Chien du Heaume


Na torr-penn eo pa vez klevet kement a vad diwar-benn un dra bennak e vezer dipitet un tamm da c’houde, gav ket deoc’h? C’hoarvezet eo ganin gant al levr Chien du Heaume. Prizioù e-leiz, an digoradur dispar lennet e-kerzh abadenn gentañ Rêves et cris hag all. Setu me o lenn ar romant neuze.
Da gentañ tout e talvez ar boan lenn Chien du Heaume, na vezo ken nemet evit ar stil. Frazennoù stummet e giz galleg kozh, geriaoueg un tamm “krennamzerel”, un teuzar penn-da-benn.
Pezh a zo, n’eus ket kalz a dra o tremen… N’eo ket hir ar romant, hañ, un 200 pajennad bennak hepken. Met ne c’hoarvez ket kalz a dra memestra.
Heuliet e vez Chien, ur “vrezelourez” (e gwirionez e vefe goprsoudardez kentoc’h peogwir n’eus brezel ebet ha n’eo feal da doue na den ebet), a zo o klask war-lerc’h he gwir anv. Un nebeudig elfennoù he deus evit mont war-raok, arm he zad da skouer. Kavout a raio tud war he hent hag a sikouro anezhi, pe get.
Nerzh all al levr a zo an tudennoù : Bruec, bet brezelour meur o ren war ur c’hastell bremañ, Noalle e wreg euzhus (ur plac’hig eo), ar gov (ankouezet ‘m eus e anv, digarez) Iynge, an deskard hag all. An holl a zo dedennus, hag aergelc’h itrikoù ar c’hastell a zo deuet brav, met poan ‘m eus o kompren. Evel tudenn Chien a zilez un tamm he fal d’ur mare zo e vezer techet da lenn evit kaerder ar frazennoù ha ket evit ar pezh a c’hoarvez. Ha poanius eo un tamm evidon.
Soñjal a rae din e oa un istor dispar gant ur stil dispar met n’eus ket e gwirionez a istor, pe re nebeud evidon d’an nebeutañ. Plijus-tre eo ar fin avat (ha gwadeg!) met blaz ar re nebeud a zo evidon gant ar romant-se.
Bah!

Advertisements

Ur respont to “Chien du Heaume”

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: