Dielloù evit Meurzh, 2012

Sons of Anarchy – bloavezh 3

Posted in Stiradoù, webstiradoù ha skinwel with tags , , , on Meurzh 29, 2012 by geekezig

Trede bloavezh paotred SAMCRO a grog dres goude fin an eil. Jax a zo diskaret, Gemma a rank kuzhat hag all. Lodennoù hirig eus pep rann a dremen en Iwerzhon gant paotred SAMCRO Belfast ha dreist-holl tud an IRA, araok ma yafe kazi tout ar baotred du-hont e kreiz ar bloavezh (e-pad teir rann ma ‘m eus soñj mat).
Kalz kudennoù personel o deus holl, Tara a zo kollet un tamm en he darempred gant Jax a vez atav o c’houlenn diganti mont kuit, Gemma a rank ober war-dro he zad klañv gant Alzheimer, kalz gevier ha traoù a chom kuzh a zo ivez… Kalz prantadoù fromus-tre a zo adalek ar penn-kentañ tout.
Dedennus kenañ eo ar bloavezh-se peogwir e vez merzet sklaer pegen “bihan” eo strollad Sons of Anarchy keñveriet gant strolladoù all, ha dreist-holl ur strollad evel an IRA. E-keit m’emañ ar baotred e Belfast ez eus kudennoù e Charming ivez peogwir emañ an traoù o cheñch : erru skuizh an dud gant ar fed e renfe ar strollad paotred war virc’hi-tan war ar gêriadenn, c’hoant ganto e paouzfe ar feulster. Ar fliked a zo lakaet a gostez penn-da-benn gant divizoù an ti-kêr hag ar pennoù embregerezh a zo e Charming. Ur bern traoù dedennus neuze.
Plijus-tre ‘m eus kavet an tudennoù ivez, Stahl a zo luzietoc’h eget biskoazh, Hunser a zo etre daou araok na vefe trahiset, renerez Tara a guzh ur vuhez kent iskis… met en Iwerzhon ivez e vo tud dedennus, en o-zouez an Tad Kellan, a seblant da gentañ implijout an holl evit mad an arme, met luzietoc’h e vo a-benn ar fin…
N’on ket deuet a-benn da c’houzout ma oa bet filmet an traoù en Iwerzhon (gav ket din met piv oar) met anat eo ez eo ur bloavezh dispar, lusket mat ha leun a zanvez e pep keñver. Dreist!

Celle que

Posted in Levrioù bannoù-treset on Meurzh 29, 2012 by geekezig

Ur rummad tri levr bannoù-treset eo Celle que. Skrivet ha treset gant Vanyda, un arzourez c’hall.
Tremen a ra an istor e Lille, heuliet e vez Valentine, ur grennardez klasel.

Celle que je ne suis pas

E-barzh Celle que je ne suis pas emañ e trede klas. Gwelet e vez gant he strollad mignonezed, o prientiñ ar breved, o klask kavout un doare da dapout hevez Félix, ur paotr a zo en ur c’hlas all… Buhez pemdez krennarded 14 vloaz. Simpl eo an tresañ, e gwenn-ha-du, doare manga un tamm.

Celle que je voudrais être

An eil, Celle que je voudrais être en deus plijet ar muiañ din. Valentine a zo en eilvet ha n’emañ ket gant e memes klas hag he mignonezed ken. Rediet eo da ober anaoudegezh gant tud all neuze. Gant Yamina e savont ur c’hlub manga a-benn sevel pennadoù ha tresañ, dizoloiñ a ra ivez an dañs hip-hop a-drugarez da vignoned nevez. Tudennoù nevez a vez gwelet ha kalz prantadoù ha dreist-holl kaozeadennoù a seblan gwirheñvel kenañ.

Celle que je suis

Echuiñ a ra an istor bloavezh ar c’hentañ klas. Emañ Valentine e kentañ S, alies e vez hec’h unan peogwir ne anavez ket kalz a-dud. Sikouret e vez e matematikoù gant Charles, a oa ganti e klas trede ha profitañ a ra eus an ehanoù evit gwelet an holl reoù all, zoken Julie hag Emilie a-oa aet un tamm diwar-well ar bloaz araok…
Tamm-ha-tamm e wel petra a blij dezhi e gwirionez ha petra a rae un tamm evit bezañ gant ar reoù all. Echuiñ a ra ar bloavezh-skol gant un harz-labour tro-dro da bostoù kelennerien a vo digresket. Ur sell un tamm politikel ne oa ket bet araok. Un tammig re a dudennoù a zo erru, Baptiste a gaven dedennus en eil da skouer, a vez gwelet nebeut-tre. Ur gudenn moullañ a zo ivez m’ eus aon, rak ne vez ket gwelet mat tresoù Melvin, ar paotr du en he strollad mignoned.
Klozañ a ra an istor en un doare brav, digor a-walc’h…

Ur gwir blijadur eo bet lenn istorioù Valentine e korf un devezh. Evel alies em befe bet c’hoant lenn an istor-se pa oan el lise, d’am soñj e vefen bet sot gant ar stil hag an istor. Un dastumad berr ha plijus eo diwar-benn ar grennardiezh avat, a guzulian digudenn!

The Hangover Part II

Posted in Filmoù on Meurzh 28, 2012 by geekezig

The Hangover a oa ur film plijus ha fentus (daoust d’an asiat torr-penn).  Siwazh, The Hangover Part II a zo dister spontus : memes senario rik, ul lec’h disheñvel hepken. Ar farsadennoù n’eont ket en-dro peogwir hon eus gwelet traoù evelse dija, an tudennoù a zeu da vezañ hegasus un tamm… Skouer rik an heuliad na servij da netra.

On ne tue pas les gens

Posted in Levrioù with tags , , on Meurzh 28, 2012 by geekezig

Marteze o peus klevet komz diwar-benn levr Alain Defossé, On ne tue pas les gens? E-touez levrioù “distro lennegel” miz Genver e oa. Souezhet e oan bet gant al levr peogwir e seblante kontañ un darvoud gwirion ha spontus a-walc’h.
E-kerzh noz an 20 a viz Gouere 1999 ez eus bet lazhet ur plac’h e Kastelbriant. Hag Alain Defossé a zo e-touez an dud a zo bet “test” (pas eus ar muntr met an aergelc’h a oa araok hag all). Ul levr savet evel un “eurlevr” eus nozvezh an 19/20 a viz Gouere, Alain Defossé o pourmen e kêr, o vont da bakañ ur banne hag all, ha lodennoù neveshoc’h diazezet war abadenn “faîtes entrer l’accusé” diwar-benn an darvoud-se.
Lennet e vez buan-tre (ur veaj Naoned-Pariz en tren) ha n’eo ket displijus da lenn, met ur santad “da betra?” a zo un tamm memestra. Gorrek-tre eo al lusk, ne gomprener ket gwelloc’h egetañ perak eo troet sot perc’henn an davarn ha lazhet ar paourkaezh plac’h. Perak n’eo ket bet o welet ar fliked? N’en defe-se cheñchet netra, a-du krenn on gantañ. Daoust ha gellet en defe ober un dra bennak? Marteze a-walc’h, en defe gallet chom da sikour perc’henn an davarn ha c’hoazh, petra en defe-se miret outañ da lazhañ ar plac’ h warlerc’h? Ur bern prederiadennoù hag ur pezh santad ha gablusted a zo el levr. Moarvat en deus-se sikouret ar skrivagner da glozañ un tamm an afer-se. Met en ur serriñ al levr, estreget ar soñj e vefe forzh piv o n’em c’houlenn ur bern traoù tro-dro d’un darvoud evelse ez eus peadra da soñjal ne dalvez ket ar boan skrivañ ur romant memestra… Ma. Ne oan ket rediet d’e lenn a lârfet din.

Kick-Ass

Posted in Filmoù on Meurzh 22, 2012 by geekezig

Ahaha, Kick-Ass, c’hoazh ur film gant un istor droch! Eh ya, c’hoant em boa d’e welet, met ne dremene ket e saozneg e Roazhon, aet e oan a-ratozh da Naoned un dibenn-sizhun evit e welet. Mont a ran betek ar sinema ha tout hag aze e welan : “YO d’ar Yaou ha d’al Lun!” “eilmouezhiet e galleg e-pad an dibenn-sizhun!” AHAHA. Aet on da c’houlenn er c’hef e ken kas met ar plac’h a lâras din “e galleg eo hirie!” hag aet on kuit… (Kontet em boa an istor-se deoc’h dija, met n’eo ket grevus!)
Etre-tan em eus lennet ar bannoùtreset neuze. En ur c’hortoz. Hag un deiz bennak em eus sellet eus ar film a-benn ar fin.
Feal-tre eo ar film d’ar bannoù-treset. Dave a zo ur paotr ordinal a ziviz un deiz bennak gwiskañ dilhad iskis ha mont da sikour tud er straedoù. Eveljust e tremen fall, araok na vefe brudet dre internet ha goude-se e erru Big Daddy ha Hit Girl hag e vo kudennoù gant ar mafia. Un dibab aktourien a-feson (n’int ket brudet evit an darn vrasañ anezho), sonerezh leun a startijenn ha leun a daolioù-lagad. Ur film nerzhus ha plijus eo Kick-Ass. Met ne seblant ket din degas kement a brederiadennoù eget ar bannoù-treset, an dudi a seblant kaout muioc’h a bouez. N’eo ket ken dedennus neuze, met n’eo ket ken direnkus kennebeut. Hervez ar pezh a glasker e c’hall bezañ unan plijusoc’h eget egile neuze. N’hallfen ket lârat pehini a blij din ar muiañ met an daou a gavan mat-tre ^^

Sherlock – bloavezh 1

Posted in Stiradoù, webstiradoù ha skinwel with tags , on Meurzh 22, 2012 by geekezig

Abaoe ur pennadig em boa klevet komz eus Sherlock, ar stirad saoz diazezet war oberenn Sir Arthur Conan Doyle met o tremen hirie an deiz.
Teir rann a zo d’ar bloavezh kentañ : A Study in Pink, The Blind Banker ha The Great Game. Pep rann a bad 1e30.
Watson a zo ur mezeg eus an arme, bet gloazet en Afghanistan, chomet eo stroñset ha ne oar ket re petra ober, dre zegouezh un tamm e vez kinniget dezhañ kenlojañ gant un den iskis a guzul poliserien Scotland Yard : Sherlock Holmes.
Sherlock en deus kalz poan gant an darempredoù denel met ur mailh eo evit implijout e bellgomz hezoug hag ar rouedad. Mont a ra mat-tre en dro ar c’houblad ( 😉 ). Un tammig dipitet on bet o tivinout diskoulm A Study in Pink diouzhtu pa lâr Sherlock “piv a zo diwelus e kreiz an engroez?” met diskouez a ra mat piv eo an tudennoù (breur Sherlock met ivez Watson e-unan hag e darempred gant ar brezel).
The Blind Banker oa luzietoc’h un tamm dija, gant traoù tro-dro d’un trafik oberennoù arz etre Bro Saoz ha Sina.
The Great Game a oa disheñvel un tamm peogwir e oa ret da Sherlock diskoulmañ ur bern traoù buan-tre dindan urzhioù Moriarty. Eus e du ec’h enklaske Watson evit breur Sherlock. Echuiñ a ra en un doare dic’hortoz a ro c’hoant da vont pelloc’h.
Plijus-tre ‘m eus kavet ar bloavezh kentañ-se, gant kalz fent ha mennozhioù a-benn lakaat istorioù Sherlock Holmes da glotañ gant hor mare kavet mat. Plijus eo ivez kaout bloavezhioù berr ur wech an amzer ivez!

The Other Guys

Posted in Filmoù on Meurzh 22, 2012 by geekezig

The Other Guys a grog en ur ginnig daou poliser dispar e New York, terriñ a reont ur bern traoù met harzañ a reont torfedourien ha gant kalz stil… Mervel a reont prim avat. Daou boliser a vo heuliet a-benn ar fin, ar reoù all, a ra war-dro paperachoù ha traoù n’int ket dedennus. Unan anezho a fellfe dezhañ bezañ anavezet ha meulet, egile a chom trankil (ha gouvezet e vo perak…) met kavout a ra traoù iskis e kontoù un den a lak ur bern tiez da sevel hag eveljust ez eus ur bern traoù a-dreñv da-se. Setu int lañset evit pakañ pennoù embregerezhioù a vez o kontañ gaou a-benn kuzhat arc’hant kollet hag all. Tremen a raio fall an hanter eus an traoù eveljust.
Droch pout eo ar film (evel skignet er sinema, n’em eus ket sellet ouzh ar stumm hir), met fentus eo e gwirionez a-drugarez da frazennoù sot, d’ur c’hasting dispar (estreget Will Ferrell ha Mark Wahlberg ez eus ivez Eva Mendes, Michael Keaton…). Mont a ra en-dro! Heuliet e vez an enklask ha c’hoarzhet e vez ha n’on ket sur e rankfe degas tra pe dra all.
N’on ket sur da vezañ komprenet perak e oa blaz an teulfilm gant ar roll-klozañ avat (sifroù goproù pennoù-bras ha traoù evelse)… Oo

%d bloggers like this: