Dielloù evit Ebrel, 2012

The Conspirator

Posted in Filmoù on Ebrel 30, 2012 by geekezig

The Conspirator a zo film diwezhañ Robert Redford ha n’eo ket bet deuet er-maez er sinema er c’hwec’hkorn. Marteze abalamour d’ar prantad istorel (n’eo ket anavezet kaer) pe d’ar stumm : ur film-prosez eo.
Ma, petra ‘zo kaoz neuze? Kregiñ a ra ar film an devezh m’eo bet muntret Abraham Lincoln. Diouzhtu e fell da vinistr an arme kavout tud kablus a-benn sioulaat ar bobl. Kavet e vez un toullad paotred eus ar Su a zo bet o kemer perzh er muntr ha dreist-holl Mary Surratt, katolikez pinvidik (perc’henn war tiez ha tachennoù) hag eveljust eus tu ar su.
Degemeret he deus bet paotred eus ar strollad en deus lazhet Lincoln peogwir e oant mignoned he mab. N’ouzer ket mat peseurt perzh he deus bet en afer ha petra a ouie eus raktres he mab. N’eo ket se a zo pouezus a-benn ar fin. Ar pezh a zo pouezus a zo ar fed e vefe bet barnet ar plac’h-se gant soudarded ha n’eo ket gant tud ordinal. Anat eo e oa bet dibabet adalek ar penn-kentañ disoc’h ar varnadenn.
Klasel-tre eo ar film, soñjal a rae din e vefe muioc’h en stumm ur “saga” bammus, met n’eo ket peogwir e chom kalz tro-dro d’ar prosez eveljust. Anzav a ran on bet tapet gant an istor, dianav penn-da-benn evidon.
Spontus eo istor ar plac’h-se, ha dreist-holl skeudenn ar Stadoù-Unanet hag ho gouarnamant na zouje ket eus he zestennoù diazez adalek ar penn-kentañ… Abalamour d’ar brezel eveljust met memestra…
Ur film dedennus.

Advertisements

W.i.t.c.h. 1×1 Halloween

Posted in Levrioù bannoù-treset on Ebrel 30, 2012 by geekezig

An deiz all e oan o sellet ouzh un abadenn gozh eus Roadstrip e-lec’h ma oa kaoz eus un diskouezadeg Skydoll, aterset e oa Alessandro Barbucci e-barzh ha neuze e voe meneget W.i.t.c.h. Aze e teuas da soñj din ec’h ampresten ar gelaouenn digant merc’hed el lise a-benn lenn ar bannoù-treset ha kompren a ran gwelloc’h perak e plije din ^^
Ma, un degouezh a-feson eo bet pa ‘m eus gwelet e oa erruet levrenn gentañ ar rummad el levraoueg (d’am meno n’em boa ket bet lennet penn-kentañ an istor biskoazh).
Ul levrenn digoradur klasel eo Halloween : gwelet e vez Will (an harozez bennañ) oc’h erruout en ur gêriadenn nevez. Ober a ra anaoudegezh gant ur strollad merc’hed er skolaj. Buan e vefont karget da zifenn “un dra bennak” (ur voger, met n’eo ket gwall sklaer c’hoazh) a-drugarez da nerzh an elfennoù (dour, tan, aer, douar).
Un istor galloudoù da vestroniñ, mignoniezh ha skolaj koa! N’eo ket gwall luziet met efedus ha plijus eo, hag anzav a ran e plij kalz an tresadennoù din, a glot mat gant stil Disney eveljust. Aaaah, na pegen dreist e vefe bet kaout seurt traoù da lenn pa oan 10 vloaz! ^^

Twixt

Posted in Filmoù on Ebrel 30, 2012 by geekezig

Ur skrivagner dister a-walc’h eo Hall Hamilton, mont a ra da dediañ e levr en ur gêriadenn un tamm souezhus lec’h m’eo c’hoarvezet traoù spontus pell zo. Emañ e wreg o c’houlenn digantañ skrivañ ul levr sorserezed ouzhpenn a-benn kaout arc’hant ha sheriff ar gêriadenn o kinnig dezhañ ur raktres levr da skrivañ asambles. Ne fello ket dezhañ selaou araok na hunvrefe eus traoù iskis…
Santet e vez eo prederiet Francis Ford Coppola gant a bep seurt traoù abaoe un toullad bloavezhioù, an amzer o tremen en o-zouez. Kaoz ez eus ivez eus an awen evit un arzour (dre an hunvreoù evit haroz ar film Twixt)…
E gwirionez em eus kavet e oa un toullad mennozhioù mat er film hag e oa prantadoù fentus (daoust ma ne gleven den all ebet o kavout-se fentus er sal…). Domaj eo e vefe ken vil “bed an hunvreoù” ur spont…
N’em eus ket kavet Twixt ken iskis ha Youth Without Youth em boa kavet poanius-tre met ret eo anzav n’eus pal resis ebet kennebeut… Iskis!

The Legend of Zelda : Skyward Sword

Posted in C'hoarioù video on Ebrel 30, 2012 by geekezig

Evel boaz em eus lakaet pellik evit echuiñ gant ur c’hoari. Ret eo lârat ne c’hoarian ket bemdez hag un hanter-eur bep tro, tamm-pe-damm. Lakaet ‘m eus tro 52 eurvezh evit echuiñ ar c’hoari am boa kroget nepell goude ma vefe deuet er-maez d’an 18 a viz Du 2011.
Ma, n’eo ket grevus!
Kregiñ a ra an traoù en ur gêriadenn war un enezenn en oabl. Studier omp er skol a-benn bezañ “marc’heg” (evned a vez implijet evit beajiñ ha n’eo ket kezeg 😉 ), Zelda a zo hor mignonez, un aergelc’h peoc’hus ha leun a livioù…
Eveljust e vo klasel an traoù da c’houde : mont da glask tammoù “kartenn” evit dizoloiñ ar bed a zo dindan an oabl, kavout ur benveg sonerezh, sikour tud, kreñvaat ar c’hleze, kavout lodennoù un ton sonerezh… Ret e vo beajiñ un tamm pep lec’h, mont e lec’hioù disheñvel hag all. Plijet kaer on bet gant an istor hag an aergelc’h dre vras. Fromus-tre ‘m eus kavet ar prantad ur wech digoret dor an amzer zoken (goude bezañ echuet da greñvaat ar c’hleze, araok klask sonenn an haroz)…
E gwirionez e plij din an darempredoù a zo etre Link ha Zelda er c’hoarioù diwezhañ.Startik eo kustumiñ d’ar wiimotion plus (marvet on 3 gwech araok kompren penaos lazhañ ur skulltula T-T), ur wech boaz e tremen mat an traoù. Un tamm hegasetoc’h on bet gant ar c’hamera a ranker plasañ reizh en-dro ordin, al lammoù otomatek (da gustum e plij-se din met aze on kouezhet meur a-wech e toulloù peogwir e oa plaset fall ar c’hamera ha marvet e plas lammat…), nijal ‘m eus kavet torr-penn (anat ne nijet nemet evit mont betek ul lec’h resis, n’eus ket prantadoù “hey, mont a ran forzh pelec’h da welet” evel e-barzh Wind Waker…) hag implij an delenn n’eo ket anat (tamm ebet.).Berr awalc’h eo an donjonoù (tourioù-meur? kestell?), an enebourien-fin n’int ket re start da drec’hiñ kennebeut, plijet spontus on bet gant templ “indian”, bag ar morlaeron… Ar startañ (ha nec’husañ) a zo ar prantadoù e bed ar speredoù pe bredva evel m’eo disoc’het ur gaozeadenn war dwitter ^^ (psysalis e galleg), e-lec’h ma ranker kavout 15 “daerenn” evit uhelaat hor spered, evelse e kaver un dra a sikour da vont war-raok (ha da gavout un donjon nevez) ha bezañ delezek da glask warlerc’h ar flamenn a welao hor c’hleze.Brav eo ar sonerezh, dipitet on bet un tamm gant an hini drouk (estreget er fin ^^). Fay a zo torr-penn un tamm (aha, un daerenn pe ziv a oa war ma dremm pa voe poent dispartiañ koulskoude!), domaj eo na vefe ket bet reizhet an tu torr-penn a gemenn pep tra “kavet o peus ur rubi!” “dastumet ho peus un amprevan!” (se ‘oa torr-penn dija e-barzh Twilight Princess) >< met n’eo ket traoù dramatek.
Cheñchamantoùigoù a zo : tu ‘zo da redek! pa reer ur striv e tispigner energiezh, ret eo gouzout chom a-sav neuze, pe tapout bleunioù bihan a ro energiezh en-dro, ar memes sistem a zo gant an oksigen en dour (un tamm evel Super Mario 64 ma fell deoc’h).
Dastumet e vez amprevaned ha teñzorioù bihan evel e c’hoarioù all zo eus ar rummad. Tu ‘zo da werzhañ anezho a-benn kaout gwenneien pe c’hoazh implijout anezho : an teñzorioù evit gwellaat o armoù (ya, ur stal a zo evit kempenn ha gwelaat an dafar!), an amprevaned evit gwellaat an dourennoù apotiker (kalz muioc’h eget kustum a zo). Hag armoù nevez a zo zoken (met miret eo bet ar skourjez a gaven ken dreist e-barzh Spirit Tracks! Indiana Link Jones style!) Un niver a blasoù resis hon eus er sac’h, ret eo dibab petra kas ganeomp neuze. Ar skoedoù a wanna tamm-ha-tamm (terriñ a reont zoken) ha perzhioù disheñvel o deus (koad a zo bresk pa vez tan, houarn bresk pa vez tredan…) Ret eo gouzout dibab hon dafar hervez al lec’h neuze. Un toullad perzhioù nevez n’int ket displijus a gav din. N’eus feunteun boudiged ebet avat! (merzet em eus se er fin tout pa oa un ton sonerezh hañval eus hini Fairy Fountain ^^)
Echu eo gant ar skramm ehan ivez. Un doare dibab armoù ha dafar “buanoc’h” a zo met c’hwitet eo (e-kerzh un emgann e kendalc’h ar re drouk da dagañ ar pezh a c’hall lakaat da zibab an arm fall.).Blaz Ōkami ‘m eus kavet gant daou dra resis : n’eus ket tu da saveteiñ forzh pelec’h ken, bez ez eus delwennoù ur wech an amzer evit en ober ha tech adimplij ar memes boss meur a-wech (“le banni” hañ…), se ‘zo domaj.
Lennet ‘m eus tud o klemm e keñver ar bed a zo bihan awalc’h… Me ‘m eus kavet plijus an tu-se. Ret eo distreiñ da lec’hioù zo, un doare redi da sellet pishoc’h, da glask mont pep lec’h. Hag e fin ar c’hoari e kave din e oa brav an dachenn memestra…Evel boaz ez eus traoù skañvoc’h ivez : sikour tud (mont da gerc’hat traoù evito, traoù evelse), klask warlerc’h “kuboù an doueez” evit diskoachañ teñzorioù (arc’hant pe traoù evit gwellaat/aesat ar c’hoari) hag all.
Hopala, un dispac’h a zo ivez : komz a ra Link! Na rit ket bil, ne vez ket klevet  o komz met da vareoù zo e vo tu da zibab peseurt respont a reer d’an dud a gaoze ganeomp, d’am soñj n’en deus-se efed ebet war ar c’hoari met fentus eo.Mod all eo iskisoc’h c’hoazh ar c’haracter desing eget e-barzh Twilight Princess evidon met bon ^^ n’eo ket gwall dra. N’eus ket goron/zora dre ret, plijus eo gwelet boudoù all ha gwelet tres “ar vojenn” (tu ‘zo da zivinout Tour an Doueed a vo e-barzh Spirit Tracks, ar sheikah a zo aze bepred hag all).
Kalz plijadur ‘m eus bet o c’hoari, sioù en deus ar c’hoari, n’eo ket gwellañ hini ar rummad met un aergelc’h en deus hag e blas er rummad digudenn!

Attack the Block

Posted in Filmoù on Ebrel 29, 2012 by geekezig

Kenderc’hel a ran gant ar filmoù gant boudoù treoabl ^^
Ar wech-mañ em eus sellet ouzh Attack the Block. Ur film saoz a felle din gwelet met na veze ket skignet e saozneg…
Tremen a ra an traoù en ur c’harter paour e su Londrez, taget e vez Sam, ur glañvdiourez yaouank gant ur strollad krennarded. Dont a ra a-benn da dec’hout pa gouez un doare meteoritenn war ur c’harr e-kichen. Ur boud iskis a zo aze hag ar baotred a lazh anezhañ evit c’hoari. N’o deus ket soñjet e c’hallfe peurrest ar boudoù dont ivez…
Simpl a-walc’h eo an istor evel ma welit. Ha dispar an doare m’eo bet graet ar boudoù treoabl, diskrivet mat er film : “wolf-gorilla motherfuckers”. Un aktour en ur gwiskamant eo hag adlabouret eo bet un tamm al liv hag ar c’horfeztaol (lakaomp…). Santet e vez ne oa ket kalz arc’hant met servijet en deus en un doare efedus ha kredabl (perak ne vez ket komprenet-se evit ar filmoù o deus ur bern arc’hant??!!). Un drugar neuze. Ouzhpenn-se ez eus ur souezhadennig e petra ‘oa ar boud kentañ ha kouezhet on er pech, laouen e oan o kaout souezhadennoùigoù en istor ivez 🙂
Da c’houde ez eus kalz fent, c’hoarzhet em eus kalzig gant frazennoù dreist. Prantadoù plijus-tre a zo ivez, e ranndi Sam da skouer, peadra da gavout plijus an tudennoù en un doare soutil. Prantadoù gwadek a zo ouzhpenn (graet mat ha heugus ^^”) ha sonerezh doare rap eveljust met a glot mat hag a ro un aegerlc’h plijus. Aon em boa un tamm abalamour marteze d’ar filmoù gall “banlev-skiantfalziti/spont/meoarme” a vez c’hwitet alies. Met aze ‘m eus bet plijadur spontus, me gav eo ur film skrivet mat ha deuet brav a-fed teknik ouzhpenn. Daoust d’an istitloù galleg dre ret (n’eus dibab all ebet war an DVD) a zo nul a-walc’h (brav eo kaout c’hoant ober gwirheñvel ha “levban” (aha, plijout a ra din ober dres ar pezh a rebechan :p) met aze ne ya ket tamm ebet…) e kuzulian digudenn Attack the Block!

Noé 1 – Pour la cruauté des hommes

Posted in Levrioù bannoù-treset on Ebrel 29, 2012 by geekezig

Abaoe pell emañ Daren Aronofksy o labourat war ur raktres film diwar-benn Noe, tudenn ar bibl. Poan en deus o lakaat ar raktres-se da wir avat. Evel evit The Fountain un toullad bloavezhioù zo en deus divizet labourat war ul levr bannoù-treset ivez, en ur c’hortoz e teufe ar film da wir…
Fentus a-walc’h eo bed Noé, peogwir e klot gant ar pezh a anavezer (ha c’hoazh, el levrenn-mañ n’eo ket ar pezh a zo anavezet ar muiañ moarvat) en ur bed a lak da soñjal e filmoù “post-apokaliptek”, c’hoarioù video (ur meskaj etre God of War hag Assasin’s Creed marteze?…) Ur meskaj a ya mat en-dro a-benn ar fin!
Noe a zo dizesper un tamm en ur bed hep plant na boued na netra. Un deiz e krog da welet traoù, soñjal a ra dezhañ eo kemennoù a-berzh “ar C’hrouer” (n’eus meneg ebet eus Doue). Mont a ra neuze da welet e dad-kozh war menez Ararat. Mont a ra kuit gant e familh, ret eo dezho tec’hout rag un arme a dud kollet o spi ganto hag an aeled bet “skarzhet” goude m’o defe sikouret Adam hag Eva (un tamm doare Golem a reont). Echuiñ a ra an traoù pa gompren Noe e vo ret dezhañ sevel un arc’h.
Peder levrenn a vo war a seblant, setu n’eo nemet un digoradur. Un toullad traoù a dremen memestra, lennet e vez buan ha komprenet mat personelezh Noe ha Sem (e vab henañ, a zo dous hag a fell sikour an holl).
Perzh dibar Noé a zo eveljust an tresadennoù, kaer-eston, ur bam. Al livioù, an tudennoù etre manga ha komiks… Ul labour kaer hag a sikour da grediñ er bed-se ha da gaout c’hoant gouzout hiroc’h!

Cowboys & Aliens

Posted in Filmoù on Ebrel 28, 2012 by geekezig

Dispar a gavan mennozh diazez Cowboys & Aliens, meskañ western ha skiant-faltazi. N’ouzon ket peseurt den sod en deus bet ar mennozh dreist/droch-se. Ma, n’em boa ket kredet mont da welet ar film er sinema avat, ‘m eus ket soñj mat perak. Kregiñ a ra ar film en un doare plijus a-walc’h, Jake a zihun hep kaout soñj eus ar pezh a zo c’hoarvezet gantañ met un dro-vrec’h iskis-tre a zo gantañ ha gloazet eo… Mont a ra d’ar gêriadenn nêsañ ha prestik e vo taget gant tud tre-oabl iskis, skrapet e vo ul lodenn eus an dud. Al lodenn gentañ-se a zo blaz ar c’hevrin hag ar western klasel ganti, n’eo ket displijus. Domaj eo e vefe start kaout c’hoant gouzout petra c’hoarvezo gant an tudennoù, poanius eo kavout anezho dedennus/plijus. Setu perak e teu da vezañ start spontus an traoù un tammig araok fin an eurvezh kentañ… D’ur mare bennak eo bet kollet mik ma evezh ha war-lerc’h e oa an haroz o kaout un doare “beaj kevrinek” a-drugarez d’an indianed… *huanadenn* Gouzañvet ‘m eus kalz e-pad peurrest ar film (d’ur mare zo e sellen ouzh an horolaj : 11eur19, ma, dek munut a chom tamm pe damm. Pemp munut warlerc’h : 11eur15, AAAAAAAAAAAh!!! T-T N’on ket distroet en amzer dremenet siwazh met re a c’hoant e yafe an traoù war-raok…), n’em boa tamm c’hoant ebet da c’houzout petra c’hoarvezfe. Spontus eo pegen c’hwitet eo Cowboys & Aliens peogwir n’eo ket dudius tamm ebet ha n’eo ket fentus kennebeut! Ijinañ a raen un dra farsus, ur bern traoù o tremen, kalz muioc’h a draoù droch un tamm lu abalamour d’ar meskaj bedoù met n’eus netra o tremen. Tamm ijin ebet a-dreñv ur mennozh diazez dispar. Trist on ! 😥

%d bloggers like this: