvrier de France”. Kig leue farset gant togoù toseged ha kig yar, avaloù-douar “c’hwezhet” (soufflées), hag un doare kroc’hen bara-minvig war ar c’hig e stumm un damer gwer ha gwenn… Start-tre e oa peogwir e oa ar chef e-kichen ar geginerien, o reiñ alioù pe o notennoù o emzalc’h, unan anezho n’en deus ket bet ar gwir da echuiñ e blad zoken, tri hepken a veze tañvaet. Cyril Lignac a notenne ivez, ha n’int ket erruet d’ar memes disoc’h setu e ranke ar pevar distreiñ da genstrivañ.
War-lerc’h int bet pedet en otel 5 steredenn e-lec’h m’emañ Stéphanie Le Quellec (ar plac’h gant un anv brav he doa gounezet warlene) o labourat. Profitet o deus mat eus an nozvezh met goude-se…
Ret eo bet dezho adkempenn un digor-pred savet ganti e doare ur meuz : meilh-ruz gant legumaj
Araok kregiñ an arnodenn o deus ranket kemer perzh e kwizoù bihan diwar-benn an avalaoù, meuzioù lec’hel, tomatez ha flugez, start e oa peogwir e oa ret dezho kavout ouzhpenn an hanter bep tro! Unan hepken zo deuet a-benn ha miret neuze an eurvezh hanter evit keginat. Ar reoù all o doa ur c’hard eur nebeutoc’h bep tro m’o doa kollet ur c’hwiz, unan anezho n’eo ket deuet a-benn hag en deus ranket keginat en un hanteur-eurvezh!! Stéphanie a vouezhie hag ar chefed ivez, met n’int ket deuet d’ar memes disoc’h ur wech ouzhpenn.
Da c’houde e oa ret dezho kinnig taoliadoù-boued (fourmaj/charkuterezh/boued-mor ha dibennoù-pred) d’ur c’houblad tud euzhus pinvidik-mort gant ul lestr-bale… Staliet e oa peder zaol war ar vag ha bep hanter-eur e oa ret dezho cheñch ha keginat un dra all. Avel spontus, binvioù nul, n’eo ket bet aes an traoù… Hag ali an daou den kennebeut. Ur wech ouzhpenn n’eo ket aet ali ar chefed war memes tu eget hini an dud a vote ivez neuze n’eus bet den rakdibabet dre ret (efedus-tre ar reolenn nevez-se!). Evit gouzout piv a vo da skarzhañ o deus ranket keginat ur meuz gant kig houad.

Ar gourfenn! An arnodenn gentañ a dremene en tren an “Orient-Express”. Ret e oa dezho keginat e keginoù an tren, hemañ o vont war-raok. Ur roll-meuzioù rediet o doa ha ret e oa e vefe “delezek” eus an tren cheuc’h-se… Un digor-pred gant legestr, avu-lart ha toazon-leue, ur plad-kreiz gant spilhenn-vevin gant ul “liorzhad legumaj”, hag ur c’hrumble per evel dibenn-pred. 10 munut o doa war ar c’hae evit dibab ar boued a implijfent ha goude-se, dao! Dibabet eo bet gant ar chefed met da gentañ o deus goulennet digant pep hini kontañ un tamm petra en deus degaset an abadenn dezho… E doare un emgav tuta un tamm, iskis ‘oa!
An daou a chome o deus ranket kinnig ur pred evit ur gala gant Action contre la Faim (ne farsan ket met kavet em eus e oa un tamm “fent du” aze…) gant 100 a dud o tebriñ. Keginet o deus e-pad 10 eurvezh gant sikour ar re a oa bet skarzhet araok (hag evel er skol e vez dibabet piv a zo e peseurt skipailh, hini-hag-hini…). A bep seurt a zo bet lâret gant ar chefed hag un toullad tud er sal, met dreist e oa an daou dibenn-pred war a seblant. Iskis e oa un tamm an doare da zilenn ar pred gwellañ : pep hini en doa 100€ ha dibab a rae petra reiñ d’ar pred A ha petra reiñ d’ar pred B (60€ ha 40€ da skouer). Ha setu penaos eo bet gounezet a-bellig gant Jean, a-unvouezh etre ar chefed hag ar c’houvidi…

N’ouzon ket perak en deus seblantet din startoc’h ar pezh a veze goulennet digant ar re a gemere perzh (met warlene dija em boa bet ar santad-se!) ha me gav n’eus ket kalz a dra a lakfe an dud da gaout un darempred plijus, pa vez skipailhoù ne seblant ket bezañ gwir kenlabour bepred ha pa ne vez ket ez eus ur spered fall gante e vezont lakaet da genstrivañ kenetrezo e-korf an arnodenn zoken! (Ar santad-se ‘zo krouet alies gant an tammoù “ouais la gagne” a vez frammet eveljust). N’em eus ket soñj penaos e oa warlene met ar re a c’houneze ar genstrivadeg gentañ a ranke memestra ober ar re all gant un doare “immunité” pe un dra da sikour anezho da c’hounit pe da lakaat ar re all da goll. Ar bloaz-mañ e oant savetaet diouzhtu (en abadennoù kentañ, met a-benn ar fin n’en deus ket padet pell!). War memes tro en abadennoù da c’houde ez eus bet tu da welet spered fall ar re o doa gounezet dre ret, gant skipailhoù daou-ha-daou e oant techet da chom hep labourat re ha start-tre e oa evit ar paourkaezh hini en/he doa da labourat ganto!
Re hir e kavan an abadenn dre vras, ha dreist-holl an arnodenn gentañ n’eo ket gwall bouezus a-benn ar fin (an holl a labour start hag unan a vez savetaet hepken). Souezhet on bet avat gant ar meuleudi a veze roet d’an dud gant ar chefed, d’ar re o vont kuit dreist-holl, seblantout a raent kaout keuz skarzhañ tud alies. N’on ket bet displijet o sellet evel-just, c’hoarzhet ‘m eus kalz abalamour da vlev Jean pe frazennoù droch Norbert (skouerioù dispar amañ) met seblantet en deus digempouez alies ha pas gwall just bepred.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: