Shame

Ur soñj resis awalc’h em eus eus Hunger, film kentañ Steve McQueen (ar sevener skosat du, n’eo ket an aktour amerikan marv gwenn! :p) Aet e oan d’e welet peogwir e oa kaoz eus Iwerzhon, harz debriñ Bobby Sands hag all. A-benn ar fin n’em boa ket kavet dedennus ar film war an dodenn-se (ur film diwar-benn an toull-bac’h dre vras e c’hallfe bezañ kentoc’h) met ar skeudenn em boa kavet brav eston. Un drugar da sellet, trellus. Un ali etre daou em boa bet un tamm neuze, bamet dirak an teknin met dipitet gant an istor un tamm.
Pa ‘m eus klevet komz eus raktres Shame em eus bet c’hoant mont da welet petra ‘oa memestra.
Disheñvel mat an traoù amañ. Heuliet e vez Brandon, ur paotr yaouank cheuc’h, o vevañ en ur ranndi brav e New York, mont a ra da riboullat gant e genseurted hag all. Klasel, koa. Met un draig drol a zo gant Brandon, drammet eo d’ar seks. Eh ya, setu e vez o kuzhat an dra-se d’an holl tro-dro dezhañ. Pa vez kemeret e urzhiataer labour en deus oan e vefe kavet ar skeudennoù porno a zo warnañ ha me oar-me. Bon. E vuhez trankilik en deus evelse betek ma errufe e c’hoar, dido peogwir eo bet skarzhet gant he mignon.
Evel gant Hunger em eus kavet e oa ur gudenn lusk. Ur bern prantadoù filmet brav a zo (Brandon o redek e kêr da skouer) met al liammoù etrezo a zo iskis, biskoazh ne vezer penn-da-benn gant an tudennoù. (N’eo ket fall dre ret pa weler piv eo an den ^^) Plijus em eus kavet an doare ma ne vez ket barnet Brandon, met ne vez kavet diskoulm ebet kennebeut, dre ret. Pep hini d’ober e soñj (ha da gregiñ da sellet e endro en un doare iskis, peogwir evel forzh peseurt dramm e vez kuzhet mat!) war an den. Jenet on bet gant ar santad “c’hoant ‘m eus e plijfe din” am eus bet e pad pell e penn kentañ ar film. Kavout a raen brav (ar skeudennoù) met ne oa ket tapet, estreget marteze e-pad ar pred er predti a gavan gwir awalc’h ha fentus. Ha bam! A-greiz-tout ez eus ur prantad tabut etre Brandon hag e c’hoar Sissy hag adalek ar mare-se em eus kavet direbech (marteze eo se an 20 munut diwezhañ). “Creepy” da vat e teu da vezañ, Brandon o vont an donnañ posupl en e sujidigezh. Aze e vo neuze ar pezh a seblant din oriadell dristañ ar bed…
Ne gontan ket re ar fin, peogwir eo kreñv met se a lak ac’hanon da soñjal eo ur film a-feson (met n’eo ket direbech). Ordin eo hegasus met efedus klozañ gant un digoradur a laosk pep hini da grediñ er fin a-fell dezhañ. (pe get, evidon, fellout a rafe din ec’h echufe en un doare met krediñ a ran ne c’hoarvezo ket… Aaaah! Peadra da dreiñ sod ^^)
Ma vefe ur ger evit sammañ Shame e tibabfen : trist. Ya, ma fell deoc’h c’hoarzhin n’eo ket ar film-se e vo ret dibab er sinema…

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: