Heroes – trede bloavezh

Ahaha, tud ‘zo a lavar on kalonek. Met e gwirionez em boa c’hoant da c’houzout ma c’halle treiñ an traoù.
Heroes a zo ur stirad bet brudet kaer d’ar mare m’eo deuet er-maez. Implijout a rae giz ar super-harozed a-benn krouiñ un istor a lakae meur a hini da gejañ hag ouzhpenn e oa ul liamm start gant ar bannoù-treset (er stirad hag en diavaez peogwir e veze embannet istorioù berr etre ar rannoù). Ma, plijus-tre oa ar bloavezh kentañ.
An eil a voe ur vezh avat. Tudennoù nevez na oant ket dedennus tamm ebet (hag a vire da heuliañ ar re blijus), traoù hep penn na lost, ec’h.
Kregiñ a ra an trede bloavezh gant muntr Nathan Petrelli pa tiviz diskleriañ d’ar mediaoù en deus ur galloud. Anzav a ran, abaoe dipit an eil bloavezh em boa ankouezet un tamm pep tra… Met adtapet e vez buan awalc’h an traoù dre ma lañs an trede bloavezh traoù nevez.
Ret eo da Hiro gwareziñ ul lodenn eus ur formulenn gimiek a c’hall reiñ ur galloud d’an holl. Gwelet e vez an dazont gant an dra-se ha n’eo ket gwall vrav. Peter hag all a glasko neuze na c’hoarvezfe ket an dazont-se. Siwazh ez eus kalzig tud eus “an tu all”, renet gant… Arthur Petrelli! Ur gwir brezel etre an daou bried hag a re a heul hini pe hini neuze.
Traoù spontus all a vez dizoloet eveljust ha dedennus awalc’h eo (Maya na vez ket gwelet re, Nikki ‘zo marv ha Tracy n’eo ket ken displijus). Div lodenn a zo e gwirionez d’ar bloavezh. Unan tro-dro d’ar formulenn gimiek ha penaos e c’hallfe treiñ an traoù ma vefe roet ar formulenn-se d’an holl. Ur wech diskoulmet an afer-se ha miret da implijout ar formulenn e vo un istor all penn-da-benn. Nathan a ziviz bac’hañ an holl dud gant galloudoù gant sikour ar gouarnamant. Gwelet e vez neuze un doare “ajañs” nevez (ha komprenet perak ha penaos e oa bet krouet an hini all er bloavezhioù 60) hag an holl a rank tec’hout ouzh bagadoù soudarded armet ha didruez. Dedennus-tre eo al lodenn-se gant ar familh Petrelli a rank lakaat sklaer an traoù etrezo, Matt a rank mont dreist e gañv, Sylar gant galloudoù nevez a lak anezhañ da vezañ startoc’h startañ da dapout hag e emglev gant Danko, an hini a zo e penn an traoù evit ar gouarnamant ur wech m’eo bet dizoloet e oa Nathan e-touez ar re e oant o klask.Echuiñ ar ra an traoù gant dismantr ar strollad a dape tout an dud. Met un dra digredus awalc’h a zo c’hoarvezet hag a ro c’hoant da sellet ouzh ar bloavezh warlerc’h…
Zoken ma n’eo ket a live gant ar bloavezh kentañ, em eus bet kalz muioc’h a blijadur gant ar bloavezh-se (dreist-holl gant an eil lodenn) eget gant an eil. Ne chom ket kalz tra da welet evit gouzout klozadur an istor neuze d’am soñj ez in betek ar penn!

Advertisements

3 Respont to “Heroes – trede bloavezh”

  1. Ikacheuc'h Says:

    D’am meno eo an 3de bloavezh unan eus ar re wellañ hag a-bell. Se ‘ra un tamm re bell ‘m eus aon ‘m eus sellet ouzh ar rummad kentañ met dipitet e oan bet ivez gant an eil… Ar pevare n’eo ket ken gwazh hag an eil met gellet o dije paouez goude an trede ‘ soñj din.

  2. Ah, kaoc’h keloù fall evit ar pevare. Met bon, sellet a rin memestra.
    An trede am eus kavet mat-tre en gwirionez hag en deus roet din ar santa “ah ya, setu perak e oa ken dreist Sylar!” ha traoù a seurt-se ^^
    Zoken tudennoù na gaven ket dedennus kaer (Nathan da skouer) a zo donnoc’h un tamm.

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: