Black Butler 7

Sikouret gant Dolly, n’eo ket bet komprenet diouzhtu gant skipailh ar sirk petra oa Ciel ha Sebastian o klask. Kouezhañ klañv a ra Ciel avat ha kas a ra Sebastian da enklask evit kavout piv eo perc’henn ar skoed a zo gant holl tud ar sirk. E plas mont da Vro Skos d’en ober e kavo un doare all…
Ur wech kavet piv eo an den-se e kuitaont ar sirk. Dizoloet e vez e oa klañv Ciel gant berr-anal pa oa bihanoc’h.
An den e penn ar sirk a zo un den sot-nay sorc’hennet gant braventez izili ar familh Phantomhive. Mont a ra Ciel ha Sebastian betek e di, aze e komprenont eo bet taget domani ar familh Phantomhive gant tud ar sirk…
Iskis un tamm eo al levrenn-mañ, teñval hag hep kalz fent keñveriet gant ar re all. N’eo ket displijus tamm ebet, met dipitet on bet un tamm gant “klozadur” an enklask-se, zoken ma n’eo ket echu pep tra c’hoazh. Gwelet e vo.

Ah! C’hwitet war deiz-ha-bloaz ar blog dec’h! Daou vloaz Soubenn ar geek e oa 🙂

Advertisements

2 Respont to “Black Butler 7”

  1. stefancarpentier Says:

    Daou vloaz! Hep dilojañ?! Bamet on :p Kendalc’h ‘ta!
    Moarvat e rez soubenn e pothouarn Dagda.

    • Ehe! Hep dilojañ ha hep bezañ bet ar c’hoant en ober ouzhpenn! 🙂
      Hopala, pothouarn Dagda ket, met un drevezadenn (a galite memestra) marteze… ^^
      Trug.

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: