Julius Winsome

Meur a wech e oa bet kuzuliet din Julius Winsome hag ur pennadig zo e felle din e lenn. A-benn ar fin em eus kredet e gemer war stalennoù al levraoueg!
Julius Winsome a zo ur paotr 50 vloaz bennak o chom en un ti e kreiz ar c’hoad e Kanada en tu bennak. Bevañ a ra e-unan gant e gi Hobbes. Sioul eo e vuhez, lenn levrioù e-tal an tan ha pourmen er-maez, betek na vefe tennet war e gi. Ur chaseour faziet? Pe un dra washoc’h evit e dizhout? Sodiñ a ra Julius, dreist-holl pa verz pegen drouk eo an dud pa lak skritelloù evit kaout titouroù diwar-benn marv e gi e “kêr”.
Pa deu tud tro-dro d’e di ne chomont ket bev e-pad pell…
Ur romant dial eo Julius Winsome, un dial yen en un endro leun a erc’h… Ha koulskoude n’eus ket tu da gavout Julius ken spontus-se… Prederioù diwar-benn ar brezel (skoet eo bet e dad-kozh hag e dad), karantez al lennegezh hag ar yezh… Ur bern traoù a lak Julius da vezañ denel, start eo gwelet anezhañ evel ul lazher didruez.
Aergelc’h ar gêriadennig a zo nec’hus ivez…
Ur romant berr eo met kreñv, gant ur bern prantadoù ha frazennoù brav eston, leun a varzoniezh.

Advertisements

4 Respont to “Julius Winsome”

  1. Peadra da soñjal er film “Red”, hini 2008, ket an hini gant Bruce Willis. Notenniñ a ran…

  2. Aon em eus bet e-pad un eilenn ^^
    N’anavezan ket ar film-se, war a seblant e vefe savet diwar ur romant gant Jack Ketchum (n’anavezan ket muioc’h)
    Feulsoc’h e seblant bezañ memestra…

  3. Laouen on o welet out bet plijet gant Julius Winsome.
    Dreist ‘m boa kavet al levr-mañ. Kuzuliañ ‘ran ‘nezhañ d’al lennerien a-wechoù.

  4. Ya, trugarez da vezañ e guzuliet din!
    Soñjal a ran ivez kuzuliañ anezhañ met er mare-mañ e vez goulennet traoù skañv kentoc’h… :/

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: