Misfits – eil bloavezh
Plijet e oan bet kalz gant bloavezh kentañ Misfits ha laouen-tre o welet n’eo ket bet pell an eil da zont er maez e DVD er c’hwec’hkorn. N’eo ket kalz hiroc’h gant 7 rann, met un aergelc’h un tamm disheñvel a zo.
Evel ma oa bet santet e fin ar bloavezh all e pouezus an “den masklet” a vez o sikour anezho. Buan awalc’h e vo dizoloet piv eo ha zoken m’eo digredus un tamm e lak darempredoù etre tudennoù zo da vont war-raok en un doare dedennus.
Er bloavezh-se e vo lakaet kalz pouez war tud all bet tapet evel hon harozed el “luc’hedenn”. Galloudoù all hag implijoù all ivez! Reoù “drouk” a vo en ur stumm. Fentus eo bepred, leun a frazennoù droch ha bepred filmet ha lusket ken mat.
Temoù nevez a vez ivez : an tu startsystem a c’hellfe bezañ tro-dro d’o galloudoù pe c’hoazh an doare da zistreiñ d’o doare buhez kent, hep galloudoù… N’ouzon ket re penaos e troio an trede bloavezh met evit ar mare n’em eus rebech ebet da ober da Visfits!
Kerzu 18, 2011 e 1:00 g.m.
Farsus, sellet m’eus ouzh rann kentañ ar bloavezh kentañ dec’h da noz, e saozneg, ha gant istitloù e brezhoneg mar-plij !
Sed aze an abeg nemeti en deus lakaet ‘chanon da sellet ouzh seurt abadenn (n’am bije ket graet mod all d’am soñj). Poan ‘m eus un tamm da “grediñ” e seurt istorioù gant “gourharozed” (penaos lârez se e brezhoneg ?), d’en em lakaat en istor. Hogen, gwir eo ez eo filmet mat an traoù, ha barrek an aktourien yaouank. Kenderc’hel a rin un tamm, da welet penaos e ya war-raok an istor.
Kerzu 18, 2011 e 1:07 g.m.
^^ Trugarez d’an d/team istits neuze 🙂
Gwengolo 5, 2012 e 9:02 am
Reblogged this on Ar Gripi.