Cosplay Animal 1

Mmh. Ur manga iskis-tre eo Cosplay Animal. Dija an titl a zo drol un tamm, met marteze e teuio da vezañ sklaeroc’h el levrennoù o tont, n’ouzon ket. Savet eo gant pevar istor disheñvel : hini ur plac’h 19 vloaz a zo sorc’henet un tamm gant un unwiskoù. Klask a ra neuze warlerc’h ul lisead bennak. Kavout a ra unan ha kregiñ a ra un darempred etrezo ha dres d’ar memes mare e tifoup hec’h amourouz kentañ araok mont kuit da Hong-Kong. Moarvat eo se an istor a vo heuliet goude.
Warlerc’h ez eus istor ul liseadez o prientiñ konkourioù ar skolioù-meur a gar he c’helenner (ur studier), met prederiet eo ivez gant gwreg nevez he zad. Soñj he deus neuze e oa marteze he zad gant ur plac’h all da vare marv he mamm.
Goude-se e vo kontet istor ur strollad liseidi, ur plac’h a zo dougerez en ur c’hlasad a c’houlenn sikour digant unan all, arbennik kenañ war ar seks (met kentoc’h en un doare medisinel ^^).
Echuiñ a ra an traoù gant istor ur plac’h a zo dedennet gant he breur-kaer, ur mezeg yaouank a ra war-dro bugale. Klask a ra prientiñ boued mat evitañ a-benn desachañ e evezh…
Bon, kompren a rit un tamm an doare istorioù. Ur manga romantel evit merc’hed eo Cosplay Animal. Kontet e vez ordin gant merc’hed hag ur bern paotred brav a zo. Koulskoude n’eo ket dre ret evit merc’hedigoù peogwir ez eus kalz traoù tro-dro d’ar rev memestra. N’eo na treset dispar (shojo klasel koa) na netra met kalz fent a zo (plijadur en deus bet an troer evit kavout farsadennoù droch evel “j’ai même pas pu me rincer… l’oeil!” (pa vez skarzhet an ar plac’h ziwezhañ eus  strink gant he breur-kaer) ha traoù evelse. Anzav a ran ‘m eus c’hoarzhet en eil istor pa vez roet d’ar plac’h implij-amzer ar sizhun “c’est quoi ce planning?” “QUAND EST-CE QU’ON VA POUVOIR COUCHER DANS CE PLANNING?”)). Fent droch. Ar pezh a gavan dedennus eo ar sell dieub awalc’h war revelezh ar merc’hed. Daoust m’eo tudennoù sañset “iskis” ha diazezet war eriunelloù boutin spontus (ar c’helenner, an unwiskoù…) n’eo ket fall memestra.
Ma, ur prantad leun dudius ha skañv ha setu tout, na glaskit ket traoù all er manga-se.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: