Mes chers voisins

En nevez-amzer tremen e oa bet ur raktres kenlabour etre levraouegoù Roazhon hag ur strollad arzourien Pepe Martini.
Kinniget e oa bet neuze da roazhoniz kemer perzh e stalioù-labour a-benn krouiñ ul levr bannoù-treset.
Un tem a oa bet kavet, istorioù amezeien en ur savadur. Hag amezein drol un tamm… (ur super-haroz, ur suner gwad hag all)
Ul levrig a zo deuet er-maez n’eus ket pell zo a vez kavet e levraouegoù Roazhon (met ne vo ket gwerzhet) ha tro ‘m eus bet d’e lenn.
Iskis awalc’h eo da lenn. N’em eus kemeret perzh e stal-labour ebet ha poanius em eus kavet kompren ar mennozh, an tudennoù, an istorioù, evel ma vefe ret bezañ bevet an darvoud evit kompren pep tra. Da c’houde em eus kavet souezhus ne vefe ket propoc’h an disoc’h, moarvat ne oa ket re a amzer na netra, met dre ma oa tud a-vicher o sikour, e vefe bet posupl marteze da unvaniñ ar pajennoù (da skouer : duañ al linennoù ha klask kaout ur font evit ar c’homzoù?) Rak ur bern bannoù-treset a zo bet graet gant bugale anat, ha fentus eo dre vras, met a-wechoù eo ken lous (bet diverket, adtreset hag all) ha just gant kreion paper ha gant komzoù dilennus, n’eo ket anat bepred.
Ur raktres plijus en deus ranket degas kalz d’ar re o deus kemeret perzh, met ne zegas ket kalz tra d’ar re all, siwazh.
Ma fell deoc’h gwelet un tamm an disoc’h e kuzulian mont da welet ar bajenn war lec’hienn levraouegoù Roazhon.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: