Super

Dipitet e oan bet ne vefe ket deuet Super er-maez er sinema er c’hwec’hkorn (pe gant un niver a skouerennoù ken dister e kreiz an hañv ma na oa tamm diforc’h ebet) met gwelloc’h eo bet evidon en ur stumm.
Super a zo ur film n’em eus ket komprenet diouzhtu, ret eo bet din sellet ouzh an traoùigoù ouzhpenn war an DVD evit kompren. Ijinit neuze er sinema…
Ma, petra eo Super neuze?? Istor ur paotr ordinal, un tamm dister zoken, a ziviz dont da vezañ un doare super-haroz. N’en deus galloud ispisial ebet eveljust, na arc’hant na mann ebet. Ober a ra un tamm gwiskamant ha dibab un arm a gav e-touez e ostilhoù ha setu. Un abeg a zo d’an diviz-se : aet eo e wreg kuit gant ur gwerzher dramm ha krediñ a ra en deus un doare pal da gas da benn : saveteiñ anezhi. Ul lodenn un tamm relijiel drol a zo (Doue a gaoze gantañ evit lakaat anezhañ da gompren e bal meneget a-us) am eus bet poent o kompren. Da c’houde, n’eo ket gwall fentus ar film. Tammoù zo a zo droch a-walc’h met truez hon eus evit an dudenn kentoc’h eget santadoù all.
Sot-nay e seblant ar paotr bezañ ha kalz re bell e ya eveljust (war var lazhañ ur c’houblad a dremen dirak an holl en ul lostad tud o c’hortoz evit mont d’ar sinema da skouer). Ha c’hoazh, ur bern kodoù en deus keñveriet gant Libby, plac’h ar stal levrioù bannoù-treset a sikour anezhañ : hi a skoo gant forzh piv, evit c’hoari hepken…
Direnkus-tre ‘m eus kavet an hollad neuze, chomet on a-hed ar film da n’em c’houlenn pa kaven-se fentus pe spontus ha ma oa sirius pe get ha peseurt kemenn e oan sañset da gompren.
A-benn ar fin e tiskouez ar film pegen spontus e c’hall an dud ordinal bezañ pa soñj dezho int a-us d’al lezennoù, an doare follentez a zo gant “justiserien” ar pemdez, dañjer ar milisoù ma fell deoc’h.
Siwazh e skañva an traoù er fin hag ec’h implij ar film ar c’hodoù n’en doa ket implijet araok : lakaat an traoù e doare comics, feulster fun e plas traoù taer ar penn-kentañ. Eveljust ez eus tu da soñjal e tiskouez-se n’en deus an dudenn tamm bevenn ebet ken (un dra spontus a c’hoarvez just araok) met setu an doare traoù en deus miret ouzhin da gompren mat pal ar film…
Evurusamant ec’h echu en un doare kentoc’h speredek an traoù, met iskis-tre eo Super hag etre-daou e choman c’hoazh, anat deoc’h.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: