My Week With Marilyn

N’hallan ket diskar My Week With Marilyn peogwir n’on ket enaouet e-kerzh ar film hag em eus kavet mat-tre an aktourien. (Michelle Williams a zo bamus a-walc’h memestra.) N’eus ket tu da lârat e vefe soutil na pouezus siwazh. Ne vez ket desket kalz a dra diwar-benn Marilyn Monroe (alkool ha louzoù, dale evit dont da labourat hag all…) ha poan hon eus un tamm o kompren an haroz (ket an hoal en deus eviti met perak en em laosk ober evelse). An dra deuet ar bravañ marteze eo ar santad digenvez he deus abalamour d’an diforc’h a zo etre he fersonelezh gwirion ha tudenn Marylin Monroe… Klasel-kenañ eo an hollad ha d’ur mare em eus bet ar santad e oa dres e memes spered ha filmoù all warlene evel The Artist pe Hugo, a gomz diwar-benn ar sinema, istor ar sinema. Un tem a seblant sorc’henniñ a bep seurt tud er mare-mañ… A-benn ar fin e ro ar film kalz c’hoant da wellet an hini a vez filmet en istor : The Prince and the Showgirl. Ma, setu n’eo ket nul spontus met na damalit ket din m’hoc’h dipitet :p

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: