Dielloù evit Genver, 2012

Les enfants d’Evernight 1

Posted in Levrioù bannoù-treset on Genver 31, 2012 by geekezig

Un tamm luziet e seblant din Les enfants d’Evernight evit ar vugale (peogwir e oa renket evelse el levraoueg). Camille a zo vont da lidañ he zrizek vloaz. N’eo ket gwall laouen avat peogwir en deus divizet he zad kas anezhi en ur pañsionad. O kouskat emañ hag erruout a ra e bed Evernight, “tu all an noz”. Difennet eo ar bed-se da vab den ha klasket e vez war he lerc’h neuze. Sikouret e vo gant un den iskis a seblant kaout ur raktres bennak…
Start eo diskrivañ resis bed Les enfants d’Evernight, lakaomp ur meskaj etre Alice (Lewis Caroll), Peter Pan ha Final Fantasy (X dreist-holl).
D’am soñj n’em eus ket komprenet pep tra, dreist-holl e mont en-dro Evernight met brav spontus eo an tresadennoù ha reiñ a ra c’hoant lenn pelloc’h.

The Eagle

Posted in Filmoù on Genver 31, 2012 by geekezig

Soñj em boa bezañ lennet ur pennad un tamm taer diwar-benn The Eagle war lec’hienn an ABP. Kirius e oan bet da c’houde met pas trawalc’h evit mont da welet ar film er sinema.
The Eagle a zo diazezet war ur romant saoz. Kontañ ‘ra istor Marcus Aquila, ur c’hantener yaouank a glask warlerc’h roudoù e dad, marvet e Kaledonia. E penn an IXvet legion e oa ha n’eus roud ebet outo nag eus arouez Roma a oa gante : an erer aour.
Marcus Aquila a zo ur soudard a-feson met gloazet e vo e-kerzh un emgann. Ret eo dezhañ chom sioul a-benn pareañ. E keit-se e vev gant e eontr “kuzhet en ur villa” (evel ma lâr an haroz d’ur mare bennak). Saveteiñ a raio ur sklav yaouank hag a zeuio da vezañ e sklav neuze. Ur brigant eo Esca, mab un den a zo marvet o stourm ouzh tad Marcus Aquila.
Goude-se ez aio an daou baotr en tu-hont eus moger Hadrian a-benn klask warlerc’h an erer aour.
Setu, un istor enor, klask kompren piv e oa e dad hag all hag all eo The Eagle. N’eo ket fall hañ hag everusumant n’eus istor karantez ebet pe un dra sukr ha mel evit lakaat da ouelañ. Siwazh n’eus ket kalz from kennebeut er mignoniezh a sav etre Marcus hag Esca, neuze hon eus poan o kompren e gwirionez perak e tro an traoù evel ma reont.
Aon ‘m eus bet d’ur mare bennak e vefe bet chef ar bikted tad Marcus… Ar bikted just awalc’h a zo iskis un tamm, doare maori ganto ha ne reont ket gwall aon e gwirionez, zoken e-tal d’ur bagad legionerien gozh (gouest da wiskañ o dilhad evel gwechall)… Setu kudenn ar film, ur film dudius eo ha n’eo ket savet fall met ur santad “forzh petra” a zo gant ur bern traoù, gant ar c’hoant mont buan ez eus ur bern traoù a seblant dibosupl a-grenn hag un tamm droch.
War an DVD e vez kinniget ur fin all, am eus kavet me kalz kendrec’husoc’h eget ar fin a zo bet laosket, e lec’h ma lâr an haroz n’eo ket an erer da Roma met d’an dud a zo marvet e Kaledonia evitañ (Romaned pe Britoned). Seblantet a ra an dudenn mont dreist d’e c’hoant a enor. Ur sell all a zo er fin gwirion…
Iskis eo un tamm neuze The Eagle peogwir e chomer etre daou soñj. An displij dirak un istor n’eo ket gwirheñvel ha gant ur c’hemenn n’eo ket kendrec’hus, hag ar blijadur da welet ur film efedus mod all.

コクリコ坂から(Kokuriko zaka kara / La colline aux coquelicots)

Posted in Filmoù on Genver 31, 2012 by geekezig

Anzav a ran e oan bet plijet awalc’h gant film kentañ MIYAZAKI Gorō (mab Hayao) tro-dro da ved levrioù Ursula Le Guin, (ゲド戦記Gedo Senki) Les Contes de Terremer. Gouzout a ran mat n’en deus ket graet berzh ha ne blij ket da galz tud, met bon.
Pa ‘m eus klevet komz eus e film nevez, troet kentoc’h war ar gwirvoud hag istor Japan e oan dedennet awalc’h neuze.
Kontet eo ar film dre sell Umi, ul liseadez yaouank. Emañ he mamm er Stadoù-Unanet ha marv eo he zad pell ‘zo dija, war vor. Ret eo dezhi ober war-dro al leti a zo dalc’het gant he familh ha mont d’al lise. Un tamm reuz a zo du-hont abalamour e vo distrujet ar savadur a servij da lec’h emgav evit ar c’hluboù a bep seurt (kimiezh, echedoù, kelaouenn ar skol hag all). Shun a zo e-touez difennerien ar savadur. Un doare istorig karantez a ziwan etrezo hag Umi a roio ar mennozh kempen ar savadur. Asambles e kendrec’hfont eo ret mirout ar c’h/Quartier Latin evel m’emañ.
Er bloavezhioù 60 e tremen ar film, e kêr Yokohama. Un aergelc’h un tamm evel hini Ponyo e-keñver ar gêr e-tal ar mor gant ur porzh bras…
Santet e vez splann ivez c’hoant ar re yaouank da zizoloiñ ar bed, studial ar galleg, selaou sonerezh ar c’hornog, hag all. Me gav din e tiskouez mat ar spered a oa gant ar re yaouank hag a gaso da stourmoù studierien e Japan.
Un tamm skañv eo an istor karantez avat, dramatek un tamm d’ur mare zo… N’eo ket lodenn dedennusañ ar film. Ne oa ket diot dre ret diskouez pegen levezonet e c’hall emzivaded bezañ gant o zud ha buhez o zud.
Ur film sioul ha skañv eo, n’eus ket kalz tra o c’hoarvezout na mann ebet met an aergelc’h ha zo brav a gav din.
N’eo ket gwellañ film Ghibli eveljust met gwashoc’h a zo, anat!

Palo Alto

Posted in Levrioù with tags , on Genver 31, 2012 by geekezig

James Franco a seblant bezañ un den iskis un tamm… Met oberiant! Souezhet mik e voen o welet e oa deuet ur romant er-maez skrivet gantañ da vare an distro-skol lennegel (e miz Gwengolo). En ur lenn buan-ha-buan em eus soñjet “ah! Emañ James Franco o c’hoari e v/Bret Easton Ellis!” Ne voe ket un abeg evit chom hep lenn al levr, eveljust.
Palo Alto a zo ur gêr wir e California (er Silicon Valley). War a seblant en defe James Franco bevet du-hont. Ma, n’eo ket gwall bouezus evit an istor.
Ul levr iskis eo Palo Alto peogwir n’on ket gouest da lârat deoc’h m’eo un dastumad danevelloù pe ur romant e gwirionez. Peb chabistr a zo kontet gant sell un dudenn nevez met an holl a vo gwelet e chabistroù all, ha ma kont pep hini darvoudoù disheñvel e seblant an hollad krouiñ ur poltred klok awalc’h eus yaouankiz Palo Alto…
Tud yaouank pinvidik, enaouet, a vez o klask leuniañ o amzer gant alkool, dramm ha rev. Ha daoust da se ne seblantont ket evurus tamm ebet. Feulster a zo ivez un tamm, soñjoù du. Reoù yaouank zo a gemer perzh e torfedoù (lazhañ tud dre wallzarvoud war an hent da skouer) met biskoaz ne seblantont kaout keuz pe soñjal o deus graet drouk da unan bennak. Tud goulo int…
Un tamm re heñvel ‘m eus kavet an istorioù ha bet gwelet un tamm seurt traoù dija. N’em eus ket kavet heñvel kement-se ouzh Bret Easton Ellis met lakaet en deus ac’hanon da soñjal kalz e film Larry Clark, Bully. N’eo ket displijus tamm ebet da lenn met un tamm torr-penn eo gwelet ez eus bet ankouezet verboù alies e frazennoù zo (adlennet eo bet gant un embanner bennak??). Dre vras eo anat peseurt verb eo ha komprenet e vez memestra met ne ra ket gwall sirius.
Plijet on bet dreist-holl gant an danevell/chabistr (aaaah!!) April, an hini hirañ. (Ha n’eo ket peogwir eo an hini a ra menek eus Ocarina of Time, teodoù fall ac’hanoc’h! ^^)
N’eo ket direbech Palo Alto neuze, met un toullad mennozhioù mat a zo memestra hag un doare da gontañ efedus. D’am soñj e klaskin teurel ur sell war skridoù James Franco a-zeu a vo embannet.

Welcome to the Rileys

Posted in Filmoù on Genver 31, 2012 by geekezig

Mab Ridley Scott, Jake, a zo sevener filmoù ivez, war a seblant. N’em boa ket bet tro da welet ur film sevenet gantañ a-raok sellet ouzh Welcome to the Rileys. E gwirionez, estreget ar fed e vefe produet gant Scott Free (evel-just) ez eus blaz an “indie flick” gant ar film. Tev a-walc’h eo greun ar skeudenn, n’eus ket kalz a c’houleier…
Ma. Doug ha Lois o deus kollet o verc’h Emily un eizh bloaz zo bennak. Lois a zo bet ken stroñset gant gwallzarvoud he merc’h ken n’eo ket gouest da vont ‘maez eus he zi ken ha Doug a zo aet da glask un tamm teneridigezh eus tu Vivian, servijourez ar preti krampouezh (amerikan hañ). Pa varv Vivian e tispenn adarre bed Doug. Mont a ra d’un emvod labour e New-Orleans ha kejañ gant ur plac’h 16 vloaz a vez o tañsal e kluboù evit an dud gour. Divizout a ra sikour anezhi.
Ur film simpl a-walc’h ha lusket gorrek eo Welcome to the Rileys. Tammoù buhez pemdez a vez diskouezet, prantadoù simpl : lakaat liñselioù prop war ur gwele nevez, mont da brenañ dilhad, hag all. Tu dedennus ar film a zo an tudennoù, o klask un doare pal, un doare abeg da genderc’hel. Doug ha goude Lois a seblant soñjal eo ret dezho sikour ar plac’h yaouank-se a zo heñvel ouzh o verc’h… Prantadoù brav a zo neuze, diskrivet en un doare gwirheñvel. Un tamm re c’horrek ha re deñval ar skeudenn eo mod all met tremenet e vez ur prantad plijus memestra.

JCVD

Posted in Filmoù on Genver 24, 2012 by geekezig

Ne ya ket mat an traoù gant Jean-Claude Van Damme. Laeret eo bet e rol gant Steven Seagal, tremenet eo fall an torr-dimeziñ gant e wreg… Distreiñ a ra da Velgia. En ur glask arc’hant evit e alvokad e vo tapet e tagadenn an ti-post.
Domaj eo e vefe bet savet ar film evit reiñ titouroù tamm-ha-tamm (da skouer e-pad ar c’hard eur kentañ e c’haller krediñ eo bet taget an ti-post gant Van Damme e-unan), krouiñ a ra-se ul lusk gorrek, gwelet e vez en-dro memes tammoù meur a wech gant selloù disheñvel. Ar skeudenn a zo teñval-tre, gris, gwer, n’eo ket plijus spontus.
Ret eo anzav avat eo dic’hortoz awalc’h e vefe un aktour o c’hoari e rol en un doare ken tost outañ e-unan. N’eo ket ur film fentus, nag ur film goapaus. Poltred un den a zo bet diskaret gant Hollywood eo, treuzkomprenet gant an darn vrasañ hag en deus graet fazioù eveljust. Brav-tre eo an unangomz a zo d’ur mare-se zo, bamus ha fromus eo. Domaj eo ne vefe ket ken kreñv ar senario a-hed ar film, rak peadra ‘oa d’ober ur film mat-tre d’am soñj. 

La saga d’Atlas & Axis 1

Posted in Levrioù bannoù-treset on Genver 24, 2012 by geekezig

Atlas hag Axis a zo daou gi, o vevañ en ur gêriadenn anvet Kanina. Goude ur veaj bennak e tizoloont eo bet taget Kanina gant ur strollad vikied (vichas?) (viking ar chas koa). Distrujet eo pep tra. Deviñ a reont korfoù marv o mignoned ha merzout e vank div barez, en o-zouez c’hoar Atlas. Mont a reont davet an anternoz neuze…
Un istor klasel kenañ eo hini Atlas hag Axis. A bep seurt tud e kavfont war o hent, mignoned pe enebourien ha hir e vo ar veaj. Arabat gortoz un istor strakus. Ma fell deoc’h lenn un istor efedus gant fent ha tresadennoù plijus, aze e kloto mat.

%d bloggers like this: