Desperate Housewives bloavezh 7

Ur bloavezh nevez a zo o kregiñ e Wisteria Lane… Petra nevez ? Suzan a zo rediet da feurmiñ he zi ha kalz kudennoù arc’hant he deus, Lynette a zo tapet gant ar poupig, Bree a n’em sant un tamm dilezet bremañ eo aet kuit Orson, Gaby a zesk ur c’heloù start a sorc’henno anezhi…
Un amezegez ouzhpenn a erru ivez, ur vignonez da Lynette a oa er skol-veur ganti. Un doare plac’h un tamm drouk da gemer plas Eddy. Paul Young a zistro ivez gant ar raktres distruj karter Wisteria Lane dre an diabarzh. Kregiñ a ra dre brenañ ur bern tiez, staliañ prizonidi kozh e-unan anezho ha traoù evelse.
Start awalc’h e voe ar rann gant ur vanifestadeg a dro da fall (un tamm doare hini ar gwallzarvoud karr-nij a oa bet) met mod all ez eus kalz traoù fentus. Cheñch a raio un tamm an traoù en eil lodenn eus ar bloavezh : klañv eo Suzan goude bezañ bet gloazet er vanifestadeg, Tom ha Lynette a vo tapet gant ur c’hinnig labour nevez a vez graet da Dom, Bree ha Gaby a grog un darempred iskis peogwir en deus Carlos dizoloet traoù kozh ha ne fell ket dezhañ klevet komz eus Bree ken.
Un toullad traoù spontus a c’hoarvez er rannoù ziwezhañ, ha ne seblant ket gwall roz an dazont evit strollad mignonezed Wisteria Lane… Da welet en eizhvet ha diwezhañ bloavezh!
Plijet on bet o sellet c’hoazh eus ar stirad met hegaset on bet gant an doare ma teu war-wel en-dro meur a zra eus ar bloavezhioù kentañ tout (marv mamm Carlos, Paul Young ha marv Martha ha penaos e oa tremenet an traoù gant he c’hoar Felicia goude hag all) ur santad un tamm “n’on eus ket mennozhioù nevez neuze e lakaer traoù a oa bet plijus da zont en-dro” am eus bet.

Advertisements

Ur respont to “Desperate Housewives bloavezh 7”

  1. […] eston. Ul levr dudius ha teñval, en deus lakaet ac’hanon da soñjal e istorioù Desperate Housewives un tamm ! Laouen on o vezañ bet lennet ar romant-mañ, a-benn ar […]

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: