Blood the Last Vampire

Ur film-berr bevaat plijus-tre eo Blood, the last vampire, bet savet e 2001. Berzh en doa graet war a seblant peogwir e oa bet ur manga goude, un anime, hag ur film. Ehe. N’em eus ket bet tro da lenn ar manga na da welet Blood + met dre n’ouzon ket peseurt degouezh e felle din gwelet ar film.
Kregiñ a ra dres e memes doare eget ar film-berr bevaat, gant un tamm en un treñ-buzug teñval… Souezhet on bet gant an doare heñvel ma oa ha war memes tro pegen nul e teue da vezañ aze : tamm kevrin ebet gant tudenn Saya, tamm strilh ebet… N’eo ket filmet brav ha pep tra en endro a seblant bezañ graet dre urzhiataer… Mm. Buan awalc’h on bet hegaset gant livioù ar skeudennoù (MELEN! RUZ!) n’eo ket ur film mut gant un nebeut siloù unvan memestra -.-”
Tremenomp. An istor? Adalek ar pemp munut kentañ e vez komprenet n’eo ket Saya ur plac’h yaouank “evel ar re all” (estreget ar varregez d’en em ganañ hañ) hag e vez gwelet un doare flashback eus he bugaleaj war ar-maez e Japan. N’ouzon ket perak en deus seblantet din bezañ un dave d’ar mestr e-barzh Kill Bill 2 (ha div vunutenn warlerc’h ez eus ur strollad liseidi o tañsal war sonerezh Pulp Fiction…), brav eo ober daveoù da Darantino. Met ne servij da netra (ha da betra ober dave d’un den a ra filmoù dave?? Geh.)
Eh, ‘m eus ket kontet deoc’h an istor : Saya a zo neuze o labourat evit un doare kuzul etrevroadel iskis a zo karget da lazhañ diaouled/euzhviled. Kaset e vez en ur bon arme amerikan e Bro Japan, treuzwisket e liseadez. Ur plac’h yaouank torr-penn spontus (merc’h ur soudard e karg) a wel anezhi o lazhañ merc’hed eus ar c’hlas ha kregiñ a ra da bennfoliñ. Eveljust e vo ret lakaat anezhi da devel, met dre un abeg na gomprener ket mat e fell da Saya sikour anezhi. Mont a ra kuit an div blac’h asambles goude ma vefe bet test Alice eus muntr he zad gant ur c’henseurt da Saya.
Gloazet eo Saya, tost emaint eus lec’h m’eo kuzhet an diaoul drouk spontus, koshañ ha kreñvañ hini a zo en deus bet lazhet tad Saya (kontet o peus pet gwech oc’h bet oc’h huanadiñ gant an niver a glichedoù nul a zo aze???).
Bon, setu, na ziskuilhan ket ar fin a zo ar gwellañ tra a zo bet kavet gant ar senariour. Ouzhpenn ar skeudenn hegasus gant al liv, ez eus ur gwir kudenn gant an traoù savet dre urzhiataer : gwad faos e kerzh an emgannoù ha n’eo ket brav, euzhviled vil-euzhus ha n’eus ket tu da grediñ enno (pa tibrad unan d’ur mare zo ‘m eus soñjet e Splice…), emgannoù “troc’het” (ma fell deoc’h e vez gwelet penn-kentañ ur fiñv ha diouzthu warlerc’h an euzhvil troc’het, hep na vefe bet ur jestr splann, nag un doare brav da aozañ an emgann)…
N’eus tudenn dedennus ebet (zoken e-touez ar re drouk) na netra. Ur spont e pep keñver. Iskis a gavan bezañ dibabet mirout elfennoù zo (da skouer e vefe diwaskell gant an euzhviled) : ne zegasont netra d’an istor hag e lakaont an dra da seblantout drochoc’h c’hoazh. An tammoù heñvel eus ar film-berr bevaat a zeu da vezañ diot hag an “traoù” bet ouzhpennet a zistruj personelezh Saya ha kevrin an istor diglok a zo er film orin…
Na gomprenan ket.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: