Hereafter

Kalzig brud fall em boa klevet diwar-benn film diwezhañ Clint Eastwood Hereafter. Ret eo anzav eo iskis un tamm. Ur film diwar-benn ar marv eo, ha dreist-holl diwar-benn ar pezh a c’hoarvez goude ar marv (ma c’hoarvez un dra bennak), an darempred gant ar re varv hag all. Savet eo evel ur film-laz un tamm : heuliet e vez teir dudenn pep hini d’he zro hag er fin e vo liammet an holl. Da gentañ neuze ez eus ur gelaouennerez c’hall a ginnig un abadenn keleier bouezus war F2, emañ o vakañsiñ pa erru un tsunami e-lec’h m’emañ. Stroñset e vo da viken. Da c’houde e vez heuliet un amerikan, bevañ a ra en un doare simpl-tre hag un tamm digenvez abalamour eo gouest da santout ar re varv. Hag a-benn ar fin ez eus istor daou vreur gevel e Londrez.
Anat eo ez eo gwanoc’h al lodenn diwar-benn ar gelaouennerez eget al lodennoù all. Seblantout a ra un tamm faos, aze evit diskouez metou an tele, an embann, un tu un tamm cheuc’h a zo hegasus a gav din. Kalz dedennusoc’h ‘m eus kavet ar prantadoù gant ar “medium”-se, levezonet gant e vreur a fellfe dezhañ gounit arc’hant gant ar perzh-se, sod gant Dickens met trubuilhet kenañ gant ar fed e ouife kement a draoù diwar-benn an holl… Start eo sevel darempredoù pa n’eus sekred ebet a-benn ar fin. Fromus-tre eo ivez istor an daou baotrig. Gwelet e vez ur sell un tamm dic’hortoz war ar servijoù sokial (ur sell mat!) ha pegen kollet e c’haller bezañ dirak ar c’hañv. Plijus e vo ivez an darempred etre an amerikan hag ar saoz bihan er fin.
Hereafter a c’houlenn bezañ un tamm digor a spered pe hunvreer a-benn degemer an teoriennoù a bep seurt a zo e-barzh diwar-benn ar marv. Ur wech graet e verzer ur film teñval (livioù gwer a-vil-vern, nebeut a c’houloù, lec’hioù kloz), a ziskouez mat pegen kollet eo an tudennoù. Dipitet on bet gant an tsunami a zo graet fall a-walc’h (efedoù ispisial dre urzhiataer) met hep an darvoud-se n’he defe tudenn ar plac’h netra da ober en istor neuze…
Anat eo n’eo ket gwellañ film Clint Eastwood (jenet on bet kalzig gant ar sonerezh ivez, minimalist evel en e filmoù diwezhañ (n’on ket deuet a-benn da welet ma oa e vab en doa graet war-dro) met aze ne glote ket mat evidon) met n’eo ket kennebeut ur film nul spontus evel em boa klevet/lennet kazi pep lec’h.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: