Sherlock – bloavezh 1

Abaoe ur pennadig em boa klevet komz eus Sherlock, ar stirad saoz diazezet war oberenn Sir Arthur Conan Doyle met o tremen hirie an deiz.
Teir rann a zo d’ar bloavezh kentañ : A Study in Pink, The Blind Banker ha The Great Game. Pep rann a bad 1e30.
Watson a zo ur mezeg eus an arme, bet gloazet en Afghanistan, chomet eo stroñset ha ne oar ket re petra ober, dre zegouezh un tamm e vez kinniget dezhañ kenlojañ gant un den iskis a guzul poliserien Scotland Yard : Sherlock Holmes.
Sherlock en deus kalz poan gant an darempredoù denel met ur mailh eo evit implijout e bellgomz hezoug hag ar rouedad. Mont a ra mat-tre en dro ar c’houblad ( 😉 ). Un tammig dipitet on bet o tivinout diskoulm A Study in Pink diouzhtu pa lâr Sherlock “piv a zo diwelus e kreiz an engroez?” met diskouez a ra mat piv eo an tudennoù (breur Sherlock met ivez Watson e-unan hag e darempred gant ar brezel).
The Blind Banker oa luzietoc’h un tamm dija, gant traoù tro-dro d’un trafik oberennoù arz etre Bro Saoz ha Sina.
The Great Game a oa disheñvel un tamm peogwir e oa ret da Sherlock diskoulmañ ur bern traoù buan-tre dindan urzhioù Moriarty. Eus e du ec’h enklaske Watson evit breur Sherlock. Echuiñ a ra en un doare dic’hortoz a ro c’hoant da vont pelloc’h.
Plijus-tre ‘m eus kavet ar bloavezh kentañ-se, gant kalz fent ha mennozhioù a-benn lakaat istorioù Sherlock Holmes da glotañ gant hor mare kavet mat. Plijus eo ivez kaout bloavezhioù berr ur wech an amzer ivez!

Advertisements

4 Respont to “Sherlock – bloavezh 1”

  1. Ikacheuc'h Says:

    An eil bloavezh a zo lañset mat ivez.

  2. Dreist!
    O c’hortoz emañ ar rannoù war lenner free, gortoz a ran an dibenn-sizhun-mañ evit galloud sellet an teir diouzh renk, niehehe!

  3. […] sellet am eus (a-benn ar fin!) eus eil bloavezh Sherlock. Tremenet buan ar c’hliffhanger a oa bet laosket, ha lañset en dro an traoù. Dispar bepred, […]

  4. […] ober dave da garantez kentañ Alan Turing…) pe c’hoazh personelezh Turing dres doare Sherlock, drouk hag otus. Un tamm hegasus ‘m eus kavet an dibab-mañ a vac’h Benedict […]

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: