L’ordre et la morale

Anzav a ran n’anavezan ket mat Mathieu Kassovitz, n’em eus gwelet film ebet sevenet gantañ ha n’em eus ket soñj outañ evel aktour kement-se (bon, lakaomp e-barzh Amen, memestra). N’em eus ket heuliet e raktresoù na netra. Ne oan ket dedennet kement-se gant L’ordre et la morale, rak anzav a ran ne oan ket gwall gozh e-kerzh dilennadegoù 1988.
Ma, d’ur mare bennak memestra em eus klevet tud o lârat pegen mat e oa ar film ha setu me o vont d’ar sinema.
L’ordre et la morale a zo ur film dedennus peogwir e kinnig lakaat ar gaoz war darvoudoù eus istor Frañs c’hoarvezet n’eus ket keit-se zo. Ral awalc’h eo. Eveljust e vez heuliet red an istor dre sell un den hepken, unan hag a zo bet touellet en afer-se. N’eo ket brav skeudenn an arme hag ar politikourien c’hall er film-se, anat. An nebeut a sonerezh hag an doare da filmañ ha da seveniñ un tamm reut ha rust a grou un aergelc’h start, un tamm evel hini un teulfilm. Kalz prantadoù “prezegennoù” a zo koulskoude hag a ro da brederiañ, fromus int dre vras (prezegennoù Alphonse, e penn ar strollad kanak a vir an archerien er vougev da skouer). Kavet ‘m eus e oa sklaer e oa kablus tud resis evit abegoù resis (gounit dilennadegoù) met ivez tud all, en un doare amsklaeroc’h. Mitterand na seblant ket bezañ ur salver kennebeut ha dreist-holl tud an FLNKS na seblantont na kaout intrudu na bezañ kalonek na netra.
Anzav a ran em eus kavet mat ar film, n’em eus ket kavet hir ma amzer ha kavout a ran kalonek sevel seurt filmoù, a chom oberennoù faltazi a ginnig ur sell war fedoù istorel.

Advertisements

2 Respont to “L’ordre et la morale”

  1. Daoust ma oa bras ar c’hoant ganin mont d’e welet em eus mouget anezhañ, trawalc’h a brezegennoù a glever tro-dro deomp er c’houlz-mañ, ha diaes eo tostaat ouzh ur sinema gant ar steudadoù tud o c’hortoz gwelout “Intouchables”. Evit ar pezh a denn da Gassovitz, m’az peus tro, sell ouzh “Metisse” e film kentañ, istor Lola, o tont eus an Antilhez, e dougerez hep gouzout piv eo an tad, Felix, ar gwaz gwenn, pe Jamal, an hini du. Ur film kentañ met diskouez a ra mat personelezh Kassovitz a-raok ma yafe d’en em goll e Hollywood.

  2. Ya, gwir eo eo bet start ar sizhunvezhioù tremen er sinemaoù abalamour da “Intouchables” !!
    Klask a rin gwelet “Métisse”, seblantout a ra dedennus. Kuzuliet eo bet din an teulfilm “Fucking Kassovitz” ivez, a goaze eus an doare m’eo tremenet fall pep tra evitañ e Hollywood tro-dro da v/Babylon A.D.

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: