New York en pyjamarama

Ur pennad dale ‘zo ganin met bon, poent mont da gousket, ul levrig araok menel!
Ur mare zo n’em boa kinniget levr doare album evit ar vugale ebet amañ (ne lennan ket bernioù kennebeut) met hemañ a zedenne ac’hanon abaoe pellik (gwelet am boa anezhañ e mirdi Jeu de Paume Pariz e-kerzh miz Meurzh…).
Oh, n’eo ket gwall luziet an istor (na dedennus kaer en gwirionez) : ur paotrig a hunvre emañ e New York, gwelet a ra ur bern traoù, an tourioù uhel, an otoioù, tud e-leizh ha me-oar-me.
Ar pezh a zo dispar gant New York en pyjamarama (ouzhpenn an titl!) a zo ar mennozh kinnig tresadennoù gant teknik ar “skeud-sinema” (ombro-cinéma… n’anavezen ket ar ger e galleg kennebeut!). A-drugarez d’ur folenn blastik marellet a vez tremenet dousik war ar pajennoù e weler kêr New York o tont da vev! An otoioù war an hent tizh, an dud o pignat hag o tiskenn er gourc’hmarc’had, delioù gwez Central Park o krenañ en avel… (Kit amañ evit gwelet an disoc’h, deuet brav eo ar skeudennoù) ha peadra a zo da vezañ bamet, mont a ra mat-tre en dro ha tu ‘zo da chom e-pad pell da lakaat an traoù da fiñval tamm-ha-tamm! Un tammig dipitet gant an istor n’eo ket a-bouez na netra met kendrec’het penn-da-benn gant an tu “hud” a zo gant an teknik-se. Ur gwir blijadur eo, zoken evit ar vugale vras! ^^

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: