Dielloù evit C'hwevrer, 2012

Fables 13 : Le Royaume éternel

Posted in Levrioù bannoù-treset on C'hwevrer 28, 2012 by geekezig

Le Royaume éternel a gont raktres Ambrose. Ur wech kuitaat bed an “eneoù kollet” e tizh Ambrose hag an tasmantoù rouantelezh kozh Ambrose. Aze e stalio ur vro nevez, Haven, un doare trede dibab etre Impalaeriezh ar Rouantelezhioù ha Fableville. Trubardet e vo ha sikouret ivez. Hag e raktres a servijo da grennañ spontus armeoù an Impalaer. Koulskoude ne vo emgann gwirion ebet, skuilhet tamm taken wad ebet. Ur mennozh dispar, brokus ha glan eo hini Ambrose ha fromet e vezer gant e dibaboù. Moarvat ne vo ket gwelet kalz ken da c’houde, met gwellañ levrenn Fables eo evidon gant La marche des soldats de bois.
Traouigoù all a vez dizoloet ivez e Fableville : penaos eo bet savetaet Frau Tautekinder (ha perak e sikour Fableville neuze) hag an doare emgann a zo etrezi ha Gepetto. Buan-ha-buan e vo gwelet ivez politikerezh ar Rouantelezhioù, direnket gant Haven.
Dreist e pep keñver (mont a ra an traoù war-raok, meneget e vez traoù o do pouez da c’houde met n’eus ket kant istorig o sachañ hor evezh kuit eus an darvoudoù bras). Ma ‘m eus soñj mat n’eo ket bet prenet al levrennoù a zeu war lerc’h gant al levraoueg! Argh! Ret ‘vo din goulenn diganto adtapout an dale-se ^^

Advertisements

Fables 12 : Le bon prince

Posted in Levrioù bannoù-treset on C'hwevrer 26, 2012 by geekezig

Ambrose (ar priñs rann?) a zo unan eus tudennoù plijusañ ha diskretañ Fables. A-benn ar fin e ez eus ul levrenn dediet dezhañ. Gant sikour tasmant Lanselot ez aio da gerc’hat eneoù ar re varv a-benn sevel un arme. Anat eo emañ pennoù ar Rouantelezhioù o prientañ ur brezel, n’eo ket bet kuzhet gant Hansel zoken p’eo bet kinniget dezhañ gant ar priñs kavout un emglev evit herzel ar brezel. E-touez gwellañ levrennoù Fables eo Le bon prince, emañ an holl o prientiñ, o klask armoù, n’ouzon ket re penaos e troio an traoù met jeu ‘vo, sur!

Les vacances de Jésus & Bouddha 2

Posted in Levrioù bannoù-treset on C'hwevrer 26, 2012 by geekezig

Ah! Deuet on a-benn da dapout eil levrenn Les vacances de Jésus et Bouddha a benn ar fin! Plijus-tre eo, c’hoarzhet em eus kalzig o lenn troioù-kaer Jezuz ha Bouddha e Tokyo ur wech ouzhpenn. Memes rekipe eo avat, c’hoarioù gerioù, degezhioù boutin o tont da vezañ dic’hortoz ha santel… Jezuz a zo bepred o tispign arc’hant evit kaout un dafar stlenneg gwelloc’h, Bouddha o klask espern un tamm arc’hant. N’eus ket kalz tra a cheñch e gwirionez met gwelet e vez gouel Nedeleg ha kalanna, penaos e vez lidet ar gouelioù-se e Japan hag o zu relijiel neuze. Plijus bepred neuze !
(Ur mug a vez profet gant an embanner a zo bet roet din gant ur mignon na felle ket dezhañ an tas-se ouzhpenn, c’hic’hi ^^)

Le porte-lame

Posted in Levrioù with tags on C'hwevrer 22, 2012 by geekezig

Ur romantig na oa ket bet troet e galleg betek bremañ eo Le porte-lame (Blade Runner (A Movie)). Awenet gant The Bladerunner gant Alan E. Nourse eo bet William S. Burroughs, meneget e vez ar romant-se meur a-wech el levr.
Kregiñ a ra an istor gant deskrivadenn ur film a dremen e 2014. Aet eo an traoù a-dreuz e bed ar medisinerezh, an apotikerezh, hag all. Dre forzh kemer ur bern antibiotikoù ne c’hall ket mab-den stourm ouzh ar c’hleñvedoù : distreiñ a ra neuze kleñvedoù-red kozh hag ur bern kleñvedoù genetek spontus. Un diskoulm ez-lezenn a zo a-benn bezañ restaolet : chom hep kaout bugale ken. Ur rouedad bras medisinerezh dre guzh a zo neuze, a zegas ur bern arc’hant d’an holl, par d’an trafikoù dramm hirie an deiz lakaomp. Er fin e vez krouet ur c’hleñved spontus a c’hallfe pareañ ar c’hrignoù-bev…. Heuliet e vez Billy, ur c’hrennard a vez o kas/degas dafar oberata ha louzeier da vedisinerien diaotre hag ivez un tamm spered ar gevredigezh.
Luziet awalc’h eo an traoù, kalz mennozhioù start a zo n’ouzen ket ordin ma oa fent pe get (n’anavezan ket tamm ebet labour Burroughs e gwirionez) : “mont a ra arc’hant an tailhoù da sikour ar c’hozh junkied du” ha traoù evelse…
D’am soñj eo un doare da ziskouez ar gevredigezh a c’hallfe diwanañ ma vefe renet pep tra gant an embregerezhioù louzeier, met nec’hus-tre eo gwelet pegen heñvel eo e gwirionez eus doare da soñjal a zo hirie an deiz. Direnkus-tre an traoù neuze.
N’on ket sur da vezañ komprenet pep tra, dipitet on bet un tamm neuze (ganin ma-unan dreist-holl!), met sur on eo pouezus bezañ bet lennet an tamm levr-mañ memestra ^^”

The September Issue

Posted in Filmoù on C'hwevrer 22, 2012 by geekezig

Abaoe pellig e oan dedennet gant an teulfilm The September Issue, peogwir e kavan kevrinus tudenn Anna Wintour. Eveljust e oa levezonet ma sell gant The Devil Wears Prada, met ivez ha kentoc’h gant he doareoù yen spontus a veze gwelet alies er petit journal pa veze sizhunvezh ar c’hiz.
A-benn ar fin an teulfilm-se a zo gwerzhet fall awalc’h. Eveljust e vo gwelet un tamm piv eo Anna Wintour met dreist-holl peseurt doare kelaouenn eo Vogue ha pegen start eo al labour evit prientiñ niverenn miz Gwengolo (2007) a zo un doare bibl a-benn ar fin.
Komprenet e vo buan ez eo Anna Wintour “plac’h skañv” he familh, an hini a ra traoù fentus keñveriet gant ar re all. Ur plac’h pennek-tre eo eveljust met ne seblantout ken drouk-se a-benn ar fin. Un dudenn all a vez heuliet kalz muioc’h a-benn ar fin a zo Grace Coddington, ur gembreadez a ra war-dro dibab an dihad, a vez o klask lec’hioù evit an abadennoù skeudenniñ hag all. Ur plac’h pennek eo ivez met dousoc’h, un tamm dibaseet gant an tu yen hag araokour a zo gant Anna Wintour. Dedennus-tre eo ha brav ar pezh a fell dezhi diskouez ha krouiñ, santet e vez pegen pouezus eo ar braventez eviti. Pemp miz en deus lakaet skipailh Vogue evit prientiñ an niverenn-se ha betek an devezh diwezhañ ne oa ket prest pep tra… Un teulfilm dedennus evit ar re a glask gouzout piv eo Anna Wintour (met ar re-se a c’hallo bezañ dipitet ivez peogwir n’eus ket kalz a dra a-benn ar fin) pe a fell dezho gouzout hiroc’h war bed ar c’helaouennoù giz hag an doare da labourat er metou-se.

Fables 11 : Père et Fils

Posted in Levrioù bannoù-treset on C'hwevrer 22, 2012 by geekezig

Kregiñ a ra Père et Fils gant un istorig diavaez ar brezel bras (kazi evel boaz neuze). Nedeleg eo ha laouen eo bugale Gwenn-Erc’h. Un aergelc’h plijus a zo en ti, unan anezho a vez karget da c’houlennata an Tad Nedeleg (met n’en do prof ebet en eskemm). Evel prof e c’houlenn Gwenn-Erc’h e yafe ar familh betek kastell Roue an Avelioù, tad-kozh ar vugale. Aze e rank ar vugale pleustriñ da chaseal. Siwazh e c’hoarvezo traoù dic’hortoz, peadra da zizoloiñ un tamm familh Gwilhou ar Bleiz…
Goude-se ne vo ket adkroget gant red an istor met kinniget respont da c’houlennoù bet kaset gant lennerien. Ur bern traoù berr-berr evel “pet gwreg en deus bet ar Priñs?” pe traoù a seurt-se. Fentus ha berr int, met ne lak ket an istor da vont war-raok 😦

Detachment

Posted in Filmoù on C'hwevrer 21, 2012 by geekezig

Paourkaezh Adrien hag e benn trist. Ken nul e oa ar filmoù diwezhañ em boa gwelet gantañ em boa ankouezet e c’halle c’hoari en un doare dereat. Ma. Detachmen a zo ur film diwar-benn an deskadurezh. Henry Barthes a vez oc’h erlec’hiañ kelennerien saozneg klañv. Erruout a ra neuze en ul lise. Skuizh eo ar skipailhad kelennerien a-bezh, nul disoc’hoù ar skolidi, dispi an holl. N’eus ket kalz a dra e buhez prevez Henry kennebeut : goullo eo e ranndi, mont a ra da welet e dad-kozh a zo war e dalaroù ha degemer ur c’hast yaouank evit sikour anezhi. Diskouez a ra d’an holl n’eo stag da netra, met faos awalc’h eo a-benn ar fin. Implijout a ra an doare-se da vezañ evit deskiñ traoù d’al liseidi a zo souezhet gantañ.
Lusket eo ar film gant tammoù atersadenn, evel ma vefe ur c’helaouenner oc’h atersiñ Henry diwar-benn e labour, ha tammoù bevaat gant tresadennoù war un daolenn gant tammoù kleiz. Digempouez eo un tamm an hollad, met tammoù fromus-tre a zo, dreist-holl “prezegennoù” gant Henry pe kelennerien all o klask lakaat ar re yaouank da zihuniñ un tammig. Souezhet on bet brav gant Lucy Liu ivez a zo disesper dirak ar vugale.
Ur film dedennus diwar-benn bed an deskadurezh met ivez diwar-benn ar vuhez dre vras. Sioù en deus met mat eo memestra.

%d bloggers like this: