Kroaz Hent

Diouzh ar c’hiz eo bremañ kinnig dastumadoù danevelloù gant un tem bennak evit liammañ anezho. Gwelet hon eus bet se embannet gant an Alarc’h da skouer, ha bremañ e vez reoù ivez e-touez al levrioù a vez kinniget evit Priz ar Yaouankiz.
Kroaz Hent a zo un dastumad pemp danevell o kinnig selloù diwar-benn tud deuet yaouank o klask o hent. Ur wech tremenet ar bak, petra ober? Klask ur vicher diouzhtu, met petra? Kenderc’hel gant studioù en aner un tamm? Mont da veajiñ da dapout skiant prenet? Ur bern mennozhioù a zo.
Ar mennozh diazez a gaven mat-kenañ ha moarvat e sikouroù tud zo (pe get, rak n’eo ket gwall yaus an traoù me gav…) da brederiañ war an tem-se. Goude-se…
Hent dall, pe hent all ha Roue an teil am eus kavet mat, met re verr o div. Poan ‘m eus bet o stagañ d’an tudennoù hag ur wech echu e kaven re verr an tañva em boa bet eus o istor! (Ouzhpenn-se n’em eus ket komprenet fin Roue an teil… Marteze ne oa ket re deñval ma spered an deiz-se met aet on da ijinañ ur fin du met pas kement…) E kroaz an hent a zo savet kazi hepken gant ur gaozeadenn etre daou den yaouank, ur c’houblad, kollet un tamm. Zoken ma c’hallfe seblantout gwall hir hag ordin ar memestra e seblant din gwirheñvel kenañ ha moarvat e seblanto evel un eñvorenn pe evel ur goazeadenn o defe ranket kaout evit tud zo…
Valparaiso a ginnig kentoc’h sell ur plac’h yaouank a blij dezhi kemer perzh en ur bern stourmoù, ober traoù, mont kuit. Gwir eo ez eus tud evelse ha brav eo kaout seurt c’hoantoù met seblantout a ra an istor leun a glichedoù, ne c’hoarvez skoilh ebet gant Isold a c’hallfe lakaat anezhi da brederiañ. Tout an dud a zo jentil estreget an europeaniz gouennelour daonet-se ha neuze e vo keodedourez ar bed c’hic’hic’hac’ha. A-du on gant mennozhioù zo met kavout a ran e ya pell ganti ha n’eo ket gwall soutil.
Peseurt hent evit Emma? a zo un tammig disheñvel. Paouezet he deus Emma gant he studioù evit ober war-dro he zad goude marv he mamm. Sklaer e oa an traoù eviti, met soñj he deus he doa touet d’he mamm kenderc’hel he studioù, soñjal enni a-benn ar fin. Leun a deneridigezh eo an danevell-mañ ha plijet en deus kalz din. Barrek spontus eo Maï-Ewen evit taolenniñ darempredoù brav etre rummadoù oad disheñvel. Evurusamant ec’h echu an dastumad gant an istor-mañ!
Lennet e vez buan spontus an dastumad danevelloù-mañ. Kavout a ran e vank selloù ‘zo (zoken ma kinnig un toullad traoù disheñvel dija) ha gant an tem-se e vefe bet tu d’ober un dastumad hiroc’h d’am meno. N’eo ket fall an hollad memestra met perak ‘ta ober ur golo ken vil?? Deuet e oa a-benn Keit vimp bev da gregiñ abaoe un toullad bloavezhioù da gaout goloioù brav evit PaY ha setu diskaret pep tra en-dro… T-T
Un evezhiadenn all : ne gomprenan ket perak eo “sinet” an danevelloù er fin. Displijus eo. War bajenn gentañ an danevell ez eus an titl hag anv ar skrivagner(ez) e fin tout an danevell. Iskis eo evel dibab, dreist-holl n’eo ket lakaet anv ar skrivagnerien war an daolenn (danevell = pajenn X ha setu tout)… Start eo gouzout piv en deus skrivet peseurt danevell neuze hag en em adkavout el levr (evurusamant n’eo ket hiroc’h emit-hu!).

Advertisements

4 Respont to “Kroaz Hent”

  1. Melenaour Says:

    Gwir eo ez eo divalav-mezh ar golo. Lavaret e vije unan savet er bloavezhioù ’70/’80.
    Piv eo ar skrivagnerien all ?

  2. Dres! Dija e oa vil ar goloioù e penn-kentañ ar priz, met aze…
    Neuze, evit a-sell ar skrivagnerien :
    – hent dall, pe hent all : Maï-Ewen
    – Roue an teil : Milena Krebs (pe Kreps : war ar bajenn-ditl eo skrivet gant b, war bajenn ziwezhañ an danevell gant p…)
    – Kroaz an hent : Moran Dipode
    – Valparaiso : Tinna Frakys
    Ret ‘vo din gwiriañ el levr.
    Lakaat a rez ac’hanon da soñjal en un dra em eus kavet hegasus sell, emaon o vont da ouzhpennañ er pennad.

  3. Melenaour Says:

    Evit lavarout ar wirionez, ne blij ket kalz din an danevelloù-berr dre vras. Kalz muioc’h on douget d’an danevelloù-hir pe d’ar romant.
    Hag a-du emaon ganit: Titl + anv ar skrivagner pe ar skrivagnerez da heul. A-hend-all e c’halljed soñjal ez eo graet a-ratozh evit n’aje ket al lenner kuit gant lenn an anv. Hag an anv-se evel ur seurt souezhadenn e penn all an danevell.
    Ul levr danevelloù-berr hep taolenn? Lavaret e vije ur fazi embanner o kregiñ gant ar vicher, trist eo goude kement a vloavezhioù.

  4. Me ‘zo gouest da vezañ plijet gant a bep seurt doareoù. Danevelloù-berr a c’hall bezañ strakus ha kreñv gant ma teuer a-benn da vont diouzhtu e-barzh ha da veizañ prim an tudennoù.
    Ahaha! Soñjet ‘m eus en-se, spi ‘m eus n’eo ket memestra! Souezhus-tre ‘m eus kavet, te oar ur santat “n’eo ket evelse da gustum e-barzh un dastumad danevelloù”
    A-zivout an daolenn on bet teod fall! Emaon o vont da reizhañ er skrid 😉
    Un tammig graet buan e seblant bezañ memestra… (ya ya emaon o klask un digarez toull aze…)
    (ha sklaeraet piv eo piv e-touez ar skrivagnerien er respont a-us 🙂 )

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: