Dielloù evit Kerzu, 2011

Sous notre atmosphère

Posted in Levrioù bannoù-treset on Kerzu 31, 2011 by geekezig

Daoust da Osamu Tezuka bezañ un arzour pennañ eus istor ar manga, n’on ket bet dedennet kalz gant e labour, abalamour d’un doare tresañ un tamm giz-kozh bremañ. Un tamm kirius on bet avat pa ‘m eus gwelet Sous notre atmosphère… Evel un dastumad danevelloù eo, gant istorioù berr o tremen e lec’hioù ha mareoù disheñvel. Reoù zo a zo gwirheñvel, reoù all a zo faltazius penn-da-benn. An holl a ziskouez mab-den avat, ha n’eo ket gwall vrav…
Un dastumad teñval eo neuze hag a ro din ur sell all estreget ma rakvarnioù un tamm savet tro-dro da Astro Boy
Dedennus-tre eo, istorioù zo n’int ket dispar ordin met lusket mat ha n’int ket kentelius tamm ebet.  Un istor a dremen e Breizh zoken ^^ (met moarvat ne oa ket bet deuet Tezuka betek inizi Glenan peogwir e ijin ur tornaod du-hont). Tro zo da gaout un tañva eus prederioù fin ar bloavezhioù 60 : pouez an urzhiaterezioù, stourmoù studierien Tokyo, aon an dud rak ur brezel nukleel etre Sina hag URSS hag all. Kavet em eus e oa ivez ur bern darempredoù skouemp, un toullad istorioù a ziskouez istorioù karantez etre breur ha c’hoar da skouer. Un doare mat eo an dastumad-mañ da zizoloiñ labour Tezuka evidon-me.

Ravermoon 2

Posted in Levrioù bannoù-treset on Kerzu 30, 2011 by geekezig

Eil levrenn Ravermoon a zo iskis un tamm evit ar re (eveldon) n’o deus ket soñj mat eus ar pezh a oar c’hoarvezet el levrenn gentañ. Kregiñ a ra prim an traoù gant emgannoù a bep seurt. Bremañ eo bet lazhet tud an urzh a c’hall mestroniañ an amzer gant tud plant iskis e vez taget ar re a zo bet sikouret gant an urzh. An holl a zo bet pareet da skouer a varv a-daol trumm. Ur bern traoù a c’hoarvez neuze met ne vez ket sikouret al lenner da adkavout piv eo an tudennoù na netra. N’on ket bet displijet met kuzuliañ a ran adlenn an hini kentañ araok lenn hemañ! Pe gortoz al levrenn a-zeu evit (ad)lenn pep tra rak moarvat e vo muioc’h a voued (a-fed istor ha mont war-raok).

The Chronicles of Narnia : The Voyage of the Dawn Treader

Posted in Filmoù on Kerzu 28, 2011 by geekezig

Ur soñj plijus-tre am eus eus The Voyage of the Dawn Treader (al levr). D’am meno eo unan eus levrioù Narnia en deus plijet ar muiañ din. An daou film kentañ o doa plijet din ivez met ne oan ket bet da welet hemañ er sinema, n’ouzon ket perak.
Kregiñ a ra ar film e kerzh an eil brezel bed, ur wech ouzhpenn. An daou enañ a zo er Stadoù-Unanet (Suzan d’an nebeutañ, marteze emañ Peter o vrezeliñ?) ha chomet eo Edmund ha Lucy e Bro Saoz e ti ur voereb dezho. Ret eo dezho bevañ gant Eustace, o c’henderv torr-penn. An tri-se a zaio da Narnia da sikour Caspian. Emañ ar roue o klask warlerc’h seiz aotrou aet diwar wel. Ouzhpenn-se ez eus un doare brumenn iskis a dag inizi zo eus Narnia. War vourzh an Dawn Treader ez aio ar strollad neuze, da glask warlerc’h seiz kleze a-benn gwanat an drouk a lak ar vrumenn da zont.
N’em boa ket soñj eus an holl darvoudoù setu ‘m eus bet kalzig plijadur o heuliañ an istor evit gouzout petra c’hoarvezfe da c’houde. Un tamm hegaset e oan gant an tu “bouhou n’on ket brav” a zo tro-dro da Lucy (un dudenn a blij din kalz!) met liammet e vo da galloud ar vrumenn d’ur mare zo. Un draig pe zaou a zo iskis (war un enezenn bennak emañ ur plac’hig bet savetaet gante gante just a-walc’h padal ne oa ket diskennet eus ar vag…) met an darempred etre Eustace ha Ripichip a zo deuet brav ha fromus eo ar fin. Un toullad prantadoù emgannoù a zo ivez, hag an emgann diwezhañ gant ar pezh sarpant-mor a zo estonus awalc’h. Ur film evit an holl, lusket mat ha brav eo neuze, evel filmoù all ar rummad betek bremañ!

Le fait du prince

Posted in Levrioù with tags on Kerzu 28, 2011 by geekezig

Abaoe un toullad bloavezhioù e oan dipitet awalc’h gant levrioù Amélie Nothomb (plijout a rae spontus din ar re kentañ pa oan el lise), estreget Ni d’Eve, ni d’Adam a zo he levr gwellañ evidon. Ma, divizet em eus chom hep gortoz re eus he levrioù neuze. Hag ur mennozh mat eo bet peogwir em eus kavet plijus-tre Le fait du prince.
Un deiz e ya Baptiste, ur paotr evel ar re all a 39 vloaz da zebriñ e ti mignoned. Ur gaozeadenn iskis a zo tro-dro da benaoz chom hep bezañ tamallet ma varv un den en ho ti. Ma. An deiz warlerc’h e son un den e ranndi Baptiste ha pemp munutenn warlerc’h ne vo ket bev ken… Dre m’eo heñvel kenañ an den dioutañ ez fizikel e soñj Baptiste kemer e blas ha mont da welet peseurt doare buhez a zo gant an Olaf-se a zo marvet en e ranndi.
Evel boaz e vez lennet buan-buan ha memes stil eo bepred. Skañv eo an istor avat. Ne vo ket diskoulmet pep tra zoken (peseurt labour a oa e gwirionez gant Olaf? Emañ e-unan a oa Olaf pe un den all? hag all) met un aergelc’h plijus a zo. Un aergelc’h leun a champagne hag a zevezhioù hir tremenet d’ober netra, un darempred dreistordinal un tamm o tiwan etre daou zen hag ur bern mareoù e-lec’h ma tivizer tapout an diviz follañ a zo.
Ul levr a ro c’hoant da vezañ gouest da cheñch buhez, da zispign arc’hant en un doare dibreder ha da vont da vroioù all ken aes ha tra, hep na vefe tra ebet eus an amzer dremenet o tont da zihuniñ an nen.

Mentalist – trede bloavezh

Posted in Stiradoù, webstiradoù ha skinwel with tags , , on Kerzu 27, 2011 by geekezig

Setu echu ur bloavezh all gant Patrick Jane ha skipailh ar CBI. Evel boaz e vo dreist-holl enklaskoù un tamm iskis ha leun a fent. D’ur mare bennak avat e vo lazhet ur flik gant ur paotr a seblant bezañ o sikour Red John. War var diskuilhañ traoù da Jane e vo lazhet, e savadur ar CBI! Eil hanter ar bloavezh a vo diazezet (en un doare skañv eveljust) war ar fed e vefe un treitour e-touez an dud a oa er savadur d’ar mare-se hag a felle dezhañ gwareziñ Red John. Da gentañ e vez kredet eo Madeleine Hightower peogwir he doa bet un istor karantez gant ar flik lazhet. Ret e vo dezhi tec’hout.
Evel boaz n’eus nemet div pe deir rann a lak an istor da vont war-raok e gwirionez war ar bloavezh a-bezh. Echuiñ a raio en un doare spontus awalc’h ivez…
Plijus ‘m eus kavet bepred, zoken ma ne ya ket war-raok buan awalc’h en ur stumm. Plijet on bet kalz gant ar rann diwar-benn Rigsby (evel ma oa bet unan diwar-benn Chow araok) hag an doare darempred iskis savet etrezañ ha Vanpelt abaoe m’emañ hi gant he raktres dimeziñ gant paotr an FBI.
Da welet bremañ penaos e troio an traoù…

Unknown

Posted in Filmoù on Kerzu 27, 2011 by geekezig

War a seblant eo plijet Liam Neeson gant ar filmoù un tamm “birvidik” produet gant Luc Besson. Taken a oa bet ha bremañ Unknown. Marteze en deus c’hoant ober tro Europa ivez? Ar wech mañ e tremen an traoù e Berlin. Diazezet eo ar senario war romant Didier Van Cauwelaert Hors de moi. Moarvat en doa ar skrivagner gwelet ur film bennak eus rummad Jason Bourne araok skrivañ e istor…
Setu neuze an istor : Martin Harris a zo ur biologour amerikan a zeu da Verlin gant e wreg evit komz e-kerzh ur c’hendalc’h bras. Ur wech erruet dirak e ostaleri e verz en deus ankouezet e valizenn, en aerborzh moarvat. Tapout a ra un taxi all a-benn distreiñ du-hont. Ur gwallzarvoud en deus e-pad ar veaj-se. Ne vez ket adkavet blenierez ar c’harr, peogwir e vlenie diaotre hag eñ n’en deus paper ebet evit prouiñ piv eo da netra. Pa zistro betek an ostaleri ez eus ur Martin Harris all, e wreg ne anavez ket anezhañ hag all. Krediñ a ra e teu sod. Klask a raio diskoulmañ an afer memestra ha sikouret e vo gant un toullad tud war e hent. Heuliet e vo gant tud barrek da lazhañ en un doare didruez ivez…
Ma, petra lârat? Eveljust ma keñverier gant filmoù Jason Bourne eo nul da vat Unknown. Gorrek eo al lusk, pep tra a c’hoarvez dre degouezhioù iskis (chañs spontus ‘zo gant ar paotr koa) ha n’eo ket gwall zedennus psikologiezh an tudennoù, na dic’hortoz ar pezh a vez dizoloet er fin. Met dudius eo un tamm memestra! Ret eo evit galloud profitañ un tamm eus ar film, ankouez ar filmoù mat diwar-benn memes tem (n’ouzon ket piv on ken, piv on?) ha setu. Daoust da se ne vo ket peurvat memestra peogwir eo graet a ziwar ur bern traoù bet gwelet dija met d’an nebeutañ ne ‘vo ket kavet re hir e amzer.

Inverno

Posted in Levrioù with tags , on Kerzu 26, 2011 by geekezig

Soñj ‘m eus c’hoazh eus an doareoù ma oa bet kaozeet diwar-benn Inverno gant ur genseurtez din : ul levr brav eston diwar-benn ur plac’h n’hall ket kaout bugale. Dre m’eo berr spontus al levr, ‘m eus soñjet e oa ur mennozh mat lenn hemañ araok kaout da zibab un dra bennak war ar-bern-na-ra-nemet-kreskiñ.
Berr eo Inverno ya, 140 pajennad bennak, ul levr bihan tout eo ouzhpenn ha skrivet bras awalc’h. Hiiiiir eo e lenn avat.
Hegaset on bet gant ar cheñchamantoù tudennoù ha lec’hioù a-vil-vern (L., Emmanuelle, Bérangère, Marie-France / Roma, Breizh, Saint-Ouen, Pariz…) er penn-kentañ ne gomprenen ket mat piv a veze heuliet na peseurt liamm a oa etre pep tudenn. Ouzhpennomp chabistroù div bajennad (dre vras, a-wechoù e vo unan, a-wechoù teir), n’eus ket amzer da dapout krog en istor evidon-me. Ouzhpenn-se n’em eus ket kavet istor ar plac’h n’halle ket kaout bugale met kentoc’h istorioù tud bet (pe o deus bet) trubardet en un doare bennak e-kerzh o buhez. Un toullad frazennoù brav a zo, dreist-holl tro-dro da vab L., paotrig a seblant tristig un tamm ha barzh bihan. Mod all, ‘m eus kavet gwall hir ma amzer er goañvez italian-se…

%d bloggers like this: