Lemony Snicket’s A Series of Unfortunate Events

Pell ‘zo em boa klevet komz eus A Series of Unfortunate Events, al levrioù dreist-holl, met n’ouzon ket perak ne oan ket bet pelloc’h. Disul e-kerzh an devezh Emily Browning (^^) em eus bet tro da welet ar film. Savet eo diwar an tri levr kentañ war a seblant (diwar 13). Kontañ a ra istor tri bugel, ar vugale Baudelaire. Mervel a ra o zud ha devet eo o zi, dizoloiñ a reont neuze tud eus o familh (e gwirionez n’int ket) n’o deus ket bet anavezet james. Kevrinus-tre… Degemeret int gant ar c’hont Olaf, un aktour sot-nay, a fell dezhañ lazhañ anezho a-benn dastum arc’hant ar familh Baudelaire.
Cheñchet e vez familh degemer dezho met bep tro e teu Olaf hag e vez lazhet an den a rae war-dro ar vugale.
Er fin e tistroont e ti Olaf a fell dezhañ dimeziñ gant ar verc’h henañ a-benn bezañ sur en do an arc’hant pa varvo ar vugale.
Un aergelc’h fentus a zo gant bed A Series of Unforunate Events : n’eo ket anat gouzout pegoulz e tremen an traoù, gwisket eo an dud e-giz ar mare viktorian un tamm met binvijoù modern a zo gante. N’ouzer ket kennebeut ma tremen er Stadoù-Unanet pe e Bro Saoz. Ha n’eo ket strikt! Mont a ra ar bed en-dro ma peus un tamm fent hag ijin.
Plijus eo ar vugale, pep hini gant (h)e z/dra, ar c’hoar henañ a ijin traoù, ar breur a dalc’h soñj eus kement tra a lenn (ha lenn a ra kalz) hag an hini vihan na gaoze ket met dantañ a ra! Asambles e teufont a-benn da genderc’hel.
Ur film plijus kenañ eo, lusket mat, ha dispar eo Jim Carrey (koulskoude n’on ket sot tamm ebet gantañ, estreget en e roloù sirius a-benn ar fin) evit tudenn Olaf. Plijus eo ar sonerezh hag ar roll-serriñ. Evel el levrioù (sañset) e vez kontet an istor gant Lemony Snicket ha n’eo ket pounner tamm ebet, fentus eo zoken an doare ma krog ar film da skouer…
E gwirionez on bet tapet gant an istor, ur gwir film avañtur gant bugale met fin war memes tro, ur blijadur. Domaj eo ne vefe ket bet kendalc’het gant ar filmoù met d’am meno e klaskin lenn al levrioù evit gouzout hiroc’h (kevrinus eo ar fin!), e saozneg ma kavan anezho!

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: