Shim Chong, fille vendue

Marteze o peus merzet oan bet o lenn Shim Chong, fille vendue e-pad ur pennad mat. Anzav a ran em eus kavet ken start ar penn-kentañ e oan bet o lenn traoù all etre-tan… Ur romant korean eo, met e-keñver istor ez eus tu da lârat ez eus ur romant aziat. Kontet e vez istor Chong, ur plac’hig a vez skrapet, klasket aberzhiñ e-kerzh ul lid ha gwerzhet goude. Da gentañ e vo prenet gant un den kozh pinvidik evel gwreg, ur wech eñ marv ez aio da gast e ti plijadur ar mab. Tremen a raio kentoc’h mat an traoù met d’ur mare bennak e vo reuz (brezel an opium eo) ha ret e vo dezhi tec’hout. Mont a ra kuit gant hec’h amourouz, ur soner yaouank hag asambles e fell dezho kaout un ostaleri bennak. Siwazh e vo trubarded ar plac’h yaouank er gêr e-lec’h m’emaint staliet hag e vo gwerzhet en-dro. Distreiñ da gast e rank ober neuze. Ar wech-mañ e tremeno mat c’hoazh hag e liammo mignoniezh gant kalz tud zoken. Goulennet e vo goude gant ur saoz prenañ anezhi evel gwreg. A-du eo neuze e ya kuit gantañ. Dizoloiñ a ra ur vuhez iskis un tamm e-giz kornogiz met a-gostez ivez abalamour d’ar ouennelouriezh.
Divizout a ra mont kuit goude bezañ sikouret da sevel un erbec’hti evit ar vugale dilezet. Distreiñ a ra d’he lec’h labour just araok evit kavout he merc’h (pe kentoc’h merc’h ur vignonez dezhi a zo marvet en ur wilhoudiñ).
Un tamm arc’hant ganti e tiviz mont kuit adarre gant he merc’h ha Fumiko, da gostez an inizi e-lec’h ma oa Fumiko pa oa yaouank (Ryukyu). Du-hont e savont un davarn gant sonerezh ha kan. Buan e teu brud dezho hag o do arvailhien cheuc’h, ur priñs zoken hag a zimezo gant Chong. Echuiñ a raio fall an traoù evito peogwir o do klasket sikour tud paour. Chong a guitaa al lec’h-se ivez, evit mont da Nagasaki ha goude n’he bro c’henidik.
Meur a lodenn a zo en istor neuze, gant aergelc’hioù a bep seurt. N’on ket deuet a-benn da gompren resis e pelec’h e tremene pep tra (evidon-me e kroge e Korea met n’eo ket lâret splann, goude-se e tremen kalz traoù e Sina moarvat hag er fin e tostaer eus inizi a zo bremañ dindan renerezh bro Japan?). Kalz tudennoù a zo ivez, o vont hag o tont hervez al lec’hioù, ar mareoù. Tudenn Chong he deus meur a anv ouzhpenn hag a-benn ar fin e tremen mat pep tra eviti. Zoken pa vez trubardet e kendalc’h da vont hag e ankouez he buhez kent, ne chom ket e memes lec’h met chom a ra ar memes hini : c’hoant he deus sikour ar reoù all, ur vuhez sioul ha setu tout. Start awalc’h em eus kavet kaout teneridigezh evit an dudenn-se peogwir e seblant ruzañ an traoù warni hep levezon ebet. Brokus hag emgar eo war memestro hep na vefe displeget he santimantoù a-benn ar fin. N’eo ket displijus al levr mod all (aet on betek ar fin!) ha dedennus-tre an tu istorel (hollandiz, saozon o kregiñ da genwerzhiñ kalz gant broioù Azia hag all) met un tamm re stank eo marteze ha re a draoù o tremen (abadennoù en tiez gisti pe me oar me) na servijont ket da galz tra. Mat e vefe bet lakaat un tamm muioc’h a bsikologiezh e plas ar prantadoù-se marteze… Ar fin a erru un tamm trumm ivez, a-greiz-tout e tremen Chong eus plac’h 40 vloaz da blac’h kozh war he zalaroù kazi… Pa weler pegen stank ‘oa an traoù araok e ra drol un tamm!
War a seblant eo diazezet war ur vojenn korean a gont istor ur plac’h yaouank a vez aberzhet, pa oa hi o klask un doare da sikour he zad dall. Savetaet e vo gant an doueed, fromet gant hec’h istor ha profet d’un Impalaer e kañv gant martoloded. Fromet eñ ivez gant hec’h istor e timezo ganti hag e vo pedet he zad da zont. E-kerzh ar pred e pareo an tad…
Ma, traoù ‘zo a zo heñvel met en un doare ledan-tre memestra ^^

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: