La rivière noire

E miz C’hwevrer e oa bet profet din La rivière noire (trugarez adarre ^^). Siwazh e oan bet tapet gant lennadennoù all ha laosket al levr war ur bern traoù da lenn “un deiz bennak”. Dre m’eo deuet er-maez Bettý n’eus ket pell zo, e soñje din e oa poent e lenn memestra (ha gant Nedeleg o tostaat e kresko ar bern moarvat!!)…
Abaoe ar film Jar City e lennan ingal levrioù Arnaldur e galleg. Plijout a ra din al levrioù polis met ne lennan ket kement-se a-benn ar fin, ha ral eo em befe lennet kement gant memes skrivagner. N’eo ket dre ret liammet gant ar fed e tremenfe en Island rak n’em eus ket bet lennet levrioù Arni (Thorarinsson) na reoù all a-seurt-se. Marteze eo abalamour da dudenn Erlendur… N’ouzon ket. Ma!
La rivière noire a zo disheñvel eus ar romantoù all. Un enklask polis a zo ha graet e vez war-dro gant kenseurted Erlendur, met n’emañ ket eñ aze. Elinborg an hini a zo e karg. Ouzhpenn gwelet un tamm peseurt buhez he deus, gant krennarded tavedek er gêr hag all ez eo disheñvel ivez lusk al levr. Da gustum e vez “gwelet” tammoù traoù bet tremenet araok a c’hall reiñ deomp un tañva eus ar pezh a zo c’hoarvezet ha sikour ac’hanomp da gompren an enklask, tamm-ha-tamm. Aze, e vezer kollet mik, evel Elinborg. Estreget red kronologel an istor ne vo tost netra (ar pennad digeriñ hag unan kazi evit klozañ) o reiñ ur sell all. Rediet omp neuze da grediñ er pezh a vez lâret gant an dud hag all.
Plijet on bet awalc’h gant an doare nevez-se da gontañ ha roe pouez d’ar cheñchamant tudenn bennañ.
E-keñver enklask e vo aze tro da gomz eus temoù n’int ket bet gwelet kement-se e levrioù Arnaldur : ar gwall. Tro ‘vo da gomz eus dramm met un en doare nevez awalc’h (ar Rohyphnol aze), eus ar vuhez war ar-maez gant ur gêriadenn iskis un tamm an aergelc’h enni pe c’hoazh ar justis. Meur a wech e vo meneget pegen skañv eo ar barnadennoù evit gwallerien, daou pe dri vloaz en toull-bac’h ha mat pell ‘zo. Teñval awalc’h an traoù neuze, hag a lak da brederiañ, ur wech ouzhpenn.

Advertisements

4 Respont to “La rivière noire”

  1. Laouen on o welet out bet plijet gant ar romant daoust da Erlendur bezañ ezvezant. 😉
    N’am eus ket bet tro da lenn “Betty” ‘vit poent met hervezh ar pezh am eus bet tro da lenn war ar rouedad ez eo barrek-tre Arnaldur atav pa skriv romantoù hep e dudennoù boas.

  2. ^^
    Dreist! Emañ ma mamm o lenn Bettý (kemeret el levraoueg), lenn a rin da c’houde araok rentañ, seblantout a ra berr-tre.

  3. […] ec’h!). Tremen a ra an darvoudoù kontet e-barzh La muraille de lave dres da vemes mare hag La rivière noire. Heuliet e vo enklask Sigurdur Oli avat. Muntr ur plac’h na seblante ket gwall sklaer […]

  4. […] pezh e oamp holl erru krog da soñjal e keit ma oa kenseurted ar poliser oc’h enklask e-barzh La rivière noire ha La muraille de lave. Setu respontoù a-benn ar fin! Evel boaz eo aet Erlendur da bourmen […]

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: